Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avaloù douar

Avaloù douar

13/04/2023

Re ziwezhat eo ewit lakaat an avaloù-douar b'a douar met en ur c'hortoz an dermen, setu tud o deus tennet avaloù douar durant o yaouankiz. Léon Sergent a Vihui, Michel Lidurin ha Marie Le Thuault a Sant Thuriav, aterset b'ar bleadoù 90 get Monique ar Boulc'h


Ar marvañs

Ar marvañs

13/04/2023

Pa vez un den klañv mat ha prest da vervel, e vez kaset d'an ospital. Pand'eo marv an den ema ret telefonañ d'ar funerarium. Met gwezharall, ne oa ket ar "funé" ! Penaos 'rae an dud ? Kristof Guilloux ha Jeanne Chevrel zo bet o welet Jo Sergent a Bluniav ewit komz ag an dra se !


Ar c'hleuzioù

Ar c'hleuzioù

13/04/2023

Damb da bourmen b'ar c'hleuzioù.


Ar Faoued : Sant Bastian

Ar Faoued : Sant Bastian

13/04/2023

3vet abadenn ag an heuliad diàr benn ar Faoued . Faota ket mont pell ewit gwelet traoù bammus, bet on bet get Monique b'ar Faoued ewit gwelladenniñ ar chapeloù hag ar vourc'h. A-barzh an heuliad-se 'vo klevet abadennoù kozh kavet 'ba dielloù RBG. Ni zo bet o vizitañ chapel Sant Bastian get Monique. Ba penn an abadenn vo klevet teir mouez enrollet e 1995 doc'h mikro Monique, Annick Le Goff, Henriette Le Corre hag Adèle Le Guilloux. . Sonerezh : - Kanerion er Skorv : Sant Sebastian - Istan : Gufiros - Liù : En hou kavel


Iliz Karnasen ha familh Pontkalleg

Iliz Karnasen ha familh Pontkalleg

13/04/2023

Damb d'iliz Karnasen savet etre 1420 ha 1464. Anavet mat eo he "Danse Macabre" livet ba keur an iliz.( An eil Danse Macabre ba Breizh zo ba Chapel Kermaria an Iskuit ba Plouha). Monique ya da gojal ivez a familh Pontkalleg. Ni ya da glevet tud a volonté-vat hag a oa o kempenn murioù kastel Pontkalleg, b'ar blead 1994.


Annie Jossec

Annie Jossