Kenderc’hel a reomp hiziv hor beaj er punk ha post punk gant strolladoù a glaske terriñ, pe d’an nebeutañ lakaat da fiñval sell ar gevredigezh war ar merc’hed. Ne c’heller ket lâret o deus lakaet al linennoù da fiñval er gevredigezh met e metoù ar rock ‘n roll eo bet talvoudus hep mar ebet !
Playlist :
- The Slits : Instant Hit (foñs son)
- X-ray Spex : Oh Bondage ! Up Yours !
- Delta 5 : Mind Your Own Business
- The Mo-Dettes : White Mice
- Poison Girls : Ideologically Unsound
- Rhoda Dakar and The Special AKA : The Boiler
- Bikini Kill : Rebel Girl
- Vivien Goldman : Launderette
Levrlennadur :
- The revenge of the She-punks - Vivien Goldman - Castor Astral
- Respect, le rock au féminin - Steven Jezo-Vannier - Le mot et le reste
- Les inrockuptibles hors-série : Les filles du rock
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
A-drugarez d’ar punk ez eus bet posupl traoù ne oant ket a-raok : pignat war al leurenn hep gouzout kanañ pe seniñ gant ur benveg a-boan kroget gant ar c’hentelioù an derc’hent. Tufañ war ar sonerien pe digeriñ e wazhiennoù evit ma skrinko ar gwad war arvesterien hag arvesterezed ar renk kentañ pe tennañ he zapon miziek evit benigañ ar publik, setu jestroù punk, jestroù a vount atav un tamm pelloc’h harzoù ar c’hensentegezh, ar c’honformism ma karit. Lakaat al linennoù da fiñval a oa unan eus palioù al luskad ha graet eo bet gant un toullad muzisianezed o deus kemeret o flas evit ar wech kentañ e bed ar rock ‘n roll, ha gant ur sell benelour evit al lodenn vrasañ anezho. Setu deus petra vo kaoz hiziv e Larsen ha Mediator, donemat d’an holl, loc’het eo !
Playlist :
- The Supremes : Come see about me (foñs son)
- The Runaways : Cherry Bomb
=================================
- Atersadenn ar Sex Pistols en abadenn Today Show kinniget gant Bill Grundy evit Thames TV d’ar 01/12/76 (Tennad son)
===========================================================================================================================
- Siouxie and The Banshees : Suburban Relapse
==================================================
- Penetration : Don’t Dictate
- The Slits : Typical Girls
- The raincoats : In love
- The Au-Pairs : Diet
- Crass : Smother love
Levrlennadur :
- The revenge of the She-punks - Vivien Goldman - Castor Astral
- Respect, le rock au féminin - Steven Jezo-Vannier - Le mot et le reste
- Les Inrockuptibles hors-série : Les filles du rock
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
E 1974 en em stal an national front en trede plas en dilennadegoù e karterioù reter Londrez, karterioù e lec’h ma vote an dud evit al labour party abaoe dekvlaoziadoù. Hogen kemerit chanterioù dokoù an Tamiz o serriñ, an industriezh o kouezhañ en he foull, ouzhpennit un niver bras a enbroidi o tont abaoe ar sixties hag ho peus ar c’hocktail a lak an tu dehou pellañ hoalus evit ul lodenn eus ar renkad labourerien wenn. Poent eo d’ar arzourien rock ober un dra bennak, dreist-holl pa grog lod anezho da drelatiñ da vat !
Playlist :
- Diskleriadenn ur penn eus an national front : Tennad son eus ar film « Who shot the sheriff ? » sevenet e 2005 gant Alan Miles.
- Testeni Gurinder Chadha, sevenerez filmoù : Tennad son eus ar film « Who shot the sheriff ? » sevenet e 2005 gant Alan Miles.
- Tom Robinson Band : Power in the darkness
- Red Saunders o lenn al lizher skrivet gantañ, tennad son o tont eus Black Music Research Unit
- Sham 69 : If the kids are united
- Alien Kulture : Roots, Rock, Ratskank
- The Clash : White riot
- John Cooper Clarke : Innocents
- Linton Kwesi Johnson : Sonny's Lettah (Anti-sus Poem)
- Culture : Two sevens clash
Levrlennadur :
« ‘If there are death threats, don’t tell me’ – how Rock Against Racism fought fascism » Tim Jonze - The Guardian 23/08/2022
==========================================================================================================================================================================
Evel-just er punk ez eus ar sonerezh hag al look met berraat al luskad gant ur sell strizh evel-mañ a vefe direizh. Unan eus perzhioù al luskad zo bet ivez ar ger-stur DIY, Do It Yourself, gra anezhañ da-unan. Liammet e oa gant ur sell ekologour, enep-kapitalist hag enep-beveziñ. Al lugan « DIY or die » a ziskouez splann ar filozofiezh a oa a-dreñv : arabat gortoz tra ‘bet a-berzh ar re all. Seniñ e kavioù kentoc’h eget e salioù konsertoù evit chom dieub, produiñ e bladennoù e-unan, setu lod eus perzhioù an DIY a welimp hiziv e Larsen ha Mediator.
Playlist :
- Buzzcocks : Boredom
- The Mekons : Never been in a riot
- Joy Division : Digital
- Desperate Bicycles : The medium was tedium
- The Normal : Warm Leatherette
- Fad Gadget : Back to nature
- Swell Maps : Read about Seymour
- Metal Urbain : Panik
Levrlennadur :
- « Rip it up and start again, post-punk 1978-1984 » Simon Reynolds – Allia Embannadurioù
Hiziv e kuitaomp Londrez hag ar punk saoz evit ur veaj en tri albom savet gant an Aotroù David Bowie etre 1977 ha 1979 hag a voe anvet « Trilogiezh Berlin », albomoù o do ul levezon vras war ar post-punk.
