War-dro 20% deus ar c'hoadeier e Breizh oa bet distrujet gant an tourmant e 1987 ha war vord ar mor, e-giz e Bro-Fouen lakaomp, ne chome ket kalz gwez en o sav ken ! Goude-se neuze oa bet tennañ ar gwez a oa kouezet gant an avel ha plantañ re all en o flas. Ha fall oa ar jeu evit al loened gouez ivez : e-pad sizhunvezhioù ne veze ket klevet al lapoused o kanañ ken. Evit kontañ deus tout an traoù-se eo bet Benjamin e Fouen, oc'h en em gavout gant Lucienne Moisan e Fouen.
Daou zen all vo klevet evit kontañ war-benn an tourmant oa bet er vro d'ar 15 a viz-Here 1987 : Cécile Dénes ha Guy Rannou.
Cécile a oa o chom er Forest-Fouen d'ar mare-se, war-dro kant pe daou c'hant metr eus ar mor. Soñj he deus mat-tre eus ar c'houchad-holen oa deuet war-c'horre ar parkeier hag ar prinistri, ken kreñv evel 'noa c'hwezet an avel an noz-se !
Guy oa o chom er Forest-Fouen ivez. Goude an tourmant 'oa bet oc'h ober tro ar c'hêrioù war ar maez evit klask savetaad ar gwez-avaloù oa kouezet gant an avel.
E 1987, Pierre Guengard oa o chom e Lanrieg ha bemdez 'rae an hent da vont da Skaer e-lec'h oa o talc'hen ur stal. Ha d'ar 15 a viz-Here 1987 'oa e Skaer neuze ha mizer a-walc'h 'noa bet o tont d'ar gêr, ken kreñv evel c'hwezhe an avel an noz-se. Hag an deiz warlerc'h oa cheñchet ar vro.