E 1919 e oa savet komun Pouldahu goude bezañ bet distaget diouzh parrez Pouldregat. Koulskoude en deus dispariset Pouldahu en-dro pa eo bet staget ouzh Douarnenez e 1945 ... « lonket ha koloniset » gant Douarnenez a lârfe kentoc'h Henri Le Bars ! Kontañ a ra deomp ken brav e oa « mor Pouldahu » gwechall, buhez ar vourc'hig goude ar brezel, ar re ruz a-enep ar wenn ...
Etre ar 25 hag an 28 a viz Eost e vo dalc'het 'ba Rostren unan deus diwezhañ festivalioù an hañv 'ba Breizh, hag unan eus ar re dedennusañ ivez. E-pad 4 devezh e vo gouel 'b'ar C'hreiz-Breizh, sonadegoù, festoù-noz, dañs, kan hag atalieroù, ur programm pinvidik kinniget gant Padrig Feroc ouzh mikro Laetitia Fitamant.
Adrien Kerloc'h en deus bevet ar brezel en Eskivien pa oa bugel. Kontañ a raio deomp e vuhez er mare-se : an Alamanted o furchal en ti-feurm hag e di raset gante, e dad prizonier e Bro-Alamagn, e eontr a oa e-barzh ar Resistañs, an Amerikaned o tont warlerc'h . Tout an traoù en deus gwelet, « siwazh »...
E penn-kentañ ar miz 'zo digouezet un afer trist a-walc'h e ti-Post Douarnenez pa 'neus nac'het e rener kas lizhiri peogwir 'oant skrivet e brezhoneg. Evit Angèle Jacq eo ur sin all 'zo ur bern traoù a ya a-dreuz er vro. Daoust hag-eñ emañ Bro-Frañs oc'h en em zistrujañ ? Breizh, Korsika pe Bro C'hall a-bezh memes zo erruet skuizh gant ar bolitikourien, tud dilennet ne labouront ket 'met da zerc'hel an arc'hant hag ar gallout...
Evit mestroniañ gwelloc'h ar broduksion sistr, ha produiñ a skeul uhel, 'vez alies ouzhpennet traoù er jug avaloù evel gouell, enzymoù pe sulfitoù. E kreizh Penn-ar-Bed ez eus bet krouet ur gevredigezh gant tud a glask lakaat war wel un doare disheñvel da fardañ sistr, gant ur fermañtasion naturel, da lâret eo hep ma ne vefe bet ouzhpennet netra d'ar jug avaloù. Anavezet eo ar gevredigezh-mañ « En Bulles Lentes ». Enni 'vez kavet produerien sistr nemetken, hag a stourm evit ma vefe anavezet liested an doareoù da fardañ sistr. Riwanon Kersale a zo e touez an dud a orin d'ar gevredigezh, ha displegañ a ra da Dunvezh Vloagen he sell war an evaj-mañ.
E 2012 ec'h embanne an OMS, Aozadur bedel ar yec'hed, sifroù spontus. 7 milion a dud a varv bep bloaz 'blam da saotradur an aer, en o zouez 600 000 bugel dindan 5 bloaz. Tapet mat eo ar c'hevandir azian pa 'vez bep goañv etre miz Kerzu ha miz Ebrel ur goumoulenn boultrenn rousdu 3 000 metr tev war ur gorread ken ledan hag hini ar Stadoù Unanet en o fezh. Ha n'eo ket nemet an aer er maez a zo kaoz ar c'hleñvedoù hag ar marv, ouzhpenn un hanterenn eus ar 7 milion a varvioù-mañ a zo 'blam da galite fall an aer en tiez, ha d'an doare da dommañ an ti. E Bro C'hall en deus embannet ar Sened un danevell war koust saotradur an aer (dispignoù yec'hed, ezvesañs el labour, ha koustoù all), saotradur an aer hervezh ar Sened a goust neuze da nebeutañ 100 miliard a eurioù bep bloaz. Hag e 2016 eo bet jedet e oa saotradur an aer kaoz da 48 000 marv bep bloaz. Orin ul lodenn vras eus ar saotradur-mañ en europa a zo da vat an tanioù siminal, an tanioù labour-douar hag an tanioù jardin. Daoust ma z'int reolenniet pe difennet int unan eus ar c'hudennoù brasañ evit kalite an aer. Deuet eo neuze Annaig Rouxel, ijinourez a grou siloù evit tapout c'hwezh fall an aer ha biologourez, da goazeal diwar-benn kalite an aer e Breizh.