Bro Naoned aterset

Radio Naoned

Liamm eilet er golver.

Atersadenn Brieg Gerveno : Ur sonadeg e Kastell Duged Breizh

Atersadenn Brieg Gerveno : Ur sonadeg e Kastell Duged Breizh

12/04/2023

'VEL MA VIN setu anv pladenn nevez Brieg Guerveno deuet maez d'ar 24 a viz Genver. Ur bladenn dic'hortoz an hini eo. Boaz omp da selaou rock / Metal gantañ... met dibaoe e bladenn ziwezhañ Valgori deuet maez e 2016 'neus bet tro Brieg Guerveno da labourat war a-bep seurt traoù ha da gemer e amzer evit kinnig deomp ur bladenn eus ar c'hentañ, troet war-zu ar folk ar wech-mañ. Evit gouel mouezhioù Breizh e Naoned e tremenet Brieg Guerveno e Kastell Duked Breizh evit e sonadeg gentañ. Dirak ur sal leun-chouk 'neus kinniget deomp ur sonadeg vrav spontus gant e "quatuor"; Bahia El Bacha er violoñsel, Stephane Kerihuel gant ar gitar tredan ha Camille Goellaen er c'hlavier.


Atersadenn Bertrand Lescoet : Kig ha farzh skolaj Diwan 44

Atersadenn Bertrand Lescoet : Kig ha farzh skolaj Diwan 44

12/04/2023

D'ar Sul 26 a viz Genver e vo fardet Kig ha Farzh gant kuzul skoazell skolaj Diwan Liger-Atlantel. Bertrand Lescoet zo perzh eus ar c'huzul skoazell, deuet eo da gaozeal ouzh mikro Marianne Vaidie. Mirit ho plasoù : 06.81.88.48.28 / skoazell.skolaj.sant-ervlan@diwan.bzh


Atersadenn Celine Blatéron - skolaerez e Blaen

Atersadenn Celine Blatéron - skolaerez e Blaen

12/04/2023

En distro skol-mañ zo bet ar brasañ niver a zigoradur klasoù divyezhek deus istor ar c'helenn divyezhek. Dibaoe distro-skol 2019 ez eus bet digoret ur c'hlasad divyezhek e skol bublik André Chedid e Blaen gant 19 skoliad·ez. A-drugarez da Ofis Publik Ar Brezhoneg ha youl an ti-kêr e c'hell bugale Blaen deskin brezhoneg er skol. Céline Blatéron skolaerez divyezhek eno a zo ouzh mikro Marianne Vaidie.


Atersadenn Visant Roue : Rener pol studi ha diorren an OPAB

Atersadenn Visant Roue : Rener pol studi ha diorren an OPAB

12/04/2023

Visant Roue, rener pol studi ha diorren Ofis Publik Ar Brezhoneg e Bro-Naoned a zo ouzh mikro Marianne Vaidie. Gantañ e vo graet ur poent war an araokadennoù graet gant OPAB e Breizh pemp departamant. Penaos vez gouzañvet ganto an diforc'h etre Rannvro Breizh ha hini Broioù al Liger. Ar politikerezh yezh a vo lakaet war-wel ivez, peseurt binviji a vank dezho evit diorren ar brezhoneg el Liger-Atlantel ha strivoù ar c'humunioù da ziskouez muioc'h a vrezhoneg en o c'hêrioù.


Reportaj : Gouel an Nedeleg e skol Diwan Sant-Ervlan

Reportaj : Gouel an Nedeleg e skol Diwan Sant-Ervlan

12/04/2023

Ur sizhun 'zo e oa bet lidet an Nedeleg war un ton bras e skol Diwan Sant-Ervlan. Tud ar vugale a oa deuet da arvestiñ ouzh disoc'h labour o c'hrouadurioù. Mélaine a oa deuet ivez e son enroller gantañ. Kavet en deus brav an abadenn ! Setu perak en deus pedet Gireg, ar skolaer, hag e glasad a-bezh da zont betek studio Radio Naoned. Selaouomp Lena hag Elouan !


Reportaj : 20 vloaz Divyezh Naoned

Reportaj : 20 vloaz Divyezh Naoned

12/04/2023

An hentenn divyezhek e Bro-Naoned he deus lidet e 20 vloaz. Yann-bêr Quirion a oa bet o pourmen gant e vikro e-kerzh ar gouel a oa bet aozet d'ar 16 a viz Du. Eric Bainvel, skolaer e skol "Des Grand Bois" e Sant-Ervlan, Alan Faucheux a zo unan eus ar re gentañ o deus kemeret perzh er raktres ha Ronan Olivier tad ur skoliadez kozh o deus respontet da c'houlennoù Yann-bêr.


Reportaj : 5 a viz Kerzu ur vanifestadeg a-enep adreizh al leveoù

Reportaj : 5 a viz Kerzu ur vanifestadeg a-enep adreizh al leveoù

12/04/2023

Dekadoù a viliadoù a dud oa bet en em vodet d'ar 5 a viz Kerzu 2020 evit diskouez e oant a-enep adreizh al leveoù kinniget gant gouarnamant Emmanuel Macron. Tangi Gourtay zo o heulian stummadur 6 miz Skol an Emsav, deuet e oa d'ober ur sizhunvezh staj e Radio Naoned. E vikro gantañ e oa bet o rein dorn da Varianne war an dachenn. Klevet e vo amañ atersadennoù Marianne ha Tangi.


Atersadenn Pascal Henry - Bet Steward en e vuhez vicherel

Atersadenn Pascal Henry - Bet Steward en e vuhez vicherel

12/04/2023

Pascal Henry a zo bremañ war e leve padal e yaouank ar paotr c'hoazh hag ur bern traoù a vez graet gantañ evit ar yezh evel da skouer reiñ kentelioù noz gant ar gevredigezh Kentelioù an Noz. Paotr Sant Stefan Brengoloù a zo bet o labourat er c'hirri-nij, penn-logell pe stewart a vez graet deus e vicher gozh. Ouzhpenn servij an dud, ar penn-logelled a zo stummet war meur a zra ... Ar surentez, penaos ober dirak tud ankeniet gant ar c'hirri-nij pe c'hoazh penaos ober war-dro an dud klañv o spered.


Atersadenn Katell Le Joncour - Karget a gehentiñ en Ecossolies

Atersadenn Katell Le Joncour - Karget a gehentiñ en Ecossolies

12/04/2023

Katell le Joncour studierez e Master 2 war ar c'hehentiñ a zo o labourat er mare-mañ er Solilab gant ar gevredigezh Les Ecossolies war enezenn Naoned. Ar Solilab a zo ul lec'h 9000 metrad karrez anezhañ gouestlet d'ar bruderezh, d'ar c'henlabour ha da ziorren raktresoù an ekonomiezh sokial ha kengret. Katell le Joncour a lâr hiroc'h deomp.


Atersadenn Julie Laernoes - Danvez maerez e ti-kêr Naoned

Atersadenn Julie Laernoes - Danvez maerez e ti-kêr Naoned

12/04/2023

D'ar 16 a viz Here oa bet aozet gant poellgor Naoned Breizh Unvan un diviz bras. Pedet oa bet Julie Laernoes, danvez maerez e ti-kêr Naoned anezhi, da gemer perzh ha da embann he soñj war sujedoù evel an adunaniñ pe ar brezhoneg. Melaine zo bet o c'houlenn ganti penaos 'doa kavet an eskemm-mañ gant emsaverien Bro-Naoned. Eilmouezhiañ gant Liza Jakez-Vargas