A romant teñvalijenn gant Mich Beyer lennet deomp gant Loik Jade ar roman teñvalijenn gant michèle Beyer, lennet deomp gant Loik Jade Mich Beyer, ganet e Treboull e 1948, a zo ur skrivagnerez danevelloù ha romantoù brezhonek. Studioù war al lennegezh he deus bet graet ha bet eo o kelenn en ur skol Diwan. Ganet eo Mich Beyer e Treboull (hiziv e Douarnenez). Desket he deus brezhoneg digant he mamm, hag he zad, eñ, a ouie galleg hag alamaneg. E bannlev Pariz eo bet skoliataet betek ar skol-veur. Goude he studioù (war al lennegezh) e oa distroet da Vreizh. Ur mab he deus, anvet Klet, bremañ arzour c'hoariva ha sinema ha soner taboulinoù ouzhpenn. Kemeret he deus perzh er gelaouenn «Bremañ». Enni he deus bet tro da skrivañ pennadoù keleier ha preder diwar-benn Bro-Euskadi. Fardet he deus ivez rekipeoù ha gerioù-kroaz. Skrivet he deus ingal a-walc'h er gelaouenn «Combat Breton». Emsaverez eo bet evit gwirioù Breizh. Bremañ e skoazell an emsaverien a-bell dre ziouer a amzer ha skuizhder. Skolaerez eo bet e Diwan a-raok mont da gelennerez war ar brezhoneg evit an dud-deuet, gant Roudour, en Uhelgoad. Bet eo bet ivez n'eus ket keit-se 'zo o kelenn ar yezh da zanvez skolaerien Diwan e Kelenn e Kemper. Troourez ha difazierez eo bremañ. Mich Beyer a blij dezhi lenn, ha dreist-holl romantoù evel re Montalban pe romantoù a Vro-Indez hag Amerika ar C'hreisteiz pe c'hoazh skrivagnerien eus holl vroioù Afrika an hanternoz hag ar Reter-nesañ. Plijout a ra dezhi dizoleiñ doareoù-bevañ ha soñjal pobloù all dre al lennegezh. Ne blij ket dezhi pa vez bac'het ar skrivañ, ar skrivagner, pa n'hell ket sevel e oberenn gant frankiz. E 2009, war al Liamm[1], e kavas kriz ar skridvarnadenn a oa bet, en niverenn a-raok, enep frankiz soñjoù he mignon, Yann-Fulub Dupuy, hag e skrivas :«Daoust ha n'eo ket eno (ar frankiz da skrivañ war a bep seurt santadurioù pe degouezhioù) ivez unan eus perzhioù priziusañ al lennegezh pa ro tro deomp da rannañ, ne lavaran ket pep tra, met darn eus perzhioù denel hag eus santadurioù tudennoù disheñvel diouzhimp war dachenn-mañ-tachenn ? (...) Din-me ez eo al lennegezh evel unan eus an hentoù a c'hell kas ac'hanomp war-zu komprenidigezh ar re all, a ra da bep unan ac'hanomp mont war-raok, a ra deomp dizoleiñ ha kompren ar mil perzh hag unan a ya d'ober Mab-Den. Ne c'hell ket bezañ ur pradig klozet mat etre girzhier uhel ma ne vefe nemet ur seurt loened o peuriñ ennañ, serret start o daoulagad war ar bed. Ar re zu gant ar re zu, ar merc'hed gant ar merc'hed, an heñvelrevidi gant o c'henseurted, savomp mogerioù uhel ha chomomp etre tud dereat! N'eo ket d'am meno rentañ servij d'al lennegezh vrezhonek a vez graet gant seurt burutelladenn. Poent eo e vefe lezet honnezh da vevañ, da greskiñ ha da vezañ major. Er XXIvet kantved emaomp, poent eo dihuniñ.» Temoù he levrioù en em gav e-kreiz ar vuhez hag he c'hevrinoù. OBERENNOU: N'eus bet embannet nemet daou eus he romantoù polis, evit ar re yaouank, ar «Pennoù Koltar» (daou istor 'zo : « Ar pennoù Koltar e Menez Are » hag « Ar pennoù Koltar war an enez »), embannet gant An Here e 1993 hag e 1991. Pellik 'zo e oa bet embannet div pe deir danevell gant Skrid. Kenlabouret he deus ivez gant an Here evit treiñ «La maison du peuple» skrivet gant Louis Guilloux. Traoù all he deus skrivet met chomet int ganti evit ar poent rak c'hoant he defe la labourat warno c'hoazh daoust dezho bezañ bet skrivet pell 'zo. Barzhonegoù he deus skrivet ivez. Loreet eo bet Mich Beyer e 2007 gant Frañs 3 evit al levr «Seizh devezh warn-ugent», e 2008 gant Priz Langleiz evit he romant "Etrezek an enez" ha nevez zo gant Unvaniezh Skrivagnerien Vreizh, Priz Per Mokaer 2010 en avani d'he levr "Kan ar Mein" embannet gant An Alarc'h.
