Deomp dezhi !

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Halloween

Halloween

12/04/2023

Ur boulenn wad war leur ar radio, ur gontell ruz hag un den a vank, ur muntr zo bet er studio ! Hag eo krog Benjamin hag Hannah gant un enklask luziet evit diskoachañ ar muntrer pe ar vuntrerez... Piv eo ? Ar respont en abadenn !


Ar broioù

Ar broioù

12/04/2023

Petra eo ur vro ? Ar goulenn-mañ a seblant simpl met luziet a-walc'h eo benn ar fin. Frañs a zo ur vro met Breizh ? hag Europa ? hag ar Vatikan ? Respontoù d'ar goulennoù-se a vo kavet en abadenn kinniget gant Benjamin hag Hannah ! Selaouit aketus :)


Ar mor

Ar mor

12/04/2023

Deomp da zizoloiñ ar mor hag an aod gant Benjamin hag Hannah !


An erevent

An erevent

12/04/2023

Deskit pep tra war an erevent !


Klonañ mamouted

Klonañ mamouted

12/04/2023

Distro Hannah ha Benjamin gant un abadenn nevez, kronikoù ha farsadennoù evel boaz gant bugale skol divyezh Brieg.


Morgaoul, rugby ha dañs an nouilhenn hag ar rezinenn

Morgaoul, rugby ha dañs an nouilhenn hag ar rezinenn

12/04/2023

Adkavit Hannah ha Benjamin, an daouad diroll gant kronikoù souezhus, arnodadoù dic'hortoz ha farsadennoù. Heuliañ a rit Kib bed ar rugby ? Deskit pep tra war orin ar sport-mañ. Aon ho peus rak ar morgaoul pe morgouilh ? Tu zo debriñ anezho ! Ha ma 'peus c'hoant fromañ ho mignoned e teskoc'h penaos lakaat un nouilhenn hag ur rezinenn en ur werenn.


Krouit ho koumoulenn er ger

Krouit ho koumoulenn er ger

12/04/2023

Adkavit Hannah ha Benjamin evit eil abadenn an daouad gant div gronikenn : Unan diwar-benn ar vigouterien hag un all evit deskiñ penaos harpañ un asteroidenn. Ur gontadenn-souezhadenn ouzhpenn hag ur rekipe dreist-ordinal evit dizoloiñ penaos krouiñ ur goumoulenn er ger !


An distro-skol er skolaj

An distro-skol er skolaj

12/04/2023

Animatourien nevez oc'h ober o distro skol asambles ganeoc'h bugale, sed aze ar pezh e kavoc'h en abadenn-mañ ! Gant Hannah ha Benjamin e klevoc'h 6veidi skolaj Diwan Kemper o tizoloiñ ul lec'h nevez. Divinadennoù hag ur rekipe evit mirout blasz an hañv : ar skornenn sivi mar plij !


Sonerien vihan an Erer Kozh

Sonerien vihan an Erer Kozh

12/04/2023

An abadenn Deomp dei ! a gendalc'h e pad an hañv ! Bevet on eus an amzer c'hor hag ar glav, dreist-holl en Erer Kozh ! Bep bloaz 'vez deus an darvoud bras-mañ e Karaez. Digoret eo bet ar festival gant Bagad Karaez just a-walc'h hag aet omp e darempred dant daou soner a-feson, barrek ha yaouank ! Er gronikenn Loenig Loen e vo dizoloet an evn mojennel, ar feniks ! Hag ar bobl Hereros er gronikenn 100 pobl & 100 giz ! Evit echuiñ brav, kontet gant Sten Charbonneau ar gontadenn Ar gazeg hud ! Plijadur vo !


Imilchil

Imilchil

12/04/2023

En abadenn Deomp dei !, rak d'an amzer e vo ur gronikenn ispisial war ar maread gor e vevomp e-pad an hañv. C'hwec'hveidi skol Diwan Kemper a laro deomp peseurt levrioù o deus plijet dezhe ar bloaz-mañ. Ar gronikenn Loenig Loen vo war an azened ! Echuet e vo gant ur gontadenn prientet gant Katell ha Aude, stajidiadezed er stummadur Mervent. Ur gontadenn a zeu deus bro Varoco. Plijadur vo !


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