Deomp dezhi !

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Ar C'hâ

Ar C'hâ

12/04/2023

Ispisial e vo an abadenn hiziv. Ur gontadenn emaomp o vont da lenn, un istor bet tennet diouzh al levr « Le K » bet skrivet gant Dino Buzzati : kontadenn ar C'hâ. N'ouzoc'h ket petra eo ur C'hâ ? Lod lâr e vefe o kantreal er mor !


An Neolitik

An Neolitik

12/04/2023

Gant piv eo bet savet peulvanioù Karnag ? N'eo ket gant ar C'hallianed ! E-doug an Neolitik e veze lakaet mein en o sav e-giz-se. Setu emañ Metig ha Benjamin o vont d'ar mare-se. Hennezh a zo important evit mab-den. Fin ar Ragistor oa ha kalz cheñchamañchoù a oa bet e buhez an dud : al labour-douar, ar c'hêrioù kentañ, ar c'hoñvers hag al loened doñ a oa just 'tont war-wel !


Mont d'al loar

Mont d'al loar

12/04/2023

Poent eo mont da veajiñ ! Pelec'h 'ta ? War al loar ! Metig ha Benjamin a zo vont da « amprestiñ » Apollo, fuzeenn an Amerikaned ! Pell emañ al loar koulskoude, hir 'vo ar veaj ...


Ar c'hevnid

Ar c'hevnid

12/04/2023

Anveout mat a rit ar c'hevnid ? N'int ket amprevaned ! Tunvezh ha Benjamin a zo o vont da ziskoachañ bed al loened-mañ ! Petra eo an diferañs etre ur gevnidenn hag un amprevan ? Eus pelec'h 'teu ar c'hevnid ? Petra eo dañvez ar gwi-kevnid ? Tout ar respontoù a zo en abadenn !


An Odissea : Ulysse ha Polyphème

An Odissea : Ulysse ha Polyphème

12/04/2023

Anavezout a rit an Odissea ? Beajoù Ulysse ? Tunvezh ha Benjamin a ya da gontañ an istor-mañ deoc'h . Un neubeut traoù a zo bet cheñchet ganeomp koulskoude, abalamour da chom sklaer ! En abadenn-mañ e 'n em gavo an daou gomper assambles gant al Lotofajed ha gant ur siklop . Polyphème !


An Odissea : distro Ulysse

An Odissea : distro Ulysse

12/04/2023

Saout Helios a zo bet drebet gant martoloded Ulysse ! Zeus zo aet droug ha komañs a ra da foeltrañ bag hon haroz. E Itak emañ pleustrerien Penelop o vont da zimeziñ anezhi. Daoust hag-eñ teuio a-benn Ulysse da zistreiñ d'ar gêr a-raok an eured ?


An Odissea : Ulysse hag ar morganezed

An Odissea : Ulysse hag ar morganezed

12/04/2023

Ulysse ha Tunvesis a zo aet d'an Ifernioù abalamour d'en em gavet gant Tiresias, un divinour. N'eo ket echu ar veaj ! Ar morganezed, Karibde ha Silla a zo war an hent !


An Odissea : Ulysse ha Circé

An Odissea : Ulysse ha Circé

12/04/2023

Ulysse a zo o paouez kuitaat enezenn Polyphème. En abadenn-mañ en em gavo Ulysse hag e gamaraded assambles gant Eole, doue an avelioù, ha gant al Lestrygoned, jeanted a blij dezho debriñ martoloded. Met piv eo Circé 'ta?


An aour

An aour

12/04/2023

Ur chadenn aour a zo bet profet da dTunvezh. Feiz ! N'eo ket aour ! Ha setu Tunvezh ha Benjamin o vont da glask aour ! Med pelec'h 'vez kavet aour 'ta ? Penaos 'vez tennet aour er minoù ? Peseurt-mod dispartiañ an aour diouzh ar c'hwartz ? Un tamm kompliket eo ! Na rit ket biloù koulskoude : an displadenn a vo sklaer evel lagad an naer !


Tokoù-touseg 'po ?

Tokoù-touseg 'po ?

12/04/2023

Deuet eo an diskar-amzer hag an tokoù-touseg ! Tunvezh ha Benjamin a ya d'ar c'hoadoù da zastum un nebeut deusouto. Goût a rit petra eo ar miseliom ? Ha penaos e vez gounezet skabelloù-touseg Paris ?


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