Festivalioù Breizh

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Yaouank#23

Yaouank#23

20/11/2023

Un eurvezh abadenn war eeun eus Yaouank gant:
- Kemo Veillon, rener arzel Skeudenn
- Ronan Pellen 'vit Hamon Martin Quintet
- Rozenn Talec
- Alex Kervadec 'vit bagad Gwened Melinerion
hag ur mikro-riblenn hag ur blind test
Un abadenn kinniget gant Enora Molac 'vit radio bro Gwened, Anton Burel 'vit radio Breizh, Raphaël Thouroude ha Morgane Cotten 'vit radio Naoned
Tnagi Poisson ouzh an teknik


Kit d'Ar Fil, Fil D'ar gêr, Brewen Favrau ha Veronique Bourjot

Kit d'Ar Fil, Fil D'ar gêr, Brewen Favrau ha Veronique Bourjot

04/09/2023

Brewen Favrau ha Véronique Bourjot a gaoja diàr-benn an Iwerzhoniz divroet e Breizh doc'h mikro Maxime Crahé


Gouel ar filmoù e Douarnenez 3/3

Gouel ar filmoù e Douarnenez 3/3

24/08/2023

Tem ar bloaz : Pobloù kentañ Norzhamerika
gant
Morgane Lincy Fercot, sevenourez ar film Madame Lulu
Joséphine Bacon, barzhez innu
Steve Hewitt, yezhonour
Alexis Belbeoc'h, e levraoueg ar festival
Kronikennoù
Le chemin de la guérison
Daou-spered ha LGDTE+
Tonioù
Elisapie – Uummati Attanarsimat
Animañ : Laetitia Fitamant, Metig Jakez-Vargas, Yuna Cojean, Morgane Bramoullé
Mersi bras da Liza Jakez-Vargas evit troidigezh brezhonek ar pennad-kaoz gant Joséphine Bacon !
Skeudenn gant Benoit Rochon


 Gouel ar Filmoù e Douarnenez 2023 2/3

Gouel ar Filmoù e Douarnenez 2023 2/3

24/08/2023

Tem ar bloaz : Pobloù kentañ Norzhamerika
gant
Mona Caroff, aktourez er film Div
Emmanuel Roy, sevener ar film Div
Elen Rubin, renerez Daoulagad Breizh
Youenn ha Denise Jardin o deus kemeret perzh e krouiñ ar festival
Simon, a-youl-vat er festival
Kronikennoù
Owamni, predti gwellañ ar Stadoù Unanet
Tonioù
Elisapie – Arnaq
Jeremy Dutcher - Nipuwoltin
Animañ : Laetitia Fitamant, Metig Jakez-Vargas, Yuna Cojean, Morgane Bramoullé


Gouel ar Filmoù e Douarnenez 2023 1/3

Gouel ar Filmoù e Douarnenez 2023 1/3

22/08/2023

Tem ar bloaz : Pobloù kentañ Norzhamerika
gant
Gilvig Le Cam, sevener ar film Alwenna
Gweltaz ar Fur, soner ha beajer e Kanada
Kronikennoù
An adperc'hennañ sevenadurel
Alanis Obomsawin
Tonioù
Buffy Sainte Marine & Tanya Tagaq – You got to run
Samian - Anishinabe
Animañ : Laetitia Fitamant, Metig Jakez-Vargas, Morgane Bramoullé


Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr ! - Festival etrekeltiek an Oriant #5

Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr ! - Festival etrekeltiek an Oriant #5

22/08/2023

Ni zo arru en abadenn Kit d’er Fil, Fil d’Er Gêr zevehañ !
Just e-tal hor studio 'oa stal krampouezh Diwan. Hag aze 'oa o labourat a-youl vat Sébastien Le Guen. Geneomp ema hiriv !
Program an abadenn :
- Deskiñ gerioù a vro Skos get Enora Molac · 1:21
- Atersadenn Sébastien Le Guen · 4:38
- Hélène Bonniec, Brezhoneg er Fil, ur gronikenn savet get Maelys Poublan · 13:17
- Atersadenn Sébastien lodenn 2 · 17:17
- Breizh, Kelt ! Serj Bozegget Enora Molac · 20:00
- Sonerezh breton, sonerezh keltiek ? Erik Marchand get Caroline Trouillet · 23:00
En-dro d'an daol ema Caroline Trouillet, Yuna Cojean, Jeanne Chevrel ha Thibaut Lécroart o filmañ an abadenn hag a c'hellit sellet àr hor chadenn youtube ! https://youtu.be/9RcNaxopWkw


 Festival etrekeltiek an Oriant - Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr #4

Festival etrekeltiek an Oriant - Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr #4

11/08/2023

Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr ! Ho abadenn àr-euun e-kreiz festival etrekeltiel an Oriant !
Selaouit an abadenn àr ho pemp radio e brezhoneg !
E program ho abadenn d'ar yaou 10 a viz Eost :
- Sterenn Toscerha Morgane Grégory, sonerezed er strollad Dixit, oe genamp àr-eeun ! Aterset eo bet get Maxime Crahé.
-Un enezenn a zo, etre bro Iwerzhon ha bro Skos, anvet eo Manav. Hag ar yezh a zo ar manaveg. Bet oe bet Enora da welet e-dan teltenn an anezenn aman b'An Oriant àr plasenn ar broioù kelt evit deskin hirroc'h.
- Yuna Kojan 'deus graet ur reportaj diàr-benn deiz ha bleiz sonerien.
- Ur gronikenn oe savet get Anton Burel diàr-benn stad politikel Iwerzhon an Hanternoz.
- Breizh, Kelt ! Setu prezegenn ar FIL oe savet digwener. Petra eo ar sevennadur kelt e Breizh ? Un heuliadenn savet get Enora Molac.
Musik : C'est entre vous les jeunes filles, Dixit.
An abadenn oe kinniget deoc'h get Caroline Trouillet.
Tro d'an daol 'oe Sterenn Toscer, Morgane Grégoy, Yuna Kojan, Anton Burel, Maxime Crahé.


Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr ! - Festival etrekeltiek an Oriant #3

Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr ! - Festival etrekeltiek an Oriant #3

10/08/2023

Hiriv ewit Kit d'ar Fil, fil d'ar gêr eh omp àr plasen Jules Ferry get Jeanne Chevrel, Yuna Cojean, Enora Molac, ha Thibaut Lécroart o filmañ an abadenn. (C'hwi c'hella mont àr chadenn youtube Radio Bro Gwened ewit he gwelet !). Hag Anna Mouradova oa kouviet d'hor mikroioù !
- E penn-komañs eh amp da zeskiñ gerioù e kembraeg get Enora Molac.
- Brewen Favrau ha Véronique Bourjot a gaoja diàr-benn an Iwerzhoniz divroet e Breizh doc'h mikro Maxime Crahé,
- Ni ouiay muioc'h diàr-benn Anna Mouradova get Yuna Cojean,
- Michel Lever ha gaoja deomp ag an dour mat da evañ àr ar festival doc'h mikro Maelys Poublan,
- Deskiñ dañsal mod bro Iwerzhon gant Erwan en deus kemeret perzh en un atalier « Set dancing » e liorzh al luderion. Ur pennad kaoz savet get Maëlys Poublanc,
- Hag en achumant e vo kronikenn Kelt Enora Molac.
Sonerezh : Altan - The Swilly Reel


Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr ! - Festival etrekeltiek an Oriant #2

Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr ! - Festival etrekeltiek an Oriant #2

09/08/2023

Setu ho eil abadenn ag ar suhun , Kit d'ar Fil, fil d'ar gêr ! Kinnig a ramp deoc'h abadennoù àr-eeun e-kreiz festival etrekeltiek an Oriant !
E programm ho abadenn ag ar Meurzh :
- Deskiñ gerioù en ur yezh kelt, setu ur c'hoari a zo kinniget get Enora Molac.
- Deskiñ dañsal mod bro Iwerzhon gant Erwan en deus kemeret perzh en un atalier « Set dancing » e liorzh al luderion. Ur pennad kaoz savet get Maëlys Poublanc.
- Ur pennadig-kaoz get Erwan a glaska ur lojeiz e Bro an Oriant. Doc'h mikro Jeanne Chevrel 'oe.
- Ho heuliadenn "Breizh = Kelt" get Enora Molac.

Genamp 'oe Gael Briand, dilenad an UDB, kuzulier kêr e tu enep e Ti-kêr an Oriant, kuzulier e Ranvro Breizh. Respontet en deus da c'houlennoù Morgane Cotten diàr-benn enkadenn ar lojeiz e Bro an Oriant.

Sonerezh : ALGAIRE & AHEZ - Llume
An abadenn oe kinniget deoc'h get Enora Molac.
Tro d'an daol 'oe Gael Briand, Maëlys Poublanc, Morgane Cotten ha Yuna Kojan evit an teknik.


Festival etrekeltiek an Oriant - Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr #1

Festival etrekeltiek an Oriant - Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr #1

08/08/2023

Kit d'ar Fil, Fil d'ar gêr ! Ho abadenn àr-euun e-kreiz festival etrekeltiel an Oriant !
Selaouit an abadenn àr ho pemp radio e brezhoneg !

E program ho abadenn d'ar lun 07 a viz Eost :
- Jean-Michel Veillon, sonour, oe genamp àr-eeun ! Aterset eo bet get Caroline Trouillet.
- Iwerzhoneg zo ur yezh ofisiel ba Iwerzhon. Neoazh, daoustoc'h vez kaojet bamdé get kement a dud zo b'ar vro, ha petra eo kalite an iwerzhoneg ? Eamon O Ciosan a vro iwerzhon, zo reskont da Maxime-Morvan Crahé.
- Faot a ra deoc'h deskiñ gêrioù nevez ? Enora Molac a ginniga deoc'h pleustriñ h deskiñ geriaoueg ar broioeù keltiek !
- Ur gronikenn oe savet get Morgane Cotten diàr-benn Sinead O'Connor, ar ganourez oe aet da anaon d'ar 26 a viz Gouere.
- Breizh, Kelt ! Setu prezegenn ar FIL oe savet digwener. Petra eo ar sevennadur kelt e Breizh ? Un heuliadenn savet get Enora Molac.

Referañsoù an ton savet get Jean-Michel Veillon e fin an abadenn : An droighnean donn, Tenga Binn hag an tonaoet get John Twin MC Namara

An abadenn oe kinniget deoc'h get Yuna Kojan.
Tro d'an daol 'oe Jean-Michel Veillon, Morganne Cotenn, Maëlys Poublanc, Caroline Trouillet, Enora Molac ha Jeann Chevrel evit an teknik.