Guy Pensec, labourer douar war e leve, en deus bet soñjet kalz war an doareoù da lakaat ar maez da vezañ buhezek. Degas a ra deomp mennozhioù diwar-benn al liamm a zo etre Mabden hag al loened, an natur hag ar gevredigezh. O chom e Kêr PennKelenn 'ba Skaer emañ hag eo bet krouet gantañ ur gevredigezh evit aozañ festoù : NPK (Nozvezh Penn Kelenn). Un eskemm gant Tunvezh Vloagen-Grandjean arouezus eus an den : leizh a spered hag a fent.
En ur mare ma vez preget kalz diwar-benn an divroidi (da lâret eo an dud o vont da chom en ur vro lec'h ma n'int ket ganet) vo direnkus marteze da lakaat ar gaoz war un istor divroidi a n'int ket repuad. Evel just n'ez eus netra da welet ar pezh a vez bevet gant an dud o deus divizet mont kuit evit ar blijadur, hag ar re a zo bet rediet d'en ober. Met forzh petra vefe an abeg a lak unan da cheñch bro, ar skiant prenet-mañ a chom un darvoud pouezus e buhez unan bennak. Amañ eo eus skiant prenet ur familh a orin deus Breizh, hag aet da zilojañ d'an Izel Broioù 'vo preget. Penaos eo bet bevet gant Anne Plouzenneg seurt cheñchamant kren en he buhez ? Ha penaos e tremen an traoù en Haag, trede kêr vrazhañ an Izel Broioù, evit an divroidi dre vraz ? Setu aze ar pezh he deus dizoloet Tunvezh Vloagen-Grandjean.
Ti-feurm ar moros zo ul lec'h plijus tre evit pleustriñ sonerezh, pe vefec'h tud a vicher pe get. Kavet 'vez eno daou studio gant dafar a vicher ha sikouret e vezoc'h gant Renaud Lay. Vefa Guenegan e karg eus ar sevenadur e ti-kêr Konk a lâr deomp hiroc'h ouzh mikro Leo Guillerm. Titouroù ouzhpenn : studios@quatreassetplus.fr
Un abadenn gouestlet da micher Daniel Jéquel e RBO (Radio Breizh-Izel bremañ) zo bet skignet dija. Met traoù all en doa da lâret ar paotr ! Istorioù bihan ha fentus, sonjoù a-bep seurt diwar-benn ar brezhoneg, kontoù eus e vugaleaj & da glevet ouzh mikro Benjamin.
Dimeurzh paseet, e ti krampouz Skeud an Amzer e Santez varia ar menez hom ez eus bet aozet un devezh souten evit skol diwan Kastellin. Emgav neuze gant Yann Erwan Pavec, perc'henn an ti krampouz, Fa Ribaud, ezel eus kevredigezh ar gerent, hag un nebeut klianted deuet da souten evit ar skol.
Talwyn Baudu, paotr a Blougastel-Daoulas, zo bet o studiañ e Bro-Gembre war-lerc'h ar vacho, e Aberystwith hag e Bangor. Kontañ a ra deomp perak en deus heuliet an hent-mañ, petra en deus plijet dezhañ ha petra en deus graet eno. En abadenn gentañ e vo lakaet ar gaoz war e studioù e Bro Gembre, mont-en-dro an deskadurezh a-hont hag ar vuhez bemdez.
E penn kentañ miz C'hwevrer o deus bet ar chañs bugale skol divyezh Louis Courot, e parrez Ploeur, da eskemm gant ar ganourez Gwennyn diwar benn he micher. Tunvezh Vloegen oa du-se, gant klasad ar vugale CM1 ha CM2, hag eo chomet da selaou peseurt doare he deus bet Gwennyn da lakat ar vugale da vont en diabarzh da ved ar c'hanañ. Leiz a gaoz a zo bet etrezo, kan ha sonerezh a zo bet evel-just, ha b'ar fin he doa degaset Gwennyn peadra da vamañ ar vugale : an dilhad leurenn bet kemenet evit he c'hoñsertoù gant Pascal Jaouen.
Ma lâran deoc''h ez eus un doare da c''hounit boued hep bommañ an douar, hep labourat an douar da vat, un doare a laoskfe an natur d''ober he jeu ha ne vefe ket met dastum legumaj, frouezh hag edaj ? N''eo ket un diskoulm burzhudus, hag eo ret raksoñjal pep tra gant an doare-se da labourat met talvezout a ra ar boan deskiñ muioc''h war ar permaculture : doujus eus an endro, o produiñ kement war dachennoù bihanoc''h, o c''houlenn nebeutoc''h a labour. En abadenn ne vo ket komzet gant un arbennigour war ar permaculture, ne vo ket komzet nemet eus teorienn met ivez eus an doare resis da c''hounit an douar a-drugarez d''un nebeut reolennoù levezonet gant ar permaculture. An abadenn-mañ a zigoro un nor war ur sujed ledan-tre. Youen Vloaguen zo ganeomp, paotr ar vro vigouden, n''eo ket labourer douar a-vicher met lakaat a ra e pleustr un nebeut reolennoù tennet eus ar permaculture hag eus e lennadennoù liesseurt war an danvez en e liorzh.