An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

An Abri Côtier enep an droug graet d'ar maouezed

An Abri Côtier enep an droug graet d'ar maouezed

12/04/2023

E Konk Kerne zo ur gevredigezh savet evit sikour an dud vez graet droug dezho e diabarzh o c'houplad. Anavezet eo an "Abri Côtier". Marie zDu a zo unan deus ar re a glask cheñch an traoù. Sikouriñ a raio ac'hanomp da glask komprenn penaos e c'hell seurt darempredoù euzus en em lakat e plas, ha perag eo ar feulster-se ur skeudenn deus kudennoù ar gevredigezh dre vraz. Un abadenn gant Tunvezh Wloegen-Grandjean.


Arborepom, saveteiñ ar gouennoù kozh

Arborepom, saveteiñ ar gouennoù kozh

12/04/2023

Ul lodenn vat deus anvioù ar gouennoù kozh avaloù a zo bet adkavet ha renablet gant tud ar gevredigezh Arborepom. Savet 'zo bet gwerjezoù un tammig pep lec'h er vro evit grefiñ ha saveteiñ anezho. Emgav da zigarez un devezh fardañ sid ganto, e ti Jorj Dauphin, asambles gant Remi Lan ha Yoann. Un abadenn gant Tunvezh Wloegen-Grandjean.


An div vigouden hag ar birated

An div vigouden hag ar birated

12/04/2023

Renket oa bet un emgav da dTunvezh Wloegen-Grandjean gant Marsel Gwirrieg, evit ober anavdegezh gant an div vigoudenez vrudetañ Penmarc'h : Alexia Kaoudal ha Mari-Louise Loperet a wisk o c'hoefoù tost bemdeiz c'hoaz. Ken divoutin eo deuet da vezañ ar giz-se bremañ, ma 'z int bet trapet gant ar skramm-bihan evit brudañ gleustoù-mir ar birated. Ha koulskoude eo buhez ar maouezed kalz muioc'h eget un vunutenn bruderezh...


Rozavern : en em staliañ evit fardañ sid.

Rozavern : en em staliañ evit fardañ sid.

12/04/2023

Jen Skouarneg deus sistrerezh biologel Rozavern, e Terrug. Labourerezh douar yaouank en ofisiel, displegiñ ra penaos e teuvec'h da gaout ar statut-se, ha petra cheñch ; pegen tenn e c'hell bezhañ ar vicher, gant he efedoù war yec'hed al labourerien, ha penaos e c'hellec'h ober evit skañvaat ar c'hargoù labour ; da betra selvij bezhañ ezel deus karta un Anv a Orin Gwarezet. Hag e vo displeget penaos fardañ cid, evel just ! Un abadenn savet gant Tunvezh Wloegen-Grandjean.


Armel an Hejer

Armel an Hejer

12/04/2023

Armel an Hejer, soner, ha kaner dreist holl bremañ. Lies raktres ha lies strollad en eus ar paotr : Ozan trio, Deus'ta, JOA pe c'hoaz Safar. Amañ vo klevet kaoz dreist holl deus e labour war e anv dezhañ e-unan, ha deus e vicher dre vraz : penaos 'n eus en em stummet, penaos vez labouret gantañ, e pellec'h emañ aet da gerc'hat e levezonoù. An abadenn gant Tunvezh Wloegen-Grandjean.


Gwareziñ stêr Pont 'n Abad

Gwareziñ stêr Pont 'n Abad

12/04/2023

Paol Kanevet hag e stourm evit difenn stêr Pont 'n Abad hag he endro. E venozhioù, hag obererezhioù e gevredigezh, an ASRIPE. Chom a ra labour dezho c'hoaz, mez hepsto sur-walc'h vefe bet kollet kalz a zouaroù naturel dirag ar sevel tier. Un abadenn gant Tunvezh Wloegen-Grandjean.


Skol Mor ar Glenan

Skol Mor ar Glenan

12/04/2023

Skol ar Glenan, e Konk Kerne : skol lienn, skol mor, skol buhez. Penaos eo ganet ar skol (skol lienn vrazañ Europa) goude an Eil brezel bed ? peseurt filozofiezh eo he hini ? petra 'zo bet graet ganti evit an endro ? Cédric Barbeyron, bet graet ur selvij keodedel enni evit sevel un doser titouriñ war endro naturel ar skol, a zo aterset gant Tunvezh Wloegen-Grandjean.


Ar "souveraineté alimentaire" : ul labour-douar all ? (2)

Ar "souveraineté alimentaire" : ul labour-douar all ? (2)

12/04/2023

Eil abadenn. René Férec a zo ezel eus ar C'hollektif 29 Souveraineté Alimentaire, ur strollad a gevredigezhioù a stourm evit ur labour-douar all hag ar pezh a vez anavezet "souveraineté alimentaire" e galleg, ar fed a vefe lezet pep pobl gounit an douar evel ma faot dezhañ, heb ma rafe drouk an dra-mañ droug d'ar pobloù all na d'an natur.


Ar "souveraineté alimentaire" : ul labour-douar all ?

Ar "souveraineté alimentaire" : ul labour-douar all ?

12/04/2023

René Férec a zo ezel eus ar C'hollektif 29 Souveraineté Alimentaire, ur strollad a gevredigezhioù a stourm evit ur labour-douar all hag ar pezh a vez anavezet "souveraineté alimentaire" e galleg, ar fed a vefe lezet pep pobl gounit an douar evel ma faot dezhañ, heb ma rafe drouk an dra-mañ droug d'ar pobloù all na d'an natur.


Koefoù Breizh, buan hag aes

Koefoù Breizh, buan hag aes

12/04/2023

Tout an dud a oar e veze gwisket koefoù gant ar merc'hed eus Breizh gwechall. Ar Vigoudenn a zo deuet da vezañ arouez ar vro. Ouzhpenn ur seurt koef a zo koulskoude ! Michel Bolzer eus Landudeg a gont deomp ur bern traoù diwar o fenn : istor ar c'houefoù, anv lodennoù ar c'hoef, penaos kempenn anezho ...


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