Rann 1 eus ar roman teñvalijenn gant michèle Beyer, lennet deomp gant Loik Jade Mich Beyer, ganet e Treboull e 1948, a zo ur skrivagnerez danevelloù ha romantoù brezhonek. Studioù war al lennegezh he deus bet graet ha bet eo o kelenn en ur skol Diwan. Ganet eo Mich Beyer e Treboull (hiziv e Douarnenez). Desket he deus brezhoneg digant he mamm, hag he zad, eñ, a ouie galleg hag alamaneg. E bannlev Pariz eo bet skoliataet betek ar skol-veur. Goude he studioù (war al lennegezh) e oa distroet da Vreizh. Ur mab he deus, anvet Klet, bremañ arzour c'hoariva ha sinema ha soner taboulinoù ouzhpenn. Kemeret he deus perzh er gelaouenn «Bremañ». Enni he deus bet tro da skrivañ pennadoù keleier ha preder diwar-benn Bro-Euskadi. Fardet he deus ivez rekipeoù ha gerioù-kroaz. Skrivet he deus ingal a-walc'h er gelaouenn «Combat Breton». Emsaverez eo bet evit gwirioù Breizh. Bremañ e skoazell an emsaverien a-bell dre ziouer a amzer ha skuizhder. Skolaerez eo bet e Diwan a-raok mont da gelennerez war ar brezhoneg evit an dud-deuet, gant Roudour, en Uhelgoad. Bet eo bet ivez n'eus ket keit-se 'zo o kelenn ar yezh da zanvez skolaerien Diwan e Kelenn e Kemper. Troourez ha difazierez eo bremañ. Mich Beyer a blij dezhi lenn, ha dreist-holl romantoù evel re Montalban pe romantoù a Vro-Indez hag Amerika ar C'hreisteiz pe c'hoazh skrivagnerien eus holl vroioù Afrika an hanternoz hag ar Reter-nesañ. Plijout a ra dezhi dizoleiñ doareoù-bevañ ha soñjal pobloù all dre al lennegezh. Ne blij ket dezhi pa vez bac'het ar skrivañ, ar skrivagner, pa n'hell ket sevel e oberenn gant frankiz. E 2009, war al Liamm[1], e kavas kriz ar skridvarnadenn a oa bet, en niverenn a-raok, enep frankiz soñjoù he mignon, Yann-Fulub Dupuy, hag e skrivas :«Daoust ha n'eo ket eno (ar frankiz da skrivañ war a bep seurt santadurioù pe degouezhioù) ivez unan eus perzhioù priziusañ al lennegezh pa ro tro deomp da rannañ, ne lavaran ket pep tra, met darn eus perzhioù denel hag eus santadurioù tudennoù disheñvel diouzhimp war dachenn-mañ-tachenn ? (...) Din-me ez eo al lennegezh evel unan eus an hentoù a c'hell kas ac'hanomp war-zu komprenidigezh ar re all, a ra da bep unan ac'hanomp mont war-raok, a ra deomp dizoleiñ ha kompren ar mil perzh hag unan a ya d'ober Mab-Den. Ne c'hell ket bezañ ur pradig klozet mat etre girzhier uhel ma ne vefe nemet ur seurt loened o peuriñ ennañ, serret start o daoulagad war ar bed. Ar re zu gant ar re zu, ar merc'hed gant ar merc'hed, an heñvelrevidi gant o c'henseurted, savomp mogerioù uhel ha chomomp etre tud dereat! N'eo ket d'am meno rentañ servij d'al lennegezh vrezhonek a vez graet gant seurt burutelladenn. Poent eo e vefe lezet honnezh da vevañ, da greskiñ ha da vezañ major. Er XXIvet kantved emaomp, poent eo dihuniñ.» Temoù he levrioù en em gav e-kreiz ar vuhez hag he c'hevrinoù. OBERENNOU: N'eus bet embannet nemet daou eus he romantoù polis, evit ar re yaouank, ar «Pennoù Koltar» (daou