Ouzhpenn ar Vretoned a zo

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Ar Fuejianed

Ar Fuejianed

13/04/2023

Fall ar jeu evit an Amerindianed pell 'zo, met bez zo broioù 'zo lec'h emañ gwasoc'h c'hoazh, evel e Douar an Tan. Drailhet eo bet ar pobloù kozh a veve eno gant ar re wenn e penn-kentañ ar bloavezhioù 1900 hag en deiz-hiziv ne chom nemet un nebeut a dud hag a oar langaj o zud-kozh. Gwechall 'veze sellet deus ar pobloù-se e-giz sovached, ha lod a zo bet deportet d'an Europ memes, da ziskouezh anezho e zooioù Paris ha Berlin.


An araneg

An araneg

13/04/2023

Ouzhpenn katalaneg ha spagnoleg a vez safaret er C'hatalogn : araneg a c'haller klevet c'hoazh er Val d'Aran, e kreiz ar menezioù. Ha n'eo ket katalaneg na spagnoleg ! Heñvel a-walc'h eo deus ar gaskoneg !


Deus pelec'h teu ar gomz "arab" ?

Deus pelec'h teu ar gomz "arab" ?

13/04/2023

"Arab", "an Arabed" a vez lâret e brezhoneg, hag ar gomzoù-mañ zo bet savet diwar al latin. "Arabus" a veze graet e latin deus ar pobloù arab. Hag an dra-se c'hoazh zo deuet deus ar gresianeg kozh, "araps". Met petra sinifie an dra-se da gentañ tout ? Sur-tre eo ur gomz kozh-Noe peogwir eo bet kavet war-c'horre ur maen bet kizellet evit ar roue Salmanazar III, 800 bloavezh a-raok Jesus !


Ar monegaskeg

Ar monegaskeg

13/04/2023

Galleg, italianeg, saozneg hag alamaneg a vez safaret ar muiañ e Monako. Ha n'eo ket tout, ouzhpenn kant tregont langaj all a c'haller klevet c'hoazh du-hont, ken stank eo an estrañjourien a zo deuet da Vonako da chom ! Met yezh ar vro a zo bev atav ivez, n'eo ket achu gant ar monegaskeg !


Pet Amerindian a oa en Amerik a-raok 1492 ?

Pet Amerindian a oa en Amerik a-raok 1492 ?

13/04/2023

Pet Amerindian a oa en Amerik pa oa en em gavet Christophe Colomb war San Salvador e 1492 ? Stert eo goût an dra-se. An Amerindianed ne oant ket boaz da gontañ an dud, ha kalz pobloù n'int ket bet studiet morse. Penaos ober ?


La Petite Gavacherie

La Petite Gavacherie

13/04/2023

Departamant ar Gironde a ra parti deus an Okitania : okitaneg a vez safaret du-hont evit ar wech. Met ur yezh all a veze klevet c'hoazh ugent vloaz 'zo e-barzh un takadig tro da vMontségur, e-barzh ur vro a vez lâret "Petite Gavacherie" deusouti e galleg.


An inizi Kanari

An inizi Kanari

13/04/2023

Alies a-walc'h 'vez lâret 'oa bet kavet an inizi Kanari er bloavezh 1312, gant ar martolod italian Lancelotto Malocello. Droll a-walc'h eo an dra-se 'vat ! Peogwir 'oa tud a oa o chom war an inizi-se pell 'oa dija ! "Gwañched" a veze graet deus an dud-se.


Oaziz Tabelbala

Oaziz Tabelbala

13/04/2023

Oaziz Tabelbala a zo un toull kollet e kreiz an desert, en Aljeri. Arabed ha Touareged a zo 'veviñ asambles du-hont, met kavet 'vez c'hoazh tud all : tud du hag a oa deuet o zadoù-kozh deus kreiz an Afrik. Met n'int ket deuet o-unan, digaset int bet gant tud all e-giz sklaverien.


Ar runoù magiarek

Ar runoù magiarek

13/04/2023

Gant lizherennoù latin 'vez skrivet ar magiareg, an hungreg, bremañ zo pell 'zo. Met gwechall-gozh 'veze implijet runoù ! Hag ar sistem-skritur-se a zo bet bev e-pad pell, betek ar bloavezhioù 1850. Ha bremañ c'hoazh 'c'haller gwelet runoù un tammig partout war-c'horre ar panoioù en Trañsilvani.


An dalmateg

An dalmateg

13/04/2023

E-pad pell 'oa bet safaret dalmateg er Balkanioù, dreist-holl er perzhier bras. Ne oa ket ur yezh slavek, ur langaj latin a oa ! Aet eo da netra er bloavezh 1898, pa oa marv Tuone Udaina, an hini diwezhañ a ouie dalmateg.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