Daou gamarad a zo bet e Radio Kerne evit safaret eus o yaouankiz. Jean Trellu a zo ganet e Penhars e penn-kentañ ar brezel. D'ar mare-se ne oa ket stag ouzh Kemper c'hoazh. Egile eo François Yaouank ha hemañ a zo bet savet er Fouilhez (Menez Are). Buhez ar re yaouank a oa komañset da cheñch e-doug ar bloavezhioù 50 ha 60. Lod a ranke mont d'ar c'hêrioù bras evit kaout ul labour. Ha ne oa ket aes en em ziduiñ ivez ! Eürazamant 'oa ar balioù evit dañsal hag en em gavet asambles gant ar merc'hed ... met diwallit d'ar person !
Dizale a zo ur gevredigezh lezenn 1901, hag a ro mouezhioù e brezhoneg da filmoù a bep seurt. Bloaz 'zo nemetken o deus dilojet deus an Oriant evit dont d'en em staliañ e Kemper. A hed an hañvezh 2017 zo bet aozet ur staj gant Dizale, war ur sizhunvezh, evit kinnig d'an dud deskiñ ar mod da reiñ o mouezh war ur film bet troet deus ar saozneg, ar japoneg, an alamaneg pe c'hoaz ar c'hembraeg. Sophie Gwilhamet ha Mona Karov a zo div deus ar 16 den bet heuliet an atalieroù. Laors Skavenneg a gelenne penaos advouezhiañ, ha Nolwenn Korbell a gase atalieroù c'hoariva. Ur reportaj gant Tunvezh Wlagen-Grandjean
Plozeved, kumun ar vro Vigouden, a zo bet studiet etre ar bloavezh 1961 hag ar bloavezh 1965 gant un maread skiantourien war a bep seurt dañvezhioù labour : demografiezh, bio-anthropologiezh, geografiezh, istor ethnologiezh, sokiologiezh, pe c'hoaz psikologiezh. Un « action concertée » giz ma zo bet graet deuhouti. Un enklask brudet evit he stumm dibarr neuze d'ar mare-se, mez ivez peogwir zo bet un doare polemiezh braz diwar ar bilañs embannet gant Edgar Morin deus an enklask. E 2010 zo bet deuet e Plozeved en dro unan deus an enklaskerien a neuze, evit klask adlañsiñ al labour studi, gant daou raktres : « Plozarch » ha « Plozcorpus ». Gilles Goyat hag a zo a orin deus Plozeved 'n eus bet kemeret perzh el labour-se. An abadenn gant Tunvezh wGwlagen-Grandjean
Yann-Bêr Kemener, prezidant Eost, a zo bet er radio 'blam' dezhañ da ginnig levr nevez e gevredigezh, Promenades à la campagne - Pourmenadennoù e gorre Terrug. Bet 'oa bet embannet d'an 9 a viz Even 2018. Diskoachet e vez glad ha buhez gorre Terrug, al labour-douar hag ar plasoù, an heñchoù bihan hag an natur.
E 1954 'oa bet Yann Moulin o kontañ rimodelloù er fest-noz kentañ e Poullouaen. Bet eo bet Benjamin Bouard o welet anezhañ er C'hastel-Nevez 'blamour dezhañ da gontañ ar re-mañ en-dro adarre. Dalc'het 'neus soñj eus Catherine Guern ivez. Homañ eo ar ganourez gentañ 'deus añrejistret ur bladenn kan-ha-diskan, asambles gant Loeiz Ropars.
Hiriv vo preget deus al listri-spluj, ar bagoù dindan ar mor, pe ar soumariñioù, ma keret. E pad pell amzer eo bet un huñvre ken braz evit mab den da veajiñ dindan ar mor hag an hini da vont en egor. A lestr-spluj brudetañ a chom marteze unan hag a zo bet ijinet : Nautilus ar c'habiten Nemo e levr Jules Verne. Dibaoe eo deut an huñvre da wir : posubl eo mont don a walc'h war zu strad ar mor. Ha koulskoude 'n eus ket kalz a dud hiriv an deiz a c'hell lâret int bet meur a kantad a vetrad dindan gorre ar mor. Mez Korantin Wlagen a zo en o zouezh. Kontiñ raio deomp ar vuhez en ur soumariñ an arme er bloavezhioù 1950-60. Un abadenn gant Tunvezh Wlagen-Grandjean.
Un abadenn yoga emaon o vont d'ober an taol-mañ ! Bet omp bet oc'h ober anaoudegezh gant Sébastien Guinier e Kemperle. Abaoe penn-kentañ miz-Geñver e vez kinniget kentelioù yoga gantañ. "Aven Yoga" a vez graet deus e stal, n'emañ ket gwall bell deus plasenn Sant-Mikael du-hont. Kentelioù 'zo a vez graet e brezhoneg ivez. Ur cheñchamant buhez eo bet evitañ : n'eus ket keit-se 'oa-eñ kelenner-SVT en ul lise !
Jean Lecoulant a zo en abadenn hiziv. Bet omp bet oc'h en em gavout asambles gantañ e Brest, e-lec'h m'emañ o chom. Komañset eo gant un dezenn en UBO. Studial a ra an trouz a vez "klevet" e foñs ar mor pa gren an douar. E-giz-se neuze eo bet o veajiñ etramek kreisteiz an Douar war ur vag vras, etre div ezenenn gollet : Crozet ha Kergelenn. Setu emañ-eñ o vont da gontañ deomp ar pezh 'noa gwelet du-hont : an avel foll, al loened, an natur ... Un toullad traoù a zo da zeskiñ !