Pennad Kaoz

Brezhoweb

Liamm eilet er golver.

Mona Braz (Drouizez) - Pennad Kaoz

Mona Braz (Drouizez) - Pennad Kaoz

23/05/2024

(Br) Petra 'dalv bezañ drouizez hiziv an deiz ? Daoust hag an drouizelezh 'zo ur relijion ? Ouzh petra ‘vez kredet ha peseurt kentelioù hon eus da dennañ eus preder an drouizelezh ? Kemeret he deus Mona Bras perzh ‘ba buhez politikel Breizh met drouizez eo ivez. Ha setu petra a gont ba he levr “Les secrets d’une druidesse”, embannet gant Robert Laffont. Respont a ra da vikro Lionel Buannic ‘ba ‘n abadenn Pennad Kaoz evit lakaat ac’hanomp da gompren gwell spered an drouized.(Fr) Que signifie être une druidesse aujourd'hui ? Est-ce que le druidisme est une religion ? Quels en sont les croyances et quels enseignements pouvons-nous en retirer ? Mona Braz a participé activement à la vie politique bretonne, mais elle est aussi druidesse. C'est le sujet de son livre, "Les secrets d'une druidesse", paru aux éditions Robert Laffont. Elle nous aide à mieux comprendre l'esprit du druidisme dans cet épisode de Pennad Kaoz.

Alan Stivell - Pennad Kaoz

Alan Stivell - Pennad Kaoz

23/04/2024

(Br) Alan Stivell : N’eus ket bet arzour eveltañ a-raok hag emichañs ne vo ket war e lec’h. Krog en deus da soniñ dirak an dud da zek vloaz gant un Delenn Geltiek savet adarre gant e dad. A-c’houde e yaouankiz pellañ en deus bet ar c’hoant d’ober ul liamm etre ar muzik keltiek hag ar Rock ’n roll. Deuet eo a-benn e 1972 gant ar bladenn The Wind Of Keltia unan eus ar pladennoù muiañ gwerzhet d’an amzer-se, war-un-dro gant un den bennak anvet… Hallyday.Alan Stivell a gont e vuhez hag e istor dibar da Lionel Buannic evit an abadenn Pennad Kaoz.(Fr) Alan Stivell : il n’y a pas eu et il n’y aura sans doute pas d’autres artistes comme lui.Il a commencé à jouer devant un public à 10 ans avec une Harpe Celtique imaginée et construite par son père. Depuis sa plus tendre enfance, Alan a le désir d’être celui qui fera le lien entre la musique celtique et le Rock ’n roll. Il y parvient d’une main de maître en 1972 avec l’album The Wind Of Keltia, la meilleure vente de l’époque, au même titre que les disques d’un certain Hallyday.Alan Stivell nous raconte sa vie et son histoire sans égale au micro de Lionel Buannic pour l’émission Pennad Kaoz.

Magali Baron (Bevañ e Bro-Israel) - Pennad Kaoz

Magali Baron (Bevañ e Bro-Israel) - Pennad Kaoz

12/03/2024

(Br) Penaos e oa an aergelc’h e Bro-Israel a-raok ar brezel ? Penaos e veze bevet etre yuzevion, muzulmaned ha kristenion war ar pemdez ? Bevet he deus Magali Baron e Nazared hag e-tal Jeruzalem e-pad daou vloaz. Kontañ a ra da vikro Lionel Buannic, hec'h istor, ar vuhez etre an dud hag an darempred etre an holl gumuniezhioù er vro-se.(Fr) Comment était l'atmosphère en Israël avant la guerre ? Quelles étaient les relations entre la communauté juive, musulmane et chrétienne ? Magalie Baron a vécu à Nazareth et près de Jérusalem pendant deux ans. Au micro de Lionel Buannic pour l'émission Pennad Kaoz, elle raconte son histoire, sa vie là-bas et les liens entre les gens et les communautés dans ce pays qui nous semble parfois si complexe.

Gwenole Larvol (Treuzkas ar yezh) - Pennad Kaoz

Gwenole Larvol (Treuzkas ar yezh) - Pennad Kaoz

07/02/2024

(Br) Penaos kas ar brezhoneg er skolioù divyezhek ? Daoust ha rediañ ar vugale d'ober gant ar yezh 'zo efedus ? Penaos stummañ gwell ar gelennourien e brezhoneg ha peseurt plas evit un identelezh liammet gant ar yezh ? Gwenole Larvol 'zo bet mestr skol e-pad pemzek vloaz er skolioù divyezhek ha n'eus pell 'zo, en deus savet un dezenn war "Penaos treuzkas ar yezh er skolioù divyezhek evit ma vefe implijet e-maez ar skolioù". Respont a ra da vikro Lionel Buannic evit an abadenn Pennad Kaoz.(Fr) Comment réussir à intégrer la langue bretonne dans les écoles bilingues ? Est-ce efficace d'imposer le breton dans les classes ou dans la cour de récréation ? Comment mieux former le corps enseignant en breton et quelle place pour une identité linguistique bretonne à l'école ? Gwenole Larvol a été professeur des écoles en bilingue pendant quinze ans avant de travailler sur sa thèse « Sinon ça restera la langue de l’école… « Favoriser l’appropriation sociolinguistique du breton dans les filières bilingues de l’école élémentaire. »

