Selaou Selloù

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Ar Sarpant bihan

Ar Sarpant bihan

12/04/2023

C'hwitet 'peus ul lodenn a-bouez eus an danevell skignet bemdez ? Rit ket bil, setu an destenn a-bezh ! Ar sizhun-mañ : Ar sarpant bihan gant Armel Ar Sec'h lennet deomp gant Sten Charbonneau.


Alje 57 skrivet gant Pierre Emmanuel Marais lennadenn Loik Jade

Alje 57 skrivet gant Pierre Emmanuel Marais lennadenn Loik Jade

12/04/2023

Alje 57 zo ur romant brezhonek savet gant Pierre-Emmanuel Marais, hag embannet e 2012 gant Al Liamm. Kaoz zo ennañ eus ar "Genkiz Susini" hag eus ar jahinañ a-enep da stourmerien aljerian ha da soudarded c'hall zoken. Daoust ha gouest eo an nen da zisoñjal euzhadennoù ar brezel ? Yann Lozac'h, Breizhad yaouank bet kaset da vrezeliñ, ne c'hell ket kaout an dizober eus an eñvorennoù kriz-se o krignat e spered bremañ m'eo distro d'e vro. Da goulz an avaloù, p'eo deuet ar poent d'ober sistr e teu war e spered eñvor Tara, an Aljerianez yaouank en doa anavezet e Alje, "evel ur wagenn a zic'hoanag oc'h aloubiñ e ene". Tapet e oa bet en ur pech, eñ ar soudard gall, bet jahinet e kenkiz Susini, penngarter an harzlammerien. Ul lennadenn gant Loik Jade Ur skrivagner ganet e Naoned eo Pierre-Emmanuel Marais. Ganet eo e 1968 en ur familh a orin eus Kastellbriant ha Gwenrann. Skrivet en deus levrioù, romantoù , ha danevelloù e brezhoneg hag e galleg. Danevelloù zo bet embannet gantañ e-barzh ar gelaouenn Al Liamm. Desket en deus brezhoneg e-kerzh ar c'hentelioù noz e Naoned, ha bet eo kelenner ivez diouzh an noz e-pad pemp bloaz. Krog eo da skrivañ e brezhoneg abaoe un toullad bloavezhioù hag en em varreka seul ma skriv. Kalz a blijadur a zegas se dezhañ. Disheñvel eo skrivañ e brezhoneg diouzh ar galleg, met ne oar ket perak. Marteze ez eo abalamour ma lak ar brezhoneg anezhañ da hunvreal dre ma 'z eo un tammig hud.


An hini Marv krivet gant Didrouz. Lennadenn Laetitia Fitamant

An hini Marv krivet gant Didrouz. Lennadenn Laetitia Fitamant

12/04/2023

An danevell " an hini marv" zo tennet eus an dastumad testennoù Truez va doue gant joseph abask, skrivagner, bet enoret en 1992 gant kolier an erminig. un destenn dibabet ha lennet deomp gant Laetitia fitamant un destenn man zo bet awenet gant danevell kaer Jame Joyce: "the dead" a gaver en dastumad Dubliners. Un destenn diwar benn ar garantez hag ar gwarizi Ur skrivagner brezhonek eo Jozef Abasq, ganet e Gwiproñvel e 1923. Kelenner war ar saozneg hag ar brezhoneg eo bet e Naoned. Kentelioù brezhoneg en deus bet graet e skol-veur Naoned ivez. Skrivet en deus e-barzh ar c'helaouennoù Brud, Brud Nevez hag Al Liamm dindan an anv-pluenn Didrouz peurvuiañ. Un troour diwar ar c'hembraeg (Kate Roberts, R. Gerallt Jones, Bryn Williams) hag ar saozneg eo ivez. Roet eo bet ar priz Langleiz dezhañ e 1990. Marvet eo Jozef Abasq d'an 20 a viz Kerzu 2006.


Ar guchenn Vlev gant Annie Coz. Lennadenn Loik Jade

Ar guchenn Vlev gant Annie Coz. Lennadenn Loik Jade

12/04/2023

Un danevell gant Annie Coz tennet eus an dastumad danevelloù Bili er Mor. bet priziet evel skrid gwellañ 2015 gant Fr3. Ul lennadenn gant Loik Jade Bili er mor, un dastumad danevelloù dic'hortoz, diwar-benn ar vuhez hag ar marv, ar yaouankiz hag ar gozhni, ar c'hrouiñ hag ar garantez. Tudennoù faltazi, kaset-degaset gant fromoù gwir, gwallgaset gant froudennoù o flanedenn, ha red an Istor. Kriz a-wechoù, fromus bepred, fentus alies, istorioù sederaus a ginnig annie coz en he oberenn gentañ. Brezhonegerez a-vihanik eo an aozourez, er Vro Vigoudenn eo bet ganet ha desavet, blaz ar bigoudenneg zo war he yezh.


