Tout ar Vikinged a zo tud kalet, melen o blev, glas o daoulagad ha "pur" o gwad. An dra-se vez klevet alies gant nasionalisted 'zo pe supremasisted wenn d'en em anveout deus ar re all. Met an dra-se n'eo ket gwir ! Ur studiadenn vras zo bet embannet n'eus ket pell gant Nature ha studiet 'zo bet ADN ar Vikinged ... ha traoù droll a-walc'h zo bet kav... Diskouez muioc'h
Ar Yeniched a vez lâret deuzouto a-wechoù lar int Rom. Met an dra-se n'eo ket gwir avat ! N'eus netra da welet etre an div bobl-mañ, 'met-seped o mod da veviñ gwechall, war vale atô. Tro 300 000 Yenich a vefe en Europ en deiz-hiziv, surtout en Alamagn hag e Suis, met peurvuiañ ne vez ket klevet kalz kaoz deuzouto.
Ouzhpenn ar Vretoned zo eo anv ar gronikenn-mañ, met evit ur wech 'vo safaret deoc'h deus ar Vretoned ha deus ar brezhoneg. Div gomz zo e brezhoneg da lâret "enfants" : krouadur ha bugel. An hini gentañ zo deuet deus al latin pell zo, hag eben deus ar c'heltieg, deus "boukolyos" e galianeg. Met da vare ar galianeg ne oa ket implijet evel bremañ ...
Er bloavezh 1901, e kêr Susa en Iran, 'oa bet kavet ur skritur dianavezet war-c'horre tammoù mein kozh ha tabletennoù. "Elamit linenneg" 'oa bet graet deuzouti gant an arkeologourien, met ar re-se ne oant ket deuet a-benn da gompren an disterañ tra deus ar pezh a oa skrivet. E miz Kerzu 2020, an arkeologour François Desset 'neus roet da c'hoût eo-e... Diskouez muioc'h
Ouzhpenn daou-ugent langaj a vez safaret en Dagestañ, e kreisteiz Bro-Rusia. Ar russeg a vez komprenet gant tout an dud bremañ, met er gêr 'gav gwelloc'h an dud ober gant yezh o bro. Setu neuze 'c'haller klevet yezhoù kokazian, yezhoù iranianeg, yezhoù turkeg, armenianeg, ukrenianeg pe ur yezh moñgoleg memes ! Meur a relijion a gaver eno ivez. Musu... Diskouez muioc'h
Ne vefe ket koshoc'h en Amerik evit kultur Klovis, tro 13 500 bloaz 'zo. A-raok ne oa ket den ebet eno. An dra-se 'pefe bet tro da glevet gant kalz arkeologourien betek penn-kentañ ar bloavezhioù 2000. Met traoù koshoc'h c'hoazh a zo bet kavet abaoe hag e miz-Gouere 2020 'oa bet embannet gant ar gelaouenn Nature lar vefe bet tud marteze en Amerik a... Diskouez muioc'h