Bro Naoned aterset

Radio Naoned

Liamm eilet er golver.

Atersadenn Gwenola Kerreg : Liorzan gant ar skolajidi / skolajiadezed

Atersadenn Gwenola Kerreg : Liorzan gant ar skolajidi / skolajiadezed

13/04/2023

Gwenola Kerreg 'zo kasourez e skolaj Diwan Liger-Atlantel e Sant-Ervlan. Ar bloaz-mañ he deus lañset ur raktres krouiñ ul liorzh gant ar skolajidi hag ar skolajadezed. Treiñ an douar, touzañ al leton, plañtañ gwez, hadañ legumaj pe sevel ul loch evit an amprevaned... A-bep seurt a vez graet gant ar re yaouank. Ha laouen int o teskiñ ober war-dro an natur. Marianne zo bet gant he sac'had goulennoù hag he sonenroller o kaout Gwenola. Homañ a gont pegent pouezus eo e 2020 lakaat tud yaouank da labourat er-maez ha d'ober war-dro an douar... En un doare fetis !


Atersadenn Gwenaelle Bizien : Ur c'henlabour etre bugale Diwan Naoned hag ar skipper Louis Burtton

Atersadenn Gwenaelle Bizien : Ur c'henlabour etre bugale Diwan Naoned hag ar skipper Louis Burtton

13/04/2023

Gwenaelle Bizien 'zo skolaerez e Diwan Naoned, sot gant ar bageal-dre-lienn eo ivez. Anat e oa dezhi neuze e vije bet lakaet ar gaoz war ar Vendée Globe gant bugale he c'hlasad ! Asambles gant tad ur bugel o deus darempredet gant ar Skipper Louis Burtton ha divizet krouiñ ur c'henlabour. Ar re vras hag ar re CP a c'hello neuze heuliañ ar redadeg war vor, met ivez, ober anaoudegezh gant geriaoueg ar mor, al loened dour, ar bigi... Marianne Vaidie zo bet o toullañ kaoz gant Gwenaelle Bizien. Ha klasket he deus gouzout un tamm hiroc'h war munudoù ar c'henlabour-se.


Atersadenn Ewen Raballan : Stad ar jeu gant ar Redadeg

Atersadenn Ewen Raballan : Stad ar jeu gant ar Redadeg

13/04/2023

Evel kalzig a gevredigezhioù eo bet diaes an traoù evit ar Redadeg e-kerzh ar mizioù tremenet. An enkadenn yec'hed 'deus lakaet aozerien·ezed ar Redadeg da ampellaat darvoud 2020 da 2021.Redet e vo e 2021 hag e 2022 ? Penaos en em denn an dud a youl vat gant ar skoilhoù dic'hortoz-se ? Ewen Raballan ezel e burev ar Redadeg 'neus respontet da c'houlennoù Marianne Vaidie.


Atersadenn Emmanuelle Herbet : Raktres savadurioù Amazon e Montreverzh

Atersadenn Emmanuelle Herbet : Raktres savadurioù Amazon e Montreverzh

13/04/2023

Emañ Amazon o tiorren e labour un tamm pep lec'h e Bro-Frañs. E kreisteiz Liger-Atlantel ez eus ur raktres sevel ur savadur 185 000 m² da zegemer ramz an dasparzhañ dafar. Ganet eo ur c'henstroll nevez e Montreverzh da dalañ ouzh raktres Amazon. ANINA : Amazon Ni Ici Ni Ailleur en doa galvet da vanifestiñ disadorn da 2 eur evit ma ne vo ket savet savadurioù Amazon e su Breizh. Nag e lec'h all ! Emmanuelle Herbet 'zo o chom e Montreverzh ar gumun m'emañ Amazon e soñj en em staliañ enni. Displegañ a ra ouzh mikro Melaine perak emañ a-enep ar raktres-mañ.


Atersadenn Mael : Ar soubennoù kengred

Atersadenn Mael : Ar soubennoù kengred

13/04/2023

Tud 'zo en em vodet e karter Dalby e Naoned da sevel ur c'henstroll nevez "Les Soupes Solidaires". Gwech ar sizhun e vez fardet bouet ha roet digoust d'an neb 'nije ezhomm. Evit ma vo padus an intrudu o deus ezhomm tud ar c'henstroll donezonioù boued met ivez maskloù pe testenioù dilec'hiañ. Mael zo bet o reiñ dorn er soubennoù kengred, lavarout a ra da Varianne Vaidie ar perak hag ar penaos eo bet krouet ar strollad-mañ.


