Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Lucienne hag Etienne Jegouzoù 2vet

Lucienne hag Etienne Jegouzoù 2vet

12/04/2023

Sonennoù : - Nicole Padellec - Liù - Marv Jean Jean - Modkozmik - Gavotte - Jo Sergent - Ouian ket-me petra ' zo kaoz - Tash Sultana - Jungle Sonenn gentan : Aksil beats


Lucienne hag Etienne Jegouzoù

Lucienne hag Etienne Jegouzoù

12/04/2023

Daomp da Benc'hesten da welet Lucienne hag Etienne e Kerblay Ganet eo Lucienne en Ignel hag Etienne a zo-eñv ganet e Penc'hesten ! Sonennoù : -François Tallec - An Evour -Kanerion er Bleüe - Cheleuet Oltadoù -Naïs et les Trangénique - Pasarea Luna -Ebel Elektrik - Dourgi Beghouad Sonnenn gentañ : Aksil Beats


Radigon Jouanoù 4vet

Radigon Jouanoù 4vet

12/04/2023

Radigon Jouanoù a zo bet aterset get Benoit Allaire. Ganet eo Radigon e Kerbuñs, parrez Rianteg edan ar lesanv Stevanoù. Hi ' ya da goñtiñ deomp penaos ema marv he bugale, penaos he deus desavet he mab hag hi ' ya da ziviz deomp deiz kentañ he amzerioù. Sonennoù : -Roderic Halligen - Tristidigezh ar C'helt -Carré Manchot - Cercle Circassien -Saodaj' - Somin Lamour -La Secte Phonétik - Les non dits Sonerezh keñtañ : P'tit Frère - Superfishmann


Deskiñ breton get ar re gozh : José Calloch

Deskiñ breton get ar re gozh : José Calloch

12/04/2023

José Calloch 'neus dastumet pezh 'veze lâret get ar re gozh àr Enez Groe. Eñ deus skrivet pep tra àr-lerc'h àr kaieroù, nag ur labour brav 'neus groet ! Ha koutan eo diskouezhañ ha treuskas d'an dud ar labour-se. E-touez ar re neus José komzet gete eh eus Pierre Guillemot, ur beleg a Groe hag a zo bet aterset get Katrin Pasco. Eñ 'vo klevet e finn an abadenn ! Daou zen bourrapl da glevet ! Tonioù : - Blev Hir : Ndiaz - Marie-Josèphe Malardé : Me zo me arriù en deiad , enrollet get Jean-Yves Monnat - Savant ha Disoursi : Duo Pichard Vincendeau - Askell an Avel : Armel an Hejer


Trezolioù Kreiz Mintin : Gwern

Trezolioù Kreiz Mintin : Gwern

12/04/2023

Kelùen e Guern zo anavet mat aveit he chapel hag ar pardon ha a zisach ur yoc'h tud ! Monique Ar Boulc'h 'doa aterset Pierre Eonin e 1990 aveit komz ag e barrez, hag Anne-Marie Le Brun (hag un hostiz ag an davarn) e 1989. Tonioù : - Jo Le Borgne : Diaul Lokmetro - Julien ?? : Er vugulez er c'hoed - Jean Hemonic : Er paotrig bihan - Germaine Bolé : An ivour - André Drumel : D'eo ket ho ti tavarnourez


Micher jaojour get Patrig Gueguan

Micher jaojour get Patrig Gueguan

12/04/2023

Patrig Gueguan 'oa ar jaojour diwhezhañ e Breizh. Ar jaojourion (bout 'oa 25 e bro Frañs gwezharall) a vuzule ar bagaoù a-raok vijent savet. Breman d'eo ket mui ar vicher-se, ur gevredigezh vras ha privez a wirikaat savadur ar listri. Tonioù : - N'diaz : An anglezed - Esquisse : Immersion 1&2 - Ozan Trio : Ti An Tortig - Ar spilhou : Erik Marchand


Troiad àr Enez Groe get José Calloc'h

Troiad àr Enez Groe get José Calloc'h

12/04/2023

Ni zo c'hoazh àr Enez Groe oc'h ober un droiad get José. Gweladennet hon eus kevredigezh Chien Noir hag bet omp bet àr an aod. Tonioù : Yann Tiersen : l'arrivée sur l'île Teir : Distro ar matelod Jean Le Meut : Gwahañ micher er bed Silabenn Trio : You ki sont ?


Ar beskerezh e Groe : José Calloch

Ar beskerezh e Groe : José Calloch

12/04/2023

D'eo ket aes bout pesketour, ha d'eo ket aes bout mouez ur pesketour na ken... Tad José 'oa pesketour, neuze 'yamb da gojal a-ziàr an dra-se getoñ hirie ! Tonioù : Youhadenn : Paotr an tour tan Jean Le Meut : Stirenn ar Mor José Calloch : Me zo ganet e kreiz ar mor


Trezolioù Kreiz Mintin : Nedeleg hag ar blez nevez

Trezolioù Kreiz Mintin : Nedeleg hag ar blez nevez

12/04/2023

Dalc'hamb an abadennoù àr an nedeleg, hirie get Louise Ourvois a Vubri enrollet e 1997 Ha Jean-Pierre Deridel a Rieg (penn-ar-bed) 1990 Tonioù : - Youenn Gwernig : Nedeleg - Yann Raoul : Noz An Nedeleg - Kanta : Cân Y Fari Lwyd - Duo Menguy Le Pennec : Valse


Trezolioù Kreiz Mintin: Ar sizhun gozh ha kanennoù

Trezolioù Kreiz Mintin: Ar sizhun gozh ha kanennoù

12/04/2023

Aveit achuiñ ar prantad nedeleg e kinnigomb deoc'h un abadenn aveit kompren petra eo ar pezh 'vez groet "ar sizhun gozh" anezhi : penaos 'veze gouiet get an dud an amzer 'vo durant ar blead nevez a-drugarez ar sizhun gozh. Displeget get Jude Paboul. Hag àr-lerc'h 'vo komzet ag ar c'hanennoù nedeleg get Jean Le Meut.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine