Kaozioù ha marvailhoù

Radio Naoned

Liamm eilet er golver.

Ti-Jean an dremmwel dastummet e Bro-Vartinik

Ti-Jean an dremmwel dastummet e Bro-Vartinik

13/04/2023

Ti-Jean 'zo nebeud a dra evit e vestr. Ne ra forzh, c'hoari a ra troioù dezhañ. Bourdoù hag a gaso e vestr da netra.


An Aotroù ha Yann (gant Marsel Gwilhoù, un diell dastummet gant RKB)

An Aotroù ha Yann (gant Marsel Gwilhoù, un diell dastummet gant RKB)

13/04/2023

Yann en deus ur vuoc'h. An Aotroù a lazh e vuoc'h. Ha spontus eo evit Yann ? N'eo ket, Yann 'zo un den laouen e spered. Kemer a ray plijadur o c'hoari troioù d'ar mestr, hag erfin e vo pinvidikoc'h eget ma oa a-raok bezan kollet e vuoc'h.


"Arc'hant an hini kozh" & "An hini gozh digroc'hennet"

"Arc'hant an hini kozh" & "An hini gozh digroc'hennet"

13/04/2023

Arc'hant an hini kozh Madoù an hini kozh zo bet rannet etre e vugale. Chom a ra e ti e verc'h a ra war e dro. An amzer a dro hag he merc'h aet skuizh gantañ a grog da vezañ displijus. Petra ober ? An hini gozh digroc'henet Ur vamm a vir er gêr ur verc'h divalav tre. Un deiz e tremen dirak o zi mab ar roue.


"An aourgi hag ar c'hrokodil" & "Ar c'houer, an arzh hag al louarnez"

"An aourgi hag ar c'hrokodil" & "Ar c'houer, an arzh hag al louarnez"

12/04/2023

An aourgi hag ar c'hrokodil An aourgi a blij dezhañ debriñ kranked ha meskl e genou ar stêr, e disheol ar gwezh o delioù bihan ha bras. Diwall ! Ar c'hrokodil zo skoachet tu bennak. Ar c'houer, an arzh hag al louarnez Ur c'houer zo mignon gant un arzh. Goulenn a ra digantañ hadañ boetrabez gantañ. Da vare an eost e ro da c'hopr d'an arzh ar pezh a zo a-us d' an douar hag e vir gantañ ar pezh a zo dindan an douar. Oups !


"Ar Bzou" & "An tri zilsamm"

"Ar Bzou" & "An tri zilsamm"

12/04/2023

AR BZOU Ur plac'h a gas ur vouchenn vara d'he mamm-gozh a-berzh he mamm. En ur c'hroazhent e kej gant ar Bzou. Soñj hoc'h eus ? Ha debret e vo, pe get ? AN TRI ZILSAMM Ur manati kollet tu bennak e menezioù Japan, un danvez manac'h hag ur wrac'h-kozh-ar-menez. Ha neuze, hañ, debret, pe get ?


KRISTOF rann 1

KRISTOF rann 1

12/04/2023

An dud a ra eus Kristof ur paotr diskiant. Gwell ha se ! Lezet eo da c'hoari ha da vale. Un deiz e kav ur peskig hud. Hag e vo kemmet e vuhez plijus gant ar peskig-se ? Da vonuz, un diverrañ eus avañturioù Per ar Sod a zo ur c'henderv italian kozh da Gristof.


"Dent glas" & "Ar c'haran"

"Dent glas" & "Ar c'haran"

12/04/2023

Ur plac'h a fell dezhi dimeziñ nemet gant ur paotr e zent glas. Un deiz e teu un den d'he goulenn da bried. Glas eo e zent ! Graet eo an eured hag ar priedoù nevez a ya da vevañ e ti ar paotr e zent glas e-kreiz plantadegoù korzh-sukr. Ul labourer a gav ur c'haran gloazet en ur rizeg. Ober a ra war-dro al labous gloazet. Ar c'haran ur wezh pare a nij kuit. Tri devezh pelloc'h e teu ur plac'h yaouank da skeiñ ouzh dor ar paotr...


Ar polezi ha Bran

Ar polezi ha Bran

12/04/2023

Ar boñsined a vev sioul gant o mamm en un atant tu bennak e Sina. Setu ma kouez war o mamm ur c'hazh-tigr. Hag e ouezint adkavout an torfedour ? Moarvat gant amzer ha skoazell un nebeud mignoned. Bran a c'houlenn digant mamm-gozh ur grampouezhenn. Ya a respont mamm-gozh, ha goulenn a ra digant Bran kempenn e figos... A c'houlenn da respont e vo kaset Bran pell diouzh ar bern krampouezh avat, ha danjerus e vo eviti.


Du, Ruz, Gwenn & Huñvre ar Pongo

Du, Ruz, Gwenn & Huñvre ar Pongo

12/04/2023

Div sorbienn n'int ket mel dous evit mistri ar bed-mañ. Unan a zispleg penaos eo deuet d'an denion livioù kroc'hen disheñvel ha pezh a c'hoavezhas da heul... En eil, un Indianig, ruz, a sav da lavarout d'e vestr m'edont o daou e-barzh.


"Ar yarig hag ar c'hog fichet koant o vont d'un devezh pardon" hag "An den gwirion"

"Ar yarig hag ar c'hog fichet koant o vont d'un devezh pardon" hag "An den gwirion"

12/04/2023

Netra aesoc'h eget mont gant an hent d'un devezh pardon. Nag a drubuilhoù a vo koulskoude en abeg d'un aval ruz a blij kement d'ar yarig... Perak en deus lakaet ur paour kaezh den en e benn kavout un den gwirion da baeron d'e vugel nevez ganet ? Ne vo ket aes ha kemmet e vo e vuhez...