Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Lucienne, bout yaouank durant ar brezel

Lucienne, bout yaouank durant ar brezel

13/04/2023

Lucienne zo ganet e Mehenneg. He deus kontet din lod kaer a draoù ag he yaouankiz durant ar brezel, ar festoù kuzhet ha penaos 'oa-he pa oa ur plac'h vihan. He 'gaoja ivez ag ar gann 'oa etre an dud ag ar Morbihan hag ar C'Hôtes-du-nord.


Lucienne, bugaleaj b'an natur

Lucienne, bugaleaj b'an natur

13/04/2023

Lucienne a Vehenneg zo c'hoazh geneomp. He 'lâre en achumant ag an abadenn getañ penaos 'oa lies-mat he c'hunan er-maez kar he 'vourre an natur. Gweave mem he 'chome da gousket didan ar gwez. Lucienne 'deus ket kavet he bugaleaj forzh jaojabl neoazh. He 'gonta an dra-se deomp. He 'goja ivez ag an torfedoù zo bet b'ar parrez.


Ar Foer Veur

Ar Foer Veur

13/04/2023

C'est une ancienne employée de maison à Paris que l'on entend au micro de Monique Ar Boulc'h aujourd'hui. Suzanne Maho de Berné nous parle de la "foer veur" les grandes foires pour trouver du travail dans les fermes et chez les habitants .


Lili Urvois a Langoned

Lili Urvois a Langoned

13/04/2023

Pa yit da Gourin 'c'hellit gwelet àr ur rond-point delwenn ar Frankiz stell an hani a zo e New-York. Ur bochad bretoned zo aet d'an tu arall ag ar mor bras ewit kavet ur labour en Amerik. Mamm Lili Urvois zo unan ag ar re zo aet da New-York da c'hounit he zamm-bara ! Ni zo get Lili hiriv, e kompagnunezh Daniel ivez, un ami a Langonned !


Betag Jerzey hag an Itali

Betag Jerzey hag an Itali

13/04/2023

Hag ho peus soñj ag ar wezh ketañ oc'h bet en un tren ? Odette, he deus soñj mat ! He doa gounezet ur bilhed en un tombola e Pondi ewit mont d'an Itali.En tren neuze ne oa ket elektrik, ne faote ken d'un den lakaet e benn er-maez a a-gaoz 'vehe kouziet get glaou ! Ni 'gaoja ag ar veajoù get Odette Guilloux ha Bernadette Bozec, div amiez ag Ephad ar Gemene.


Achumant ar blez, achumant ar vuhez

Achumant ar blez, achumant ar vuhez

13/04/2023

Odette Guilloux ha Bernadette Bozeg a goaj deomp hiriv ag achumant ar blez met ivez achumant ar vuhez. Ur bochad traoù 'oa d'ober pa varve un den ag ar familh ! Hag an div amiez a gonta penaos ne oa ket trist berped !


Louis Poulain hag ar roñsed

Louis Poulain hag ar roñsed

13/04/2023

Louis Poulain a soursie ag. ar roñsed ! Monique er Boulc'h doa aterset Louis er bleadoù 90 diàr-benn e vicher. André ar Meut neus kempennet ar son en-dro.


Ar bleidi

Ar bleidi

13/04/2023

Partiet int ag ar vro met tud zo a lâr int daet en-dro, ar bleidi ! Louise Ourvois, Jude Paboul, Louis-Marie Guennic, Jean maho, Joséphine Darcel 'oe bet aterset get Monique ar Boulc'h er bleadoù 90 ewit kojal ag ar bleidi.


Spezed Quebec 1/2

Spezed Quebec 1/2

13/04/2023

Ni ya da Ganada hiriv ! Gérard Bernard a Spezed a zo o chom a-c'houde 53 blez du-hont. Eñ 'oa e vakañs er Morbihan neuze eo daet d'hor studio ewit kojal ag e vuedigezh ha penaos eo daet da vont da vevañ da Laval e Québec.


Barthelemy  a barrez Batlame

Barthelemy a barrez Batlame

13/04/2023

Barthélemy zo a barrez Batlame. Eñ neus komañset labourat àr un ti-feurm èl charetour a-raok mont da vout jañdarm àr-lerc'h e servij en Alamagn hag an Aljeri. Ni beus kaojet ag e yaouankiz hag ar labour en un ti-feurm.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine