Amañ ha pelloc'h

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Bali Breizh

Bali Breizh

13/04/2023

Me 'ouia bremañ penaos 'ma savet un abadenn radio. Met un abadenn tele 'ta ! Hag e breton ! Ema ret kavet an dud, aozañ an deiz aveit o atersiñ, staliañ an dafar aveit ar son, ar c'hameraoù, ar gouloù, frammañ àr-lerc'h euriadoù a filmoù aveit sevel un euriad abadenn... altkent alkent ! Bali Breizh eo an abadenn tele e breton skignet àr Fr3 bam sadorn da 11e, bet on bet o welet penaos 'pasa an traoù aveit krouiñ un abadenn ! Tonioù : Orchestre National Breton : Unanet vo er mezulieu Warhaus : Machinery Television : Marquee Moon Deerhunter : He would had laughed


Alan ha Keltia : ebenourion !

Alan ha Keltia : ebenourion !

12/04/2023

Keltia hag Alan o deus groet ur stummadur aveit bout ebenourez hag ebenour e Lise Du-Guesclin 'ba' Brec'h. Hirie 'yamb da gojal ag ar pezh o deus desket, ar vicher hag o raktresoù. Mar karit gwelet ar pezh o deus savet e hellit monet da zorioù digor ar lise e miz Meurzh !


Druidigezh

Druidigezh

12/04/2023

Petra eo an zruidigezh ? Petra ra un druiz ? Perak bout druiz ? Setu a-ziàr petra 'vo lakaet ar gaoj hirie, get Patrig Guegan !


Mirdi Kompagnunezh an Indez

Mirdi Kompagnunezh an Indez

12/04/2023

Enora Molac ambrouget get Gwenc'hlan Broudic zo bet o welet mirdi Kompagnunezh an Indez e Porzh Loeiz


La Ferme de Roger, ti-feurm emrenel

La Ferme de Roger, ti-feurm emrenel

12/04/2023

"Heuliañ a ramb an natur, ne glaskamb ket labourat berped evit an argant. Bout zo un amzer evit labourat hag un amzer evit diskuizhañ. Bout rhevez an natur. Bout liammet get an natur. Ar pezh pouezusañ evidomb." Botoù-koad, doujañs d'an natur, un nebeut a loened hag un dachenn vihan, kani Roger Abalain e Plouharnel.


Claude Nadeau - Ograv Karnag !

Claude Nadeau - Ograv Karnag !

12/04/2023

Ograv Karnag zo bet peursavet e 1775 get Florentin Grimont. Gwelet eo àr an touchennadeg toulloù groet dre-forzh bout sonet durant kantvedoù get muzisianed, en o zouez Claude Nadeau. He 'ya da gontañ deomp istoer an ograv, an iliz ha penaos he deus kroget sonein an ograv.


Betak Sant Jakez get Anaig Lucas

Betak Sant Jakez get Anaig Lucas

12/04/2023

Anaig Lucas deus groet an hentad Sant Jakez adal he zi ! Skrivet he doa bamdé àr ur c'harned ar pezh a wele hag a rae, ha diàr an dra-se he deus savet ur blog. He 'yay da gontañ he beaj deomp.


Ekomirdi St Degan

Ekomirdi St Degan

12/04/2023

Ni zo get Tony Le Saux aveit ober troiad ekomirdi Sant Degan e Brec'h. Displeget e vo getoñ petra zo da welet ha d'ober hag an traoù nevez savet peotramant adkempennet !


Keriadenn Ar Blead Mil

Keriadenn Ar Blead Mil

12/04/2023

Hop, kamion RBG a ya "80 000 miles an eur" aveit distreiñ d'an amzer bet ! Ni zo oc'h ober un tro e Melrand e keriadenn ar blead Mil. Klevet e vo Gurvan Molac, Tanguy Kazomba ha Gwenneg Molac.


Mirdi Bro Erec'h

Mirdi Bro Erec'h

12/04/2023

Damb d'ober tro mirdi Bro-Erec'h get Morvan Le Bihan !


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine