Savet zo bet ur film gant Youenn Chapalan, soner ha saver filmoù evit ar chadenn France 3 Breizh, diwar-benn buhez hag oberennoù an hini hag en deus merket rummadoù a dud e bed ar sonerezh bagadoù : Erwan Roparz. E darn kentañ an emgav gant ar saver filmoù oa bet lakaet ar gaoz gant Tunvezh Vloagen war buhez Erwan Roparz. Ar wech-mañ eo Justine Bonno a gemer ar stur, evit klask kompren tu all an istor, a-dreñv ar ridoioù : penaos eo bet savet ar film.
Mont a reer d'ober Yoga evit en em santout mat en hor c'horfoù hag en hor pennoù. Met hag-eñ en defe ar Yoga ur ster brasoc'h eget hennezh ? Daoust ha, da skouer, e c'hellfe lakaat an dud da baouez en em gannañ, en em lazhañ, da baouez da implijout o c'henseurted evel loened pe evel mekanikoù ? Daoust hag eo yoga ar respont da holl goulennoù mab-den ? Evit kaout ar respont d'ar goulenn-se eo aet Tunvezh Vloagen da welet tud gouizieg tre war an dachenn : Manu Mehu a zo kelenner Yoga e brezhoneg e Kemper, Annick Thomas deus Pont 'n-Abad a ra yoga ha chi-kong dibaoe ugent pe dregont bloaz ha Véronique Perennou, a zo kelennourez war ar yoga e Tregenneg, hag a implij ur yoga ispisial ganet e bro Afghanistan, anavezet Yoga Samara, pe yoga derviche, pe c'hoaz Euphonie Gestuelle du Samadeva.
A-viskoazh eo bet chaseer Jean-Pierre Joncour. Kement ma z'eo deuet da vezañ chaseer koshañ parrez Landrevarzeg. Petra vez chaseet gantañ ? Ur bern loened disheñvel ! Ar moc'h gouez, al lapined, ar gedon, ar yourc'hed, al lern hag a-bep seurt lapoused. Un digarez mat evit Radio Kerne da sevel un abadenn diwar-benn ar chase amañ er vro !
Muioc'h muiañ a dud a zo dedennet e broioù ar C'hornog gant ar fed da bleustriñ Yoga, ha koulksoude e vez heuliet kentelioù ganeomp hep gou 't da vat ar pezh eo. Gwellet vez Yoga 'giz ma vefe ur pleustr a vez graet ur wech ar sizhun goude an devezh labour evit en em zistenniñ, ha koulskoude eo kalz muioc'h evit ur sport. Manu Mehu eo anavezet e vouez gant ar selaouerien marteze, e-giz e vez klevet anezhañ war gwagennoù Radio Breizh Izell, met amañ eo evel kelenner war ar Yoga e brezhoneg, eo deuet da respont da c'houlennoù Tunvezh Vloagen : da betra denne ar Yoga 3000 bloaz 'zo ? Penaos eo erruet deus bro India da Gornog ar bed ? Ped doare Yoga disheñvel a zo ?
Oberennoù Get Stankiewicz, saver skritelloù polonat, a gav o flas en dro e diskouezva arzoù ar Saluden tost da dregont vloaz goude ar wezh gentañ. Ar skritelloù diskouezhet e galiri Kemper zo bet staliet gant o ferc'henn, Fañch an Henaff. Penaos 'oa deuet da Fañch an Henaff ar c'hoant da vezañ saver skritelloù? Ar studier yaouank ma oa er bloavezhioù 80 en doa gwelet oberennoù Stankiewicz er galiri Saluden.
E Arboretum an Uhelgoat e vez dalc'het ingal a-walc'h ar Biokal, ur marc'had e lec'h ma vez gwerzhet produoù bio ha lec'hel : boued, plantennoù . ur bern traoù ! Strolladoù musik a vez pedet da seniñ ha moaien zo mont da weladenniñ an Arboretum ivez. Digoust eo penn-da-benn hag digor d'an holl. Gurvan Lozac'h a ginnig deomp an abadenn-mañ.
Ur veaj a dreuz bro v/Mec'hiko o heuliañ Trifin Vloagen, breizhiadez bet o studiañ du-se. Dizoleiñ a reomp sevenadur ar vro, he endro naturel, kement hag he endro kevredigezhiel. Bevet he deus e-touez ar Vec'hikaned, e kêr vraz Guadalajara. Du-se eo bet disoñjet gant ul lodenn vat deusouto int bugale vihan indianed. Degaset e vezont da soñj d'ar c'hêrioù en un doare trumm alies, pa vez ken start ar vuhez evito ma z' int rediet d'en em sevel a-enep d'ar gouarnamant ha d'an embregerezhioù braz. Setu penaos eo rediet ul lodenn deus ar Vec'hikaned da stourm evit bevañ.
Lidet e vez 30 bloaz Lezenn an aodoù ar bloaz-mañ, bet lakaet e pleustr evit gwareziñ ar gweledva war bord ar mor. Aon o doa bet kannaded Bro-C'hall e 1986 neuze, e vefe golloet an aodoù a savadurioù penn da benn, dirak kresk an niver a diez savet er bloavezhioù 1970. Dibaoe ma 'z eo bet lakaet e plas al lezenn, ne laosk ket hi an dud diseblant : barnet eo, deus un tu peogwir e vefe re laosk, ha deus an tu all peogwir e vefe re strizh. An tabut a zo bet adsavet gant Tunvezh Vloagen-Grandjean, hag a zo bet o tastum an alioù digant pep hini. Klevet vo en abadenn Lanig Donnard, mêr Prevel, ha Jean Kozh, eil mêr e kumun Kleden. Klevet vo ivez Youenn Vloagen, kuzulier war an endro e Kambr al Labour-Douar, difennour an douaroù a-enep d'ar sevel tier, ha Pol Kervareg, o labourat evit Renerezh an Endro e Kuzul Meur Penn-ar-Bed, hag a c'hello degas ur sell war orinoù al lezenn.
Fanny Chauffin, kelennerez e Diwan, he doa soutenet e miz Meurzh 2015 un dezenn titlet e galleg : "Diwan, pédagogie et créativité : approche critique des relations entre pédagogie, créativité et revitalisation de la langue bretonne dans les écoles associatives immersives Diwan". Fanny a lar deomp eus petra eo graet al labour-klask-se ha petra eo e bal...