Kenderc’hel a reomp hor beaj e pladennoù ar studio Stax a raio eus Memphis Tennessee kêrbenn soul ar su. Evel meneget ar sizhun dremenet e anavez ar studio Stax krouet gant Jim Stewart hag e c’hoar Estelle Axton cheñchamantoù bras adalek 1968. Gant gwallzarvoud karr-nij Otis Redding e koll Stax e steredenn hag ul lodenn eus e vuzisianed studio. Ha, d’ar 04 a viz Ebrel 1968…
Playlist :
- The Staple Singers : The ghetto
- ABC News : Drouklazh Martin Luther King
- Sam and Dave : Soul men
- The Dramatics : Whatcha See is Whatcha Get
- Isaac Hayes : Walk on by
- Isaac Hayes : Tem Shaft
- Melvin Van Peebles : Sweet Sweetback’s baadasssss Song
- Rufus Thomas : Memphis train
Levrlennadur :
- Soul/funk : tour du monde de Memphis à Blackpool – Les Inrockuptibles
- L’odyssée de la soul et du R & B – Florent Mazzoleni – Hors Collection
- Lec’hienn Stax Records
Etre trec’h an utopia ha berzh ar rock business e c’hwezh un avel nevez e miz eost 1969 a-drugarez da festival Woodstock. Padal e vo falc’het an avel a frankiz en un nebeut mizvezhioù abalamour d’ur gourou, d’ur festival savet war ar prim ha da steredennoù o tostaat re ouzh ar paradozioù artifisiel. Hiziv e Larsen ha Mediator e pledomp gant marv ar flower power !
Playlist :
- Teulfilm NBC arestadenn Charles Manson
- The Beatles : Helter skelter
- Neil Young : Revolution blues
- The Rolling Stones : Gimme shelter
- The Rolling Stones : Under my thumb
- Crosby, Stills, Nash and Young : Love the one you’re with
- Neil Young : the needle and the damage done
E-pad an abadenn ho po tro da glevet tammoù eus an teulfilm « Gimme shelter », sevenet gant David Maysles, Charlotte Zwerin hag Albert Maysles e 1970, produet gant Maysles Films ha skignet gant Cinema 5.
Levrlennadur :
« Les Inrocks hors série : 1969 Une année de rêves et de révolutions »
« Rolling Stone HS : Special California Dreamin’ »
Setu-ni en em gavet e deroù hon trede devezh a sonerezh ha peoc’h, e, ya, lugan ar festival an hini ‘oa, hag a-drugarez d’an trede devezh-se e c’hounezo arzourien ‘zo ur brud etrevroadel pa chomo reoù all a-is d’ar pezh a veze gortozet d’o ferzh.
Tresomp diouzhtu ar skeudenn : dihunet eo bet an arvesterien ha tennet eus o seier-kousket e-kreiz an noz gant Sly and the Family Stone, heuliet gant The Who, ha setu tro Jefferson Airplane d’en em ginnig war al leurenn da 7 eur diouzh ar mintin.
Playlist :
- Jefferson Airplane : Volonteers of America, live at Woodstock
- Joe Cocker : With a little help from my friends, live at Woodstock
- Ten Years After : I ‘m coming home, live at Woodstock
- Crosby, Stills, Nash : Helplessly hoping (Foñs son), live at Woodstock
- Crosby, Stills, Nash and Young : Wooden ships, live at Woodstock
- Jimi Hendrix : Voodoo child, live at Woodstock
E-pad an abadenn ho po tro da glevet tammoù eus an teulfilm « Woodstock », sevenet gant Michael Wadleigh e 1970, produet gant Wadleigh-Maurice ha skignet gant Warner Bros.
