Deomp dezhi !

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Halloween !

Halloween !

12/04/2023

E-giz bep bloaz 'omp krog e-barzh un avañtur nevez evit Halloween ! Ya ! Tunvezh ha Benjamin o deus c'hoant da vont da Veurzh ha setu o deus prenet ur mekanik brav : an Nostromo ! Met ne vo ket ken aes ha se mont d'ar blanedenn ruz sur a-walc'h ...


Ar Jangada #3

Ar Jangada #3

12/04/2023

Joam Garal 'neus amzavet lar oa Joam Dakosta e anv gwir. Met Torrez a zo aet da Vanaus da zisklêrian anezhañ. Ha n'eus ket 'metañ a oar ar wirionez. Ha kondaonet 'vo Joam Garal d'ar marv en-dro neuze ? Piv 'neus laeret an diamañchoù ? Petra zo er voest aouret ? An abadenn-mañ eo lodenn ziwezhañ abadennoù ar Jangada.


Ar Jaganda #2

Ar Jaganda #2

12/04/2023

Dalc'homp bremañ gant eil lodenn avañturioù ar Jangada : un abadenn savet diwar levr Jules Verne, La Jangada. Manoel Valdez ha Minha Garal a zo 'vont da zimeziñ an eil d'egile e Belem, e Brazil. Met dav eo dezho navigal war-c'horre ar stêr Amazon evit mont di ha neuze treuziñ ar c'hoad bras. Joam Garal, tad Minha, a zo graet e soñj gantañ da sevel ur vag vras evit ober ar veaj-mañ : ur jangada. Met dañjerus eo ar stêr Amazon ! Hag a-wechoù en em gaver gant tud iskis ivez ... e-giz an aotroù Torres !


Ar Jangada #1

Ar Jangada #1

12/04/2023

Ni 'zo krog e-barzh un avañtur nevez ! Ha savet eo bet an abadenn-mañ diwar levr all gant Jules Verne, La Jangada (1881). Manoel Valdez ha Minha Garal a rank mont da Velem, e Brazil, da zimeziñ. Met ar re-mañ a zo 'chom e penn-all ar stêr Amazon, e Iquitos, e Perou ! Penaos ober ? Tad Minha, Joam Garal, 'neus lakaet en e soñj sevel ur radell vras-spontus evit navigal war-c'horre an Amazon : ur jangada. Koulskoude n'eo ket gwall eürus an aotroù Garal o vont da Velem ... Ne blij ket ar vro-mañ dezhañ. 'Blam da betra ? Ha piv eo Torrès, an den iskis a zo bet ambarket asambles ganto ?


Er stepenn vras du-hont

Er stepenn vras du-hont

12/04/2023

Tunvezh ha Benjamin a zo bet 'veajiñ e Mongolia ! Ya, gwir eo ! Da zigentañ 'oant bet o pourmen e Oulan-Bator, kêr bennañ ar vro, ha goude-se neuze 'oant bet er stepenn. Desket o deus ur bern traoù : sevel yourtoù, mont da chaseal gant laboused-preizh ha fardañ boued deus ar vro. Hag ur rimodell a zo bet kontet dezho memes !


Pochoù-an-toer, morgad, morglaoued ha stiogenned

Pochoù-an-toer, morgad, morglaoued ha stiogenned

12/04/2023

Kalz loened a zo da welet dindan gorre ar mor e Breizh ! Anveout a rit anezho ? Tunvezh ha Benjamin a zo bet oc'h ober anaoudegezh gant lod deuzouto, loened iskis e-giz ar poch-an-toer, ar blej-ruz hag ar vorglaouenn. Ha lod all a vo gwelet c'hoazh ivez ! Deuit ganeomp, n'eo ket yen an dour !


Deomp d'ar C'hap Kozh gant Lulu !

Deomp d'ar C'hap Kozh gant Lulu !

12/04/2023

Bet eo bet Tunvezh ha Benjamin o pourmen war vord ar mor e Bro-Fouen asambles gant Lulu ! Honnezh 'deus kaset anezho d'ar C'hap Kozh evit sellet deus al loened-mor a zo 'chom er c'herreg du-hont. Ha kalz loened a zo da welet !


Ar goañv hag an nevez-amzer

Ar goañv hag an nevez-amzer

12/04/2023

Ar wezenn-derv a goll he delioù pa teu an diskar-amzer hag ar wezenn-sapin ne ra ket ! Goût 'ouzoc'h 'blam 'betra ? 'Blam da Roue ar Goañv ! Ya, gwir eo ! Tunvezh a zo 'vont da gontañ ar gonchenn deoc'h ! Ha mont a raimp 'maez goude-se, da sellet deus ar gwez, asambles gant Benjamin ivez.


Ur blind-test gant bugale skol Kore !

Ur blind-test gant bugale skol Kore !

12/04/2023

Bet eo bet bugale skol Kore o visitañ studioioù Radio Kerne ! Ha goude-se int bet oc'h ober ur blind-test asambles ganeomp ha gant o c'helenner, Kaourintin ! Ha me lâr deoc'h, plijadur zo bet hardi !


Kontadenn Baba-Yaga

Kontadenn Baba-Yaga

12/04/2023

Apala bugale ! Ur gontadenn rus a vo kontet deoc'h hiziv ! Hag homañ a raio aon deoc'h emichañs ! Gwechall-gozh 'oa ur plac'h yaouank a oa-hi marv he mamm. He zad a oa dimezet d'ur vaouez all. Met honnezh a zisplije kalz he merc'h-kaer dezhi. Setu 'oa graet he soñj ganti kas anezhi da di he c'hoar ... Baba-Yaga, ar roñflez kozh !


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