E kreiz an Noz skrivet gant Goulc'han Kervella Lennadenn Morwena Audig

E kreiz an Noz skrivet gant Goulc'han Kervella Lennadenn Morwena Audig

12/04/2023

An danevell e kreiz an noz skrivet gant goulc'han Kervella zo lennet deomp gant Morwenna Audig. Un destenn war savpoent an dud da geñver ar bzg. hini ar re gozh, aet war ar galleg abaoe pell ha disachet bremañ gant tud yaouank sa komz en dro yezh o yaouankiz.


An amprevanoniour skrivet ha lennet deomp gant Yann Fulup Dupuy

An amprevanoniour skrivet ha lennet deomp gant Yann Fulup Dupuy

12/04/2023

Un danevell polis skrijus evit cheñch un tamm. met atav e touesk an testennoù diwar ebnn an heñvelreizhiadelezh dibabet gant Yann Fulup Dupuy. Deskiñ a rimp pegent pegus e c'hell bezañ an traoù kriz bet bevet er vugaleaj. An danevell mañ anvet an amprevanoniour zo bet embannet en dastumad ar roc'h gant an Alarc'h e 2009. Adkaat a reomp enni pluenn ampart hag ijin birvidig ar skrivagner yaouank.


Hag ar buzug o c'hwitellat skrivet gant Yann Gerven lennadenn Loik Jade

Hag ar buzug o c'hwitellat skrivet gant Yann Gerven lennadenn Loik Jade

12/04/2023

hag ar buzug o c'hwitellat zo bet skrivet gant Yann Gerven, kelenner ha skrivagner, ganet e plogastell daoulaz ha bet paket gantan ar priz Langleiz evit e romant Brestiz o vreskenn. Hag ar buzug zo bet embannet e 2005 gant Al Liamm Un destenn didabet ha lennet deomp gant loik Jade. "Burzhudoù" a c'hell c'hoarvezout pa vez staliet ur greizenn nukleel en ur vro, evel ba Brennilis lec'h vez galloudoù dreist ordinal gant ar boblañs.


ELENA skrivet ha lennet deomp gant Yann Fulup Dupuy

ELENA skrivet ha lennet deomp gant Yann Fulup Dupuy

12/04/2023

An destenn Elena zo bet embannet en dastumad ar roc'h gant an Alarc'h e 2009. Adkaat a reomp enni pluenn ampart hag ijin birvidig ar Yann Fulup Dupuy. Un destenn gouestlet d'ar re a bourchas mein d'ar vugale evit sevel ti o faltazi. Disavet eo bet an haroz e maner e familh gant ar vatezh, mamm elena. ur wezh marvet e voereb yaouank en deus eñ divizet derc'hel ar maner, ha chomet eo elena da vevañ ha da labourat en ti noblañs, dont a rae eñ endro ken alies ma c'helle, da dremen amzer gant e vatezh dous ha feal chomet dizimez daoust d'he c'hened&


An enklask skrivet ha lennet gant Yann Fulup Dupuy

An enklask skrivet ha lennet gant Yann Fulup Dupuy

12/04/2023

An destenn an enklask a ginnigan deoc'h selaou, un danevell skrivet ha lennet deomp gant Yann Fulub Dupuy. skrivagner yaouank founnus, embannet gantañ studiadennoù, danevelloù, pezhioù c'hoari ha romantoù. Klanv eo gwenole. O c'hortoz eman en ospital e vefe kavet ur galon da rein dezhañ. pezh zo e dle ar galon-se bezañ kemeret d'unan bennak a boan falc'het gant an ankou. Setu ar glanvdourien o chench kambr dezhañ. Rannañ a raio e gambr nevez gant Franseza ur vigoudenn klanvoc'h evitañ c'hoazh


Dre ar prenestr a diwar bluenn Goulc'han Kervella, lennadenn Yann Fulup Dupuy

Dre ar prenestr a diwar bluenn Goulc'han Kervella, lennadenn Yann Fulup Dupuy

12/04/2023

Dre ar prenestrn, un danevell skrivet gant goulc'han kervella hag embannet en ur bodad testennoù anvet ivez dre ar prenestr, ul levr embannet gant al liamm e 2006. Un destenn vev war an henvelreizhiadelezh, a lako yann selaouer da brederiañ war ar frankiz, an digenvez ha dreist holl war ar ragsonjoù flaerius chomet e penn tud zo diwar benn dishenvelderioù ar re all.