Levrlennadur :
« Rolling Stone HS Spécial Woodstock, 1969-2019 50ème anniversaire. »
« Les Inrockuptibles HS, 1969, une année de rêves et de révolutions »
Strolladoù psikedelik all (2)
N’ouzon ket ha skuizh oc’h gant ar sonerezh psikedelik e Larsen ha Mediator. Ma vez gwir kement-mañ eo kenkoulz deoc’h lazhañ ar skingomz diouzhtu rak hiziv e kendalc’himp hor beaj e bed ar strolladoù gant anvioù hir spontus hag efedoù son dic’hortoz, setu pedervet lodenn hon trip e sonerezh psikedelik amerikan ar sixties, ur prantad a blij din kalz, ret eo din e anzav.
Playlist :
- The West Coast Pop Art Experimental Band : Buddha
- Ultimate Spinach : Funny freak parade
- The Youngbloods : Beautiful
- The Mothers Of Invention : Help, I’m a rock (foñs son)
- The Mothers Of Invention : Hungry freaks daddy !
- The Mothers Of Invention : Go cry on somebody else’ shoulder
- Kim Fowley : Animal man
- The Seeds : Can't seem to Make You Mine
- The United States Of America : Cloud song
Nepell diouzh West Hollywood e krog Laurel Canyon da vezañ annezet adalek 1910 met ret eo gortoz 1923 evit ma teuio da vezañ enbarzhet e Los Angeles ez ofisiel. Un daou-ugent vloaz war-lerc’h eo ar rockers amerikan a gemer plas ar jazzmen ha beatniks o doa kavet repu aze, int ivez. Hervez ar vojenn he defe kroget an dedenn evit Laurel Canyon goude ma oa Marc Volman gitarour ar strollad pop The Turtles, ar re a gane « Happy together », en em staliet du-se hag o tigeriñ dor e di d’ar re a felle dezho…
Playlist :
- Frank Zappa : Trouble every day
- Jackson Browne : Doctor my eyes
- Joni Mitchell : Ladies of the canyon
- Crosby, Stills, Nash and Young : Our house
- Crosby, Stills, Nash : Long time gone
- Neil Young : Ninamon girl
- Gene Clark : Is yours is mine
An drammoù hag an alkol, lod ne soñjont nemet e se pa veneger anv Jim Morrison, ha padal, Jim Morrison ha The Doors a dalvez kalz muioc’h : 6 albom aour e 6 vloaz, kazi 300 konsert hag hiziv ouzhpenn kant milion albomoù gwerzhet er bed a-bezh. Evel-just o deus laosket roudoù diziverk gant o sonerezh met dreist pep tra eo deuet Jim Morrison da vezañ un ikonenn, unan eus figurennoù mojennel ar rock ‘n roll. Digoromp dorioù ar merzhad gant The doors.
Playlist :
- The Doors : Break on through
- The Doors : Soul kitchen
- The Doors : Back door man (Foñs son)
- The Doors : Hello I love you
- Bruderezh Levis gant Jefferson Airplane : The Levi commercials
- The Doors : The celebration of the lizard live (Foñs son)
- The Doors : L.A. Woman
- The Stanglers : Sometimes
Levrlennadur :
« Pop rock story volume 1 », M.Doussot - Vents d’Ouest
« L’odyssée du rock » Florent Mazzoleni – Hors collection
« Les Inrocks hors série : 1967 Psychédélisme et contestation »
« Rolling Stone HS : Special California Dreamin’ »
Hiziv, e Larsen ha Mediator, emaomp o vont d’en em silañ e aozadur ar festival rock kentañ a zo bet ul leurenn-lañs evit meur a arzour, Setu-ni er Monterey Pop Festival.
