Salud deoc’h bugale ar rock ‘n roll, donemat e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Setu-ni e Breizh-Veur adarre e lodenn gentañ ar seventies evit plediñ gant ul luskad a zo deuet war-wel un nebeut bloavezhioù a-raok tarzhadenn ar punk rock, ar pub rock ! Met petra eo ar pub rock ? N’eo ket ken aes a-se da dermeniñ : ur piñsad a sonerezh, ur piñsad a look, ur piñsad a energiezh ha deomp dezhi !
Playlist :
- Eggs Over Easy : The factory
- Ducks Deluxe : Coast to coast
- Nick Lowe : So it goes
- Roogalator : Cincinnati Fatback
- Ace : How long
- The 101’ers : Keys to your heart
- Dr Feelgood : All through the city
- Eddie and the Hot Rods : Do anything you wanna do
Ar sizhun dremenet e oamp er CBGB, er Bowery, karter gwashañ Manhattan er seventies. Kenderc’hel a reomp hiziv da zizouarañ lod eus ar strolladoù o deus merket luskad ar punk amerikan e-kreiz ar seventies hag istor ar rock dre vras !
Playlist :
- The Heartbreakers : Born to lose
- The Heartbreakers : Chinese rocks
- Bob McFadden : The beat generation
- Richard Hell and the Voidoids : Blank generation
- The Dead Boys : Sonic rRducer
- The Real Kids : All kindsa girls
- The Cramps : Mystery Plane
- Wayne County and the Electric Chairs : Max ‘s Kansas City
- Patti Smith : Kelaouadenn gant Ted Shaffrey deiz diwezhañ ar CBGB
Levrlennadur :
- « Punk, l’histoire complète » : Pennadoù Mojo Magazine embannet gant an ti-embann Tournon.
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
Donemat da bep hini ac’hanoc’h e Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Ha setu-ni hiziv er States e-kreiz ar Seventies. Echu eo brezel Viêt Nam, un disamm evit ar Stadoù-Unanet. Al lugan « peace and love » en doa merket eil hanterenn ar sixties a goll eus e nerzh a daol-trumm. Steuziet eo an aon da vezañ galvet d’an talbenn ha da vervel e rizegoù Azia ar reter. Kenavo an uhelvennadoù hag ar c’hoant da vevañ a-stroll, plas d’an individualism ha d’an Do It Yourself ! Ul leurenn nevez a zeu war-wel e New-York a-drugarez da gleuboù evel ar CBGB’s pe ar Max’s Kansas City, gant strolladoù a fell dezho skubañ ar bed kozh. Setu ar pezh a sellimp a dostoc’h er rummad abadennoù da zont e Larsen ha Mediator !
Playlist :
- Atersadenn Joey ha Johnny Ramone gant ar c’hazetenner Dylan Taite evit New-Zeland Television
- Patti Smith : Horses, Land of a thousand dances
- Television : Friction
- The Ramones : Blizkrieg Bop
- Atersadenn Johnny Ramone e 2003 (produet gant Carlo Generelli, filmet gant Bill Day).
- The Ramones : Today your love tomorrow the world
- The Ramones : Sheena is a punk rocker.
Levrlennadur :
- « Punk, l’histoire complète » : Pennadoù Mojo Magazine embannet gant an ti-embann Tournon.
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
Evit poent n’en deus ket anv. En un nebeut bloavezhioù, ur wech tremenet 1976-1977, e vo implijet ar ger proto-punk evit termeniñ al luskad a zeu war-wel e dibenn ar sixties e New-York hag e Detroit. Ul luskad a ginnig ur son all, ur son nevez a cheñch eus an hunvreoù hippie a aloub ar gwagennoù. Ne c’heller ket lavarout ez eus un unvaniezh er strolladoù a selaouimp hiziv war-bouez ar fed da ginnig ur rock kalet, feuls a-wechoù hag ur c’hoant da c’hoveliat ur skeudenn a rebel, setu-ni o loc’hañ e Larsen ha Mediator evit ur veaj e metoù ar proto-punk amerikan !
