Deomp dezhi !

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Ar Marvailhbro

Ar Marvailhbro

12/04/2023

Ar sizhun-mañ n'hon eus ket c'hoant ober un abadenn evel ar re all. Setu omp bet e bro ar mojennoù, an istorioù kozh hag ar boudoù marvailhus : Marvailhbro ! Goude ur fest gant al Lutuned hag ur gejadenn gant ar vorganed e klevimp kontadenn Ulysse hag ar Cyclope lâret gant Loïc Jade. Deuit ganeomp !


Afrika

Afrika

12/04/2023

Setu un avañtur nevez da venegiñ e karned-beaj foeterien-bro ar radio ! Bet eo Benjamin hag Hannah o tizoloiñ ur c'hevandir pinvidik ha liesliv, Afrika.


An amprevaned

An amprevaned

12/04/2023

Dañvez-biologourien ez eus er radio ! Kinnig a ra Benjamin ha Leo deomp dizoloiñ ur bed kuzh, hini an amprevaned.


An Amazonia

An Amazonia

12/04/2023

Skipailh avañturien Radio Kerne, Benjamin hag Hannah, a gas ac'hanomp war roudoù Indiana Jones, en Amazonia !


Ar Pol Norzh

Ar Pol Norzh

12/04/2023

Beajourien donezonetañ Radio Kerne eo Benjamin hag Hannah. Kenderc'hel a reont da fouetañ bro... Kinnig a reont en abadenn-mañ ar Pol Norzh !


Kontadennoù ar goañv

Kontadennoù ar goañv

12/04/2023

He-unan 'mañ Hannah ar sizhun-mañ hag e kinnig deoc'h un hantereurvezh kontadennoù da selaou e-pad nozvezhioù hir ar goañv...


Meurlajez er bed a-bezh

Meurlajez er bed a-bezh

12/04/2023

Ur wech c'hoazh e vimp lakaet da veajiñ gant Benjamin hag Hannah. En abadenn e raimp tro hengounioù meurlarjez er bed, eus Ened Rio de Janeiro da hini Douarnenez. N'ho peus ket 'met dibab ho kwiskamant ha deomp dezhi !


Bro Sina

Bro Sina

12/04/2023

Goude beajoù Hannah ha Benjamin en egor hag en amzer e chomo an abadenn Deomp dezhi war ar voul-douar. Mont a raio hon daou aventurer yaouank da vro Sina hiziv.


Ar Vikinged

Ar Vikinged

12/04/2023

Hopala ! Hannah ha Benjamin 'zo bet tapet gant ar Vikinged ! Ar Roue Gaël Olaf, ar c'halvez Léo Erikson hag ar sorserez Volva-Tunvezh a vo klevet en abadenn !


Ar c'hoarioù video

Ar c'hoarioù video

12/04/2023

Ur blind-test gant tonioù brudet ar c'hoarioù-video, titouroù e-leizh war c'hoarioù muiañ karet Benjamain hag Hannah ha reoù o zud pedet, Gael, Leo ha Taran. Tapit ho lankerioù ha deomp dezhi !


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