"Fleurig an dour...ma dousig flour" eo titl romant nevesañ Yann-Ber Kemener. 5 vet levrenn ar Saga Arvorika eo ma kendalc'h gant avanturioù Yann ar pilhaouer.
Bet embannet ivez ul levr evit ar re yaouankañ : "Moutig ha kevrin Ker-Iz".
Setu levrioù embannet gant Skol Vreizh.
Un abadenn gant Karolina
Un "trede-lec'h" (tiers-lieu) 'zo bet digoret er PAM e Brest ar bloaz-mañ. Ar PAM a oa un ti moullañ brudet tre er vro. Bremañ e kaver ennañ ur mirdi. Un digarez da lakaat ar gaoz war istor ar PAM a zo bet displeget deomp gant Tomaz Godin. An engraver eus Landerne zo o terc'hel ur stal er PAM. Anavezout mat a ra an ostilhoù a veze implijet gant an ti moullañ. War-lerc'h e vimp gant Nelly Blanchard, enklaskerez e kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek (CRBC), a lakao ar gaoz war al liketennoù gwin e brezhoneg a veze moullet gant ar PAM.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc
Tudi Kreker zo ur c'hazetenner yaouank eus Landerne. Bet eo o chom e Bro-Iwerzhon e-pad daou vloaz. Kontañ a ra deomp ar pezh en deus bevet eno : labourat evel kazetenner dizalc'h, heñcher kazetennerien, beajiñ e Iwerzhon an hanter noz... Emañ gant Erwan Blanchard.
Un abadenn lusket gant Maëlys Poublanc.
"La nuit ne viendra pas" eo anv pladenn gentañ strollad Dérives. Quentin ha Justine Morvan, Mael Guego ha Tangi An Dreo a oa e studio Arvorig FM evit seniñ tri zon en un doare akoustikel ha lakaat ar gaoz war o sonerezh.
Ouzh an teknik : Erwan Uguen
Mix ar c'hanaouennoù : Erwan Uguen
Un abadenn kinniget gant Maëlys.
War ar roll an taol-mañ emañ:
Alfoñs Ragenes, Jacqueline Korneg & Gaelle Trebaol, Kristian Rivoalen, Jakez ar Borgn, Frañsoa Karoff, Mikeal Konk, Joelle Planchon, Loik Jestin ha Paol Salaün.
Un dibab a istorioù hag a ganaouennoù.
Un abadenn aozet gant DastumBro Leon ha Ti ar Vro Lesneven.
Kinniget gant Karolina
Tudi Kreker zo ur c'hazetenner yaouank eus Landerne. Bet eo o chom e Bro-Iwerzhon e-pad daou vloaz. Kontañ a ra deomp ar pezh en deus bevet eno : deskiñ gouezeleg, labourat en un atant, seniñ en tavarnioù... Emañ gant Erwan Blanchard. Un abadenn lusket gant Maëlys Poublanc.
Poltred Gwendal Paoli, labourer-douar yaouank staliet e Plouvorn. Tokoù-touseg shiitaké a vez gounezet gantañ. Ur pennad-kaoz gant Erwan.
"Tensorioù dornskridoù ar familh Miorcec de Kerdanet" 'oa tem abadenn "Kafe Brezhoneg"e miz Kerzu. Pedet 'oa bet Ronan Kalvez, kelenner e Skol-Veur Brest ha rener ar CRBC. Aozet gant tud Ti ar vro Lesneven.
Kinniget gant Karolina.
E-kreiz miz Kerzu 'oa bet aozet ur veilhadeg vras e Lesneven evit lidañ 25 vet deiz-ha-bloaz "Dastum Bro-Leon"
Kanaouennoù 'vo, istorioù hag ivez testenioù tud diwar-benn bloavezhioù kentañ ar gevredigezh.
Klevet 'vo Kristof Nikolaz, Goulc'han Kervella, Yann-Ber Premel, Awen Plougoulm, Marc Paugam hag an triad Kalvez-Salaün-Le Goff.
Kinniget gant Karolina