Playlist :
- MC5 : Kick out The Jams
- The Stooges : 1969
- The Stooges : No Fun
- The New York Dolls : Personality Crisis
- The Dictators : Master Race Rock
- The Modern Lovers : Roadrunner
- Death : Freakin’ Out
Levrlennadur :
- « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman ». Embannadurioù Vade Retro
- « L’odyssée du rock ». Florent Mazzoleni - Embannadurioù Hors collection
Goude birvilh deroù ar seventies en Alamagn en div abadenn ziwezhañ gant ar c’hrautrock emaomp o vont d’ober daou lamm ar wech-mañ. An hini kentañ eo er spas rak setu-ni en-dro o treizhañ ar Meurvor Atlantel evit en em gavout e New-York adarre, met ivez ul lamm en a-dreñv en amzer. Ar wech diwezhañ ma oamp er States hor boa gwelet ar flower power o koenviñ hag ar soul o vezañ ur respont da c’hoant frankiz an afro-amerikaned. Hogen ret eo deomp bremañ pradañ er sixties adarre evit heuliañ ur strollad en deus ijinet ur rock lennegel ha teñval en do ul levezon vras war arzourien a bep seurt, o tigeriñ dorioù nevez hag oc’h hadañ greunennoù al luskadoù da zont, setu-ni e kompagnunezh The Velvet Underground !
Playlist :
- Ornette Coleman Free Jazz : A Collective Improvisation (foñs son)
- The Velvet Underground : Sunday Morning
- The Velvet Underground : Venus In Furs
- The Velvet Underground : I’m Waiting For The Man
- The Velvet Underground : After Hours
- The Velvet Underground : Pale blue eyes
- The Velvet Underground : Rock And Roll
Levrlennadur :
- Les inrocks 2 : « The Velvet Underground »
- « Pop rock Story volume 1 » Marion Doussot Le Mouv’ Vents d’Ouest
Pa ziskouez ar bloavezhioù 70 beg o fri ez eus e bro Alamagn degadoù a vuzisianed a fell dezho en em zieubiñ eus patromoù ar rock psikedelik evit krouiñ ur sonerezh gant sonioù nevez. Kroazañ a reont al levezonioù folk, rock, jazz, klasel, sonerezh a-vremañ hag avant gardist, hag arnodiñ a reont an hentoù nevez digoret gant ar binvioù elektronek. Setu-c’hwi o selaou Larsen ha mediator, kinniget gant ho servijour Gaëtan, ha poent eo boulc’hañ gant hon eil abadenn gouestlet d’ar c’hrautrock !
Playlist :
- Faust : Giggy Smile
- Amon Düül 2 : Touchmaphal (foñs son)
- Amon Düül 2 : Archangel Thunderbird
- Neu ! : Negativland
- La Düsseldorf : La Düsseldorf
- Popol Vuh : Zwiesprache Der Rohrflöte
- Jah Wobble, Holger Czukay, Jaki Liebezeit : How Much Are They ?
Levrlennadur :
- « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman », Embannadurioù Vade Retro.
Ha bremañ eo deuet ar mare da blediñ gant an daou strollad koshañ e istor ar rock gall, strolladoù o deus lidet o 50vet deiz-ha-bloaz hag a gendalc’h da dreiñ hiziv an deiz. Gwelout a rit ? An hini kentañ a cheller rummata er prog rock, an eil a ginnig ur sonerezh bet anvet ar zeuhl musik gant selaouerien feal abaoe 40 vloaz, me en o-zouez.