Atersadenn Amandine hag Alice : Ar gevredigezh Gwelet 'vo

Atersadenn Amandine hag Alice : Ar gevredigezh Gwelet 'vo

13/04/2023

Abaoe 2018 ez eus moaien deskiñ brezhoneg dre gentelioù noz e Redon. Amandine Streff zo prezidantez ar gevredigezh hag Alice Chour-Darmes sekretourez. Respontet o deus int o-div da c'houlennoù Marianne Vaidie.


Atersadenn Olier Ar Mogn : Kenstroll brezhoneg e Roazhon

Atersadenn Olier Ar Mogn : Kenstroll brezhoneg e Roazhon

13/04/2023

Bev eo ar brezhoneg e Roazhon ha bev mat ! Ouzhpenn 10 vloaz 'zo breman e oa bet krouet ur c'henstroll da vodañ izili ar c'hevredigezhioù ar vro a ra gant ar brezhoneg. Brezhoneg e Roazhon 'noa kinniget un destenn d'an ti-kêr evit ma vo diorroet implij ar yezh er vuhez foran en dazont. Daoust d'an ti-kêr bezañ bet sinet ar garta-mañ n'eo ket bet tizhet an holl balioù c'hoazh ! Olier Ar Mogn, rener skiantel Ofis Publik Ar Brezhoneg e Roazhon, 'zo bet ouzh mikro Marianne Vaidie. Displegañ a ra deomp palioù kenstroll Brezhoneg e Roazhon, ha petra a ra diouer er veurgêr.


Atersadenn Gwenn Meynier : Discord e brezhoneg

Atersadenn Gwenn Meynier : Discord e brezhoneg

13/04/2023

Gwenn' zo anavezet mat gant selaouerien ha selaouerezed Radio Naoned evit e gronikenn Labous Web. Paotr an teknologiezhioù eo Gwenn ! Abaoe ur pennadig bremañ e implij ar rouedad Discord evit c'hoari en linenn, ha c'hoari e brezhoneg mar-plij. Estreget c'hoarioù-video brezel a vez kinniget. C'hoarioù strategiezh evel "Age Of Empire" a zo ivez. Met n'eo ket Discord un dra gouestlet d'ar "Gamers" hepken ! Div sizhun 'zo e oa bet krouet ur "Saloñs" pe ur gaozeadenn evit ar re a fell dezho eskemm e brezhoneg dre gentelioù pe Chat. Un intrudu a-feson hag a ra berzh da vare an dispell. 250 den zo bet koumanantet dija ! Gwenn 'neus respontet da c'houlennoù Marianne Vaidie dre bellgomz.


Atersadenn Gireg Ar Gevel : Un distro-skol ispisial

Atersadenn Gireg Ar Gevel : Un distro-skol ispisial

13/04/2023

Cheñch dichench e oa bet ar reolennoù an devezhioù paseet ! Koulz lavaret e oa luziet aozañ un distro-skol seder. Mouchañ frioù ar vugale gant ur maskl adalek 6 vloaz, enoriñ memor Samuel Paty... Kemend a draoù divoaz ! Gireg Ar Gevel 'neus kontet da Varianne Vaidie penaos eo bet tremenet an traoù e skol Diwan Sant-Ervlan. Hag a-benn ar fin n'eo ket bet re ziaes !


Atersadenn Tifenn Merien : Ul levr nevez embannet gant Timilenn

Atersadenn Tifenn Merien : Ul levr nevez embannet gant Timilenn

13/04/2023

Juluan hag al Louarn ! Setu anv al levr nevez deuet maez gant an embannadur Timilenn. Tifenn Merien zo prezidantez kevredigezh an ti-embann, deuet eo da gontañ da Varianne Vaidie penaos eo bet kaset da benn al labour treiñ e brezhoneg levr Joe Todd-Stanton. Ul levr evit ar vugale 'ni eo evel Sekred ar c'hazh embannet gant Timilenn e 2019 ! An ti-embann yaouank a vo gwelet e Saloñs al Levrioù e Karaez an dibenn-sizhun-mañ ! Gall a reot dont da gaozeal gant tud ar gevredigezh ha prenañ o levrioù war-eeun diganto.


Da-heul Diwezhañ