20vet koulzad Festival Penn-ar-Bed eo ar bloaz-mañ ! Ur c'houlzad un tammig ispisial eo neuze, gant teir gartenn wenn roet da dri strollad, unan evit pep devezh festival. Ibrahim Maalouf da wener, Robin Foster da sadorn, hag ar strollad La Rue Kétanou da sul. Ar pemp radio e brezhoneg a zo war ar plas, gant Marianne Vaidie deus Radio Naoned, Neven Penneg deus Arvorig FM, hag Tunvezh Gwlagen-Grandjean deus Radio Kerne. En abadenn-mañ e vo da vezañ kavet a bep seurt tud evit deoc'h selaouerezien ha selaouered gellet klevet un tammig deus ar Gouel vrav-mañ dalc'het e ragenez Kraozon. Arzourien, tud a-youl-vat, hag arvesterien eo bet ar skipailhad da gavout. Madelyn Ann, kanourez e brezhoneg pedet war bladenn ziwezhañ Robin Foster ; Elisapie, kanourez pop-rock Inuit a vro gKanada ; Mikro-riblennoù ar festival, gant ur bern brezhonegerien ; Tud a-youl-vad : Dorothé ar Saout, oc'h ober al liamm etre kazetennerien hag arzourien, ha Kristian ar Rouz, o werziñ frouezh evit ar stal Le Saint.
skipailh Radio Kerne war eeun eus kalon festival Douarnenez. Un 40 bloavezh gouestlet d'an harzoù. Hiziv e klevimp Gwenole Larvol hag ana vari Chapalan war ar c'hontradoù sikouret lakaet en arvar gant ar gouarnamant, Saif said Hussain ur paotr Yezhidi eus kurdistan divroet en Alamagn Aziliz Bourgez war senario he film tennet eus an danevell Rebetiko Cécile Jacque a gemero perzh en tabut war ar feministelezh bouzar hag hini ar breizhadezed Mich Beyer hag he deus heuliet ar festival abaoe 40 vloaz, hep c'hwitout bloavezh ebet.
Staliet eo radio kerne e Gouel sinema Douarnenez a hed ar sizhunvezh. En abadenn e klevimp: Norma Iglesias un enklaskourez a studi abaoe 40 vloaz an harz etre Mejxico hag ar stadoù unanet. Eskemm a rimp war bed al lesbianezed, un lodenn eus an emsav LGBTQI Aziliz Bourgez war senario he film tennet eus an danevell Rebetiko Daniel Kernalegenn war e envorennoù a paotr an taxi evit steredennoù ar gouel