Playlist :
- Zoo : Hard Times Good Times
- Ange : Caricatures
- Ange : La guerre du sucre
- Magma : Stoah
- Magma : Kohntarkosz part 2 (Tennad son)
- Court-Circuit 15/01/75 : Alan Stivell aterset gant Philippe Manoeuvre (Tennad son)
- Alan Stivell : Brezhoneg Raok
- Court-Circuit 15/01/75 : Alan Stivell aterset gant Philippe Manoeuvre (Tennad son)
Levrlennadur :
- « L’encyclopédie du rock français », dindan ren Gilles Verlant embannadurioù Hors Collection
- « Philippe Manoeuvre présente : Rock français, de Johnny à BB Brunes » Embannadurioù Hoëbeke
- « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman ». Embannadurioù Vade Retro
Setu ni hiziv e Larsen ha Mediator o vont da gantren, ur wech n’eo ket dalc’hmat, nag e Breizh-Veur, nag er Staoù-Unanet, nag er c’hwec’hkogn, setu-ni o vont en tu all d’ar stêr Rhin evit kompren gwelloc’h petra oa ar pezh a voe anvet ar (c’h) Krautrock pe ivez die kosmische Musik, ar sonerezh kosmik…
Playlist :
- Agitation Free : Laila part 2
- Karlheinz Stockhausen : Hymnen (foñs son)
- Tangerine Dream : Astral Voyager
- Ash Ra Tempel : Join Inn
- Can : Mushroom
Levrlennadur :
- « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman », Embannadurioù Vade Retro.
Fougaser, pompadus, iskis, digomprenus, otus, setu lod eus an anvioù-gwan a c’heller
klevet pa gomzer eus ar prog rock. Ha n’eo ket faos penn da benn, ret eo e anzav. Techet e
vefen da ouzhpennañ dic’houzañvus a wechoù met... met ivez leun a faltazi, a ijin gant
sonerien dornet abominapl. Tout se eo ar prog rock ! Echuiñ a reomp hiziv e Larsen ha
Mediator hor beaj er prog rock saoz gant strolladoù aesoc’h da selaou, strolladoù a gavo o
flas er charts, e-keit ha ma toulle al luskad e vez e-kreiz ar Seventies !
Playlist :
- Jethro Tull : Cross Eyed Mary
- Supertramp : School
- Alan Parsons Project : The Raven
- Barclay James Harvest : May Day
- The Sex Pistols : Pretty Vacant
- Atersadenn Steve Howe : tennet eus « Timeshift : ar prog rock », diellfilm gant BBC 4 e
2003.
- Peter Gabriel : Sledgehammer (tennad son)
- Genesis : Paperlate (tennad son)
- Yes : Owner of a Lonely Heart (tennad son)
- Emerson Lake and Palmer : Paper Blood
Levrlennadur :
- « Rock progressif » Aymeric Leroy – Embannadurioù Le mot et le reste
Etre fin ar Beatles ha deroù al luskad punk e wel ar rock meur a luskad o tiorren, blues
boom, pop progressive, pop keltiek hag all tikedennet holl dindan an anv pop music e
Frañs. E Bro-C’hall, evel e lec’h all, e krog ar publik da vezañ dedennet kentoc’h gant
ampartiz ar vuzisianed hag o argerzh arzel. Setu ar pezh a welimp a dostoc’h hiziv e
Larsen ha Mediator.
Playlist :
- The Piranha’s Sounds : La Turbie Piranhienne
- Testeni maer Amougies skignet e « L'atelier de la création : Amougies sur pop » (France
Culture, 09/11/1969)
- Alan Jack Civilization : Baby, Don’t You Come Back Home
- Les Variations : What A Mess Again
- Tac Poum Système : Asmodoy
- Evariste : La Révolution (Foñs son)
- Red Noise : Petit Précis d’Instruction Civique
- Komintern : Pongiste De Tous Les Pays
- The Moving Gelatine Plates : Funny Doll
- Carpe Diem : Voyage Du Non Retour
Levrlennadur :
- « L’encyclopédie du rock français », dindan ren Gilles Verlant embannadurioù Hors
Collection
- « Philippe Manoeuvre présente : Rock français, de Johnny à BB Brunes »
Embannadurioù Hoëbeke
- « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman ». Embannadurioù Vade Retro