Playlist :
- David Bowie : Station to station (foñs son)
- Iggy Pop : Baby
- David Bowie : A new career in a new town (foñs son)
- David Bowie : Sound and Vision
- Iggy Pop : Lust for life
- David Bowie : Heroes
- David Bowie : DJ
- David Bowie : Fashion
Larsen ha Mediator 83 : Ar bloavezh 77, bloavezh punk
Donemat deoc’h selaouerien gaer ha selaouerezed kaer, setu-c’hwi en-dro war gwagennoù Radio-Bro-Gwened gant Gaëtan evit an abadenn Larsen ha Mediator. Nebeut a gomzoù a vo d’am ferzh hiziv met ur veaj a raimp er bloavezh 77, bloavezh ar punk e Breizh-Veur, ur bloavezh leun a souezhadennoù, a strolladoù nevez hag a singles gwriet brav, deomp deî tudoù, punk’s not dead hiziv e Larsen ha Mediator !
Playlist :
- The Damned : New Rose
- The Saints : I’m stranded
- The Stranglers : Get a grip (on yourself)
- The Jam : In the city
- Chelsea : Right to work
- The Adverts : Gary Gilmore’s Eyes
- Generation X : Your generation
- Wire : Three girl rhumba
Levrlennadur :
- Punk, l’histoire complète, pennadoù embannet e Mojo, bodet gant Tournon embannadurioù
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
Ger-stur The Clash en defe gallet bezañ « Bev buan pe marv diouzhtu ». Pa split ar strollad, ne soñj ket e izili er retred pe e cheñch obererezh. Frank eo an hentoù. Hiziv e Larsen e Mediator, goude bezañ bet danevellet istor the Clash en div abadenn ziwezhañ e selaouimp penaos en deus pep soner donaet pe get an erv a oa bet kempennet gant The Clash.
Playlist :
- Big Audio Dynamite : E = MC2
- Carbon/Silicon : Why do men fight
- Topper Headon : I’ll give you everything
- Beats International : Dub be good to me
- The Good, the Bad and the Queen : History Song
- Joe Strummer and The Mescaleros : Yalla, Yalla
- Johnny Cash Joe Strummer : Redemption Son
Levrlennadur :
- Les Inrocks HS : The Clash 40 ans de punk
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
Emaomp o vont da genderc’hel hiviz gant istor The Clash. Laosket hor boa anezho ar sizhun dremenet e 1979 p’o doa embannet unan eus mein-bonn istor ar rock « London Calling ». Met penaos ober da heul, penaos ober kenkoulz pe d’an nebeutañ chom hep mont war gil ?
Playlist :
- The Clash : Bankrobber
- The Clash : The magnificent Seven
- The Clash : Medley kanaouennoù Sandinista : Rebel waltz, One more dub, Hitsville, The leader, Something about England, look here, Somebody get murdered, Lightning strikes, Let’s go crasy, Lose this skin, Midnight log
- The Clash : the call up
- The Clash : Washington bullets
- The Clash : this is radio clash (foñs son)
- The Clash : Straight to hell
Levrlennadur :
- Les Inrocks HS : The Clash 40 ans de punk
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
Salud deoc’h lamponed ha lamponezed ar rock ‘n roll, donemat en abadenn Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Hiziv emaomp o vont da sellet a-dostoc’h ouzh an eil strollad meneget ar muiañ pa lavarer ar ger punk d’an dud. Nann, ket ar Sex Pistols, gouestlet hon eus abadenn ar sizhun dremenet dezho, ar re all eo neuze, e ya, setu ni loc’het evit un hanter eurvezh e kompagnunezh The Clash.
Playlist :
- BBC1 nine o’clock News 1974 (tennad son)
- The Clash : Career opportunities
- The 101’ers : 5 Star rock ‘n roll Petrol
- The Clash : London’s burning
- The Clash : Police and thieves (foñs son)
- The Clash : Guns on the roof
- The Clash : Revolution rock (foñs son)
- The Clash : Spanish bombs
- The Clash : Guns of Brixton
- The Clash : Complete control
Levrlennadur :
- Les Inrocks HS : The Clash 40 ans de punk
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.
Pa zistager ar ger punk e teu diouzhtu ar Sex Pistols war-wel. Ar re-mañ zo deuet da vezañ arouez al luskad. Int hag a lavare no future, zo deuet da vezañ un institusion e Breizh-Veur, lidet ha meulet. N’eo ket fall evit ur strollad n’en do padet nemet daou vloaz hanter, enrollet un albom studio nemetken ha graet ur c’hantad konsertoù. N’eo ket fall evit ar pezh a oa da gentañ ur boys band, tra ken, savet gant Malcolm Mc Laren, perc’hennn ar stal dilhad Sex gant Vivienne Westwood.
Playlist :
- The Sex Pistols : Pretty vacant
- The Sex Pistols : Stepping stone (foñs son)
- Chicago : If you leave me now (Tennad son)
- The Sex Pistols : Anarchy in the UK
- Atersadenn ar Sex Pistols en abadenn Today Show kinniget gant Bill Grundy evit Thames TV d’ar 01/12/76 (Tennad son)
- The Sex Pistols : EMI
- The Sex Pistols : God save the queen
- Sid Vicious : My way
Levrlennadur :
- « Punk, l’histoire complète » : Pennadoù Mojo Magazine embannet gant an ti-embann Tournon.
- Rolling Stone HS : 1976-2016 : Punk is not dead 40 ans d’outrage rock.
- Inrocks 2 : Punk ! Les 30 ans d’une insurrection culturelle.