Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Savaret gant klikoù ?

Savaret gant klikoù ?

12/04/2023

Alies e vez spontet an dañvez brezhonegerien gant ar c'hemmadurioù. Surwalc'h n'o deus ket klevet kont eus ar yezhoù koïsanek. Ne vez ket kemmadur ebet ganto, nann, med kavet 'vez ... klikoù !


Ar Vikinged, merc'hetaerien ar mor ?

Ar Vikinged, merc'hetaerien ar mor ?

12/04/2023

Ar Vikinged a yae war vor abalamour da beilhat ar c'hêrioù ha da golonisañ douaroù nevez. Kalz abegoù all a zo d'o beajoù. Ha nevez 'zo zo bet kavet un abeg drol a-walc'h : ar merc'hed !


Ar Samaritaned

Ar Samaritaned

12/04/2023

E galleg koulz e brezhoneg 'vez klevet anv eus « ar Samaritan Mat ». E-barzh Aviel Lukas 'vez kavet an dra-mañ. Ar Samarinated a zo ouzhpenn ur goñchenn koulskoude. Ur bobl eo da gentañ tout. Hag o relijion a vefe an hini vihanañ er bed.


Ar Batagoned

Ar Batagoned

12/04/2023

Patagonia a zo ur vro e kreisteiz Chile hag Arc'hentina. Betek an XVIIIvet e soñje d'an Europaniz e veze kavet mell tud bras eno, tud ramz zoken : ar Batagoned. Lod o deus lâret memes 'veze ar re-mañ ken bras ha daou zen. Hiziv an deiz 'oar ar skiantourien eus pelec'h 'teu ar goñchenn-mañ koulskoude.


Relijionoù koshañ ar bed

Relijionoù koshañ ar bed

12/04/2023

Pobloù ha relijionoù a zo an eil re gant ar re all evit ar wech tout. Ouzhpenn dek mil relijion a vefe er bed ! Den ne oar koulskoude pevare eo arruet ar c'hredennoù kentañ e penn hon tadoù-kuñv. An hini goshañ a vefe relijion aborijened Aostralia, bet deuet war wel hanterkant kantved 'zo matrehe.


Ar yezhoù digenvez

Ar yezhoù digenvez

12/04/2023

Al lodenn vrasañ eus ar yezhoù a c'heller eren an eil re ouzh ar re all. Peurvuaiñ 'vez moaien da renkañ anezho en ur familh-yezh bennak : ar yezhoù indo-europeanek, ar yezhoù semitek, ar yezhoù ouralek ... Koulskoude e vez kavet serten re hag a zo o-unan. Eus ar re-mañ e vez graet "yezhoù digenvez".


Orin ar Vigouterien

Orin ar Vigouterien

12/04/2023

Daoulagad moan, marchodennoù uhel, dilhajoù disheñvel . Ar Vigouterien ne oant ket Bretoned evel ar re all hervez skiantourien 'zo e fin an XIXvet. Ar re-mañ a soñje dezho e vije deuet tadoù-kozh ar Vigouterien eus Azia zoken ! Pêr-Jakez Helias a vefe eus familh Gengis Khan neuze ?


An oubikeg

An oubikeg

12/04/2023

An oubikeg a veze savaret war bord ar Mor Du betek ar bloavezhioù 1970. Tevfik Esenç a oa an oubiger diwezhañ ha marv eo-eñ e 1992. Kalz yezhourien o deus studiet ar langach-mañ koulskoude, evel Georges Dumézil ha Georges Charachidzé e Bro-Frañs. Ha gwall luziet e oa an oubikeg ! 83 kensonenn a vez kontet !


Petra eo ur bobl ?

Petra eo ur bobl ?

12/04/2023

Petra eo ur bobl ? Diaes eo respont. Ster ar ger-mañ a cheñch kalz hervez ar broioù, an dud hag ar mareoù. « Pobl » a zeu eus « populus » e latin. Met hag-eñ e veze implijet ar ger-mañ evel bremañ ? Ha perak e vez kavet komzoù all evel « ethnie » pe « nation » e galleg ?


Yezhoù en amzer da zont

Yezhoù en amzer da zont

12/04/2023

Peseurt langachoù a vo savaret a-benn kant vloaz ? 6000 yezh a vez kontet bremañ an deiz. Pet anezho a chomo bev ? Pet anezho a zo o vervel ?


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