Deomp dezhi !

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Kreiz an Douar (Jules Verne) (1/2)

Kreiz an Douar (Jules Verne) (1/2)

12/04/2023

Staget omp gant un abadenn nevez hag a zo bet savet diwar levr Jules Verne "Voyage au centre de la Terre" (1864). Ar profeser Otto Lindenbrock 'neus kavet un tamm parchenn gozh. War-c'horre eo skrivet peseurt-mod ober evit mont da greiz an Douar. Mont a ra da islonkoù Islañd neuze, asambles gant e nizez Tunvezh hag an heñchour Hañs Bjelke.


Kebek, 1608 (2/2)

Kebek, 1608 (2/2)

12/04/2023

E Kebek, er bloavezh 1608, emañ Tunvezh ha Benjamin o tiskenn ar stêr Sant-Laurañs. Yann Wloegen, tad-iou Tunvezh, emaint o klask c'hoazh. Deuet int tre e-barzh bro an Huroned. Ar re-mañ a zo mat gant ar Frañsijen met ... an Irokwaed n'int ket ken jentil-se anezho ! Ezhomm a vo da ziwall !


Kebek, 1608 (1/2)

Kebek, 1608 (1/2)

12/04/2023

Tunvezh he deus desket 'oa aet he zad-kuñv, Yann Wloegen, da Ganada, er bloavezh 1608. Gant Benjamin emaint o vont da veajiñ en amzer da adkavout anezhañ. Da gentañ tout 'vo dav dezho mont da navigal asambles gant Samuel de Champlain betek ar stêr Sant-Laurañs. Met pelec'h emañ Yann Wloegen ?


Abadenn ziwezhañ ar bloavezh-skol !

Abadenn ziwezhañ ar bloavezh-skol !

12/04/2023

Achu ar bloavezh-skol ! Poent eo mont e vakañsoù ! Div gontadenn a gontimp deoc'h a-raok partial 'mestra : - Ma bleiz din-me, diwar levr Nananou - Kazhig Du, diwar levr John Marrec Hag ur best-of a vo e fin an abadenn ivez !


Deomp da vendemiñ !

Deomp da vendemiñ !

12/04/2023

Goût a ouzoc'h penaos e vez graet gwin ? N'eo ket ken aes-se ! Un toullad traoù a ranker ober goude ar vendem ivez ! Tunvezh ha Benjamin a zo bet o pourmen e gwini Bourgogn 'blamour dezho da zeskiñ ober gwin !


Pompei

Pompei

12/04/2023

Anveout a rit Pompei ? D'ar 24 a viz Eost er bloavezh 79 'oa bet distrujet ar gêr-mañ gant ar Vezuv, un' deus menezioù-tan brasañ ar vro. E-doug an XIXvet kantved 'oa bet dizoloet al ludoù hag ar vein gant an arkeologourien hag ar giz-se eo deuet Pompei war-wel en-dro ! Tunvezh ha Benjamin a zo bet o visitañ ar gêr-mañ, hag ur bern a zo da welet 'vat ! Deuit ganeomp !


Div gontadenn asambles gant an Aborijened

Div gontadenn asambles gant an Aborijened

12/04/2023

Mont a reomp da benn all an Douar hiziv ! Div gontadenn a vo kontet deoc'h gant Tunvezh ha Benjamin. Gant Aborijened Aostralia int bet savet pell 'zo, da vare Amzer an Huñvre e-giz e vez lâret ganto.


Ar Bigmeed

Ar Bigmeed

12/04/2023

Anveout a rit ar Bigmeed ? Barrek a-walc'h eo Benjamin war ar pobloù-mañ. Setu emañ-eñ o vont da gas Tunvezh asambles gantañ da Gongo evit klask ober anaoudegezh gant ar bobl Baka. Med hir eo an hent betek o c'hampadur, a-dreuz ar c'hoajoù kozh ha don .


An holen

An holen

12/04/2023

Poent-bras eo stagañ gant an abadenn ha Benjamin a zo oc'h aozañ ar pred ! Ur soubenn 'neus fardet. Met disall eo homañ ! N'hall ket bezañ ! Ha ne chom ket holen er radio, ha serr eo ar stal. Ne ra ket tra, mont a reomp da glask holen e-lec'h ma vez dastumet ! Da gentañ tout neuze e yimp da bourmen e paludoù Gwenrann ha goude-se d'ur min-holen e reter Frañs. Goût a rit eus pelec'h an holen, c'hwi ?


Perou, bro an Inkaed !

Perou, bro an Inkaed !

12/04/2023

Pedet eo bet Tunvezh ha Benjamin gant stad Perou da vont d'an Andoù ! Diaes 'vo kompren an dud du-hont koulskoude peogwir ne vez ket preget spagnoleg ganto ... ketchuaeg eo yezh ar vro ! Moaien vo da zeskiñ traoù memestra, istor an Inkaed, istor ar Goñkistadored, istor ar pobloù ketchua ! Deuit ganeomp !


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