Playlist :
- Eric Burdon and the Animals : Monterey
- Gabor Szabo : Dear Prudence (foñs son)
- Simon and Garfunkel : Sound of silence
- Gabor Szabo : Summertime (foñs son)
- Janis Joplin : Ball and chains live at Monterey
- The Blues Project : A flute thing (foñs son)
- Otis Redding : I’ve been loving you too long, live at Monterey
- Ottis redding : Sitting on the dock of the bay (foñs son)
- Jimi Hendrix : Wild thing, live at Monterey
Levrlennadur :
« Les Inrocks hors série : 1967 Psychédélisme et contestation »
« Culture rock, l’encyclopédie » Denis Roulleau – Flammarion
« Kantadoù a zevezhioù arat da bourmen enno, bale e-pad tri devezh hep gwelout ur skraber-oabl pe gouleier tri liv. Laka ur sarpant-nij da nijal, deus da rouzañ, da fardañ da bredoù da-unan ha da analañ aer yac’h ! » Setu ar pezh a brometa skritell ar festival « Woodstock Music and Art Fair » aozet etre ar 15 hag an 18 a viz Eost 1969 e Bethel. Setu-ni e Woodstock tudoù, e Larsen ha mediator !
Playlist :
- Sly and The Family Stone : I want to take you higher (Foñs son)
- Atersadenn Joel Rosenman ha John Roberts
- Matthews Southern Comfort : Woodstock
- Canned Heat : A change is gonna come, live at Woodstock
- Country Joe and the Fish : Love, live at Woodstock
- Richie Havens : Freedom, live at Woodstock
- Country Joe Mc Donald : I fell like I’m fixing to die Rag, live at Woodstock
- Tim Hardin : If I were a carpenter, live at Woodstock
- Melanie Safka : Beautiful people, live at Woodstock
E-pad an abadenn ho po tro da glevet tammoù eus an teulfilm « Woodstock », sevenet gant Michael Wadleigh e 1970, produet gant Wadleigh-Maurice ha skignet gant Warner Bros.
Levrlennadur :
« Rolling Stone HS Spécial Woodstock, 1969-2019, 50ème anniversaire. »
« Les Inrockuptibles HS, 1969, une année de rêves et de révolutions »
Kenderc’hel a reomp hiziv hor beaj en ur festival deuet da vezañ un darvoud istorel p’o deus dibabet 500 000 den yaouank bevañ tri deiz a beoc’h hag a sonerezh e pradeier luzern. Setu-ni e Woodstock adarre pa darzh an deiz d’ar sadorn 16 a viz Eost 1969.
Playlist :
- John B. Sebastian : Rainbow all over your blues, live at Woodstock
- Atersadenn Santana, tennet eus EMP|SFM oral history program
- Santana : Soul sacrifice, live at Woodstock
- Creedance Clearwater Revival : Born on the bayou, live at Woodstock
- Sly and The Family Stone : Medley music lover/ higher, live at Woodstock
- The Who : See me, feel me, live at Woodstock
E-pad an abadenn ho po tro da glevet tammoù eus an teulfilm « Woodstock », sevenet gant Michael Wadleigh e 1970, produet gant Wadleigh-Maurice ha skignet gant Warner Bros.
Levrlennadur :
« Rolling Stone HS Spécial Woodstock, 1969-2019 50ème anniversaire. »
« Les Inrockuptibles HS, 1969, une année de rêves et de révolutions »
Evit ur remziad a-bezh eo stag California abaoe ouzhpenn hanter-kant vloaz ouzh al luskadoù sevenadurel o deus diwanet du-se. Hollywood a oa abaoe degadoù bloavezhioù o vagañ huñvreoù ar bed a-bezh gant e sinema mainstream met an dispac'h muzikel, anvet an enep-kultur kalifornian d'ar c'houlz-se a skoas ivez speredoù ar bed kozh e-kreiz ar sixties. Playlist : - Marlena Shaw : California soul (Foñs son) - Watts Riots - 1965 | Today in History - AP archive - The Byrds : Mister tambourine man (Foñs son) - The Byrds : Eight miles high - The Mammas and the Papas : California dreamin' - Love : A house is not a motel - The Buffalo Springfield : Sit down, I think I love you - The Buffalo Springfield : Bluebird Levrlennadur : « Rolling Stone Special California Dreamin' » HS 17 « L'odyssée du rock » Florent Mazzoleni - Hors collection « Neil Young, une autobiographie » Neil Young - Robert Laffon