Kaozioù ha marvailhoù

Radio Naoned

Liamm eilet er golver.

Teir sorbienn eus Bro-Japan

Teir sorbienn eus Bro-Japan

13/04/2023

Ur c'hozhiad a ra traoù kaer gant e chañs keit ma ne oar e amezeg nemet he morc'hañ. Un den paour profet dezhañ ur mortez hud a zo laeret gant e vreur. Ur glaouer a heuilh an ali roet dezhañ gant ur c'hozhiad en e huñvre.


Ar c'had hag ar vran

Ar c'had hag ar vran

13/04/2023

Diaes eo ar vuhez pa vezer ur c'had a varv gant an aon rak pep tra, rak netra. Da belec'h mont ? Dre chañs en deus Wabasso ur mignon, ar vran meur. En e gavell e oa endeo Samnoun ur chaseour a zoare. Divizet en deus mont da chaseal an tri heol a graze an douar, ha graet en deus mat.


Teir sorbienn Turk

Teir sorbienn Turk

13/04/2023

Nag ul louan iskis gant e ourouler ! Un tammig pennek ouzhpenn ! Na kalone k eo al labousig koant ! Ne gredit ket eo barrek d'ober ar pezh a lavar ? Koulskoude... Tri dervich o vale dre straedoù Istanbul war-lerc'h ul laer aet gantan arc'hant ur barver. Hag ez adkavit an arc'hant ? Dre hud marteze !


Porcarol

Porcarol

13/04/2023

Ar paotr lesanvet Porcarol zo bet ret dezhañ ober a bep seurt micherioù, ha redek dre ar bed. Troc'het eo bet e benn dezhañ zoken. Met talvezout a rae ar boan.


Yarig vihan ruz

Yarig vihan ruz

13/04/2023

Ur wezh e oa ur yarig vihan ruz...Ha piv n'en deus biskoazh klevet gerioù kentañ ar sorbienn-se ? Lavaret eo gant Valérie, hag Annie a lavaro ur sorbienn mil anavezet all hag a blij kement d'ar vugale : "roul galetezenn"... Da echuiñ e vo selaouet ouzh ur sorbienn dianav eus Bro-Iwerzhon : "Ar wastell hud". Dianav ?! Selaouit mat...


Nebeut a dra ! (Gant Armand Tosser - ur sorbienn tennet eus al levr "Ur sac'had marvailhoù" skrivet gant Yvon Krog)

Nebeut a dra ! (Gant Armand Tosser - ur sorbienn tennet eus al levr "Ur sac'had marvailhoù" skrivet gant Yvon Krog)

13/04/2023

Setu daou bried yaouank oc'h echuin da goaniañ. Tro piv eo torchañ al listri ? N'emaint ket a-du. Neuze e tivizont e vo d'an hini a gomzo ar c'hentan d'ober al labour. Nebeut a dra eo ? N'eo ket sur !


Tri istor bihan

Tri istor bihan

13/04/2023

Ur paotr 'zo desavet pell diouzh an dud gant e dad. Ar wezh kentañ ma 'z a e kêr Firenze e wel ur bagad maouezed. Nag ur souezh ! Met petra eo se ? Ur paotr a fell dezhañ mont da gaout an aeled evit bezan kelennet war Doue. Enkrezhet eo an dud a iliz. Penaos mirout outan da gas e vennozh da benn ? Chu 'zo kaset er bed all pa ne oa ket e dro. Adkaset eo d'ar gêr gant mestr ar bed all. Siwazh eo bet sebeliet e gorf. Petra ober ?


Marv bihan Liam O'Rooney

Marv bihan Liam O'Rooney

13/04/2023

Liam 'zo ur c'houer eus Bro-Iwerzhon ne glask ket pemp troad d'ar maout. Evel ma teu e teu. Neuze pa ginnig un den prenañ un donennad ed da briz uhelan marc'had Galiv ez a war-eeun d'al lec'h roet dezhañ. Aze e kej gant ur bagad paotredigoù seven ha labourant, met ar pezh a c'hoarvezo da heul 'vo iskis memes tra.


KRISTOF eil lodenn

KRISTOF eil lodenn

13/04/2023

Dibenn troioù kaer Kristof m' e weler o stourm ouzh kounnar ar roue Gralon, haG o reiñ dezhañ war un dro ur gentel a furnez, gant ur bonuz all, un diverrañ eus troioù kaer Peruonto, ur c'henderv italian all da Kristof.


"Ar verc'hodenn" & "Dañserien an noz" François-Marie Luzel

"Ar verc'hodenn" & "Dañserien an noz" François-Marie Luzel

13/04/2023

Ar verc'hodenn Iskisat poupinell. Chans 'vo ganeoc'h mar bez kinniget, hogen mar bet laeret pe brenet diganeoc'h, eo traoù fall a c'hoarvezo deoc'h. Danserien an noz A-wezhoù e kejer gant kornandoned o tansal da serr-noz. M'ho pedomp, na nac'hit ket ! Ken laouen int ouzh ho pediñ. Un dro dañs zo ur pennad plijadur a ray ac'hanoc'h un den kaeroc'h ha brokusoc'h.