Jaime Da Silva (Bro-Venezuela) - Pennad Kaoz

Jaime Da Silva (Bro-Venezuela) - Pennad Kaoz

20/11/2023

(Br) Jaime Da Silva 'zo bet etre Bro-Venezuela ha Breizh a-viskoazh. Daou ved dishañval-krenn an eil diouzh egile. Ha penaos 'mañ kont gant Amerika ar Su hiziv an deiz ? Penaos emañ deuit ur vro ken pinvidik evel Bro-Venezuela, da vezañ ken paour ? Penaos beviñ en ur vro e lec'h ma vez dañjerus mont er-maez gant ur riskl bezañ lazhet pe laeret ? Evit kompren ar vuhez-se eo ret kompren istor broioù Amerika ar Su. Setu 'pezh a gont deomp Jaime Da Silva en atersadenn don-se kaset da benn gant Lionel Buannic.(Fr) Depuis toujours, Jaime Da Silva est partagé entre la Bretagne et le Venezuela. Deux mondes très différents. Mais quelle est la situation économique et politique en Amérique du Sud aujourd'hui ? Comment un pays riche comme le Venezuela, est devenu si pauvre ? Comment vivre dans un pays où l'on risque de se faire voler, ou pire, de se faire tuer, lorsque l'on va simplement dans la rue ? Quels sont les résultats de la politique menée par Hugo Chavez et son successeur ? C'est que nous raconte Jaime Da Silva au micro de Lionel Buannic dans ce long entretien.

Stefan Moal (Stad ar yezhoù keltiek) - Pennad Kaoz

Stefan Moal (Stad ar yezhoù keltiek) - Pennad Kaoz

06/09/2023

(Br) Diaes eo an traoù hiziv an deiz gant ar brezhoneg, met gant ar yezhoù keltiek all ? Penaos emañ an traoù gant an iwerzhoneg, hag he deus ur statud ken-ofisiel ? Komzet 'vez c'hoazh kembraeg 'ba 'r maezioù ? Hag e bro-Skos gant ar gouezeleg, beuzet etre ar saozneg hag ar skoseg ? Stefan Moal, mestr-prezeger yezh ha sevenadur Breizh e skol-veur Roazhon 2 a lak ar gaoz war stad ar yezhoù Keltiek, petra hon eus da zeskiñ eus politik ar yezhoù 'ba 'r broioù-se hag e sell war an dazont.(Fr) La situation de la langue bretonne n'est pas des plus simples aujourd'hui, mais qu'en est-il des autres langues celtiques ? Comment se porte l'irlandais avec son statut de langue coofficielle ? Le gallois est-il encore parlé en dehors des grandes villes ? Et le gaélique écossais, coincé entre l'anglais et le scot ? Stefan Moal, maître de conférence langue et culture bretonne à l'université de Rennes 2, nous explique comment se portent les différentes langues celtiques et quelles conséquences ont pu avoir les différentes politiques menées pour chacune d'entre elles.

Anna-Vari Treger ( Ar GIEC hag an hin) - Pennad Kaoz

Anna-Vari Treger ( Ar GIEC hag an hin) - Pennad Kaoz

19/06/2023

(Br) Anna-Vari Treger 'zo, etre traoù all, renerez enklaskoù er CNRS arbenniget war ar redoù-mor ha labouret he deus evit ar GIEC. Klask a ra kompren gwelloc'h cheñchamant an hin hag al liamm etre ar CO2 en aer hag ar cheñchamantoù er mor. Lakaat a ra ar gaoz war al labour graet evit ar GIEC, ar pezh a c'hoarvez er mor a gaoz d'ar cheñchamant hin. Penaos 'vo an dazont ha petra 'zo posubl d'ober c'hoazh evit cheñch hent a-raok e vefe re ziwezhat.(Fr) Anne-Marie Treguier est, entre autres choses, directrice de recherche au CNRS, spécialisée dans les courant-marins. Elle a participé au GIEC, le Groupe d’experts intergouvernemental sur l’évolution du climat, afin de mieux comprendre le changement climatique, et le lien entre l'émission de CO2 et les changements dans les océans. Elle nous parle de son travail effectué au sein du GIEC, ce qu'il se passe concrètement dans les océans, comment sera l'avenir si nous n'agissons pas et que peut-on faire aujourd'hui pour changer de trajectoire avant qu'il ne soit trop tard.

Seongwoo Kang (Korea) - Pennad Kaoz

Seongwoo Kang (Korea) - Pennad Kaoz

19/04/2023

(Br) Seongwoo Kang, ganet e Korea 'zo arruet e Breizh un nebeud bloavezhioù 'zo. Respont a ra da c’houlennoù Lionel a-zivout ar vuhez 'ba 'vro ar mintinvezh sioul, ar gwask 'ba 'r skol evit bezañ an hini kentañ, ar gudenn demografiezh, plas Korea 'ba 'r bed hiziv an deiz pe c'hoazh an darempredoù gant broioù arall Azia... Un atersadenn don ha fonnus evit klask kompren ur vro pell deomp-ni !(Fr) Seongwoo Kang, est arrivé en Bretagne il y a quelques années. Dans ce long entretien, il revient sur la vie dans le pays du matin calme, la pression mis sur les enfants à l'école, le problème démographique, la place de la Corée dans l'économie mondiale ou encore les échanges avec ses voisins d'Asie... Un entretien qui nous permet de mieux comprendre ce pays que l'on connait finalement si peu !

Da-heul Diwezhañ