istor 'zo : « Ar pennoù Koltar e Menez Are » hag « Ar pennoù Koltar war an enez »), embannet gant An Here e 1993 hag e 1991. Pellik 'zo e oa bet embannet div pe deir danevell gant Skrid. Kenlabouret he deus ivez gant an Here evit treiñ «La maison du peuple» skrivet gant Louis Guilloux. Traoù all he deus skrivet met chomet int ganti evit ar poent rak c'hoant he defe la labourat warno c'hoazh daoust dezho bezañ bet skrivet pell 'zo. Barzhonegoù he deus skrivet ivez. Loreet eo bet Mich Beyer e 2007 gant Frañs 3 evit al levr «Seizh devezh warn-ugent», e 2008 gant Priz Langleiz evit he romant "Etrezek an enez" ha nevez zo gant Unvaniezh Skrivagnerien Vreizh, Priz Per Mokaer 2010 en avani d'he levr "Kan ar Mein" embannet gant An Alarc'h.
teñvalijenn rann 2 Ganet eo Mich Beyer e Treboull (hiziv e Douarnenez). Desket he deus brezhoneg digant he mamm, hag he zad, eñ, a ouie galleg hag alamaneg. E bannlev Pariz eo bet skoliataet betek ar skol-veur. Goude he studioù (war al lennegezh) e oa distroet da Vreizh. Ur mab he deus, anvet Klet, bremañ arzour c'hoariva ha sinema ha soner taboulinoù ouzhpenn. Kemeret he deus perzh er gelaouenn «Bremañ». Enni he deus bet tro da skrivañ pennadoù keleier ha preder diwar-benn Bro-Euskadi. Fardet he deus ivez rekipeoù ha gerioù-kroaz. Skrivet he deus ingal a-walc'h er gelaouenn «Combat Breton». Emsaverez eo bet evit gwirioù Breizh. Bremañ e skoazell an emsaverien a-bell dre ziouer a amzer ha skuizhder. Skolaerez eo bet e Diwan a-raok mont da gelennerez war ar brezhoneg evit an dud-deuet, gant Roudour, en Uhelgoad. Bet eo bet ivez n'eus ket keit-se 'zo o kelenn ar yezh da zanvez skolaerien Diwan e Kelenn e Kemper. Troourez ha difazierez eo bremañ.
Teñvalijenn: rann 3 Ganet eo Mich Beyer e Treboull (hiziv e Douarnenez). Desket he deus brezhoneg digant he mamm, hag he zad, eñ, a ouie galleg hag alamaneg. E bannlev Pariz eo bet skoliataet betek ar skol-veur. Goude he studioù (war al lennegezh) e oa distroet da Vreizh. Ur mab he deus, anvet Klet, bremañ arzour c'hoariva ha sinema ha soner taboulinoù ouzhpenn. Kemeret he deus perzh er gelaouenn «Bremañ». Enni he deus bet tro da skrivañ pennadoù keleier ha preder diwar-benn Bro-Euskadi. Fardet he deus ivez rekipeoù ha gerioù-kroaz. Skrivet he deus ingal a-walc'h er gelaouenn «Combat Breton». Emsaverez eo bet evit gwirioù Breizh. Bremañ e skoazell an emsaverien a-bell dre ziouer a amzer ha skuizhder. Skolaerez eo bet e Diwan a-raok mont da gelennerez war ar brezhoneg evit an dud-deuet, gant Roudour, en Uhelgoad. Bet eo bet ivez n'eus ket keit-se 'zo o kelenn ar yezh da zanvez skolaerien Diwan e Kelenn e Kemper. Troourez ha difazierez eo bremañ.
An destenn Skol Louarn Veig Trebern a diwar ijin Youenn Drezen Lennet deomp gant Youenn Gloaguen. Troioù kaer ur paotrig eus bro Vigouden e penn kentañ an ugentvet kantvet, a gav gwelloc'h mont da redek er parkeier e lec'h pourmen en e levrioù skol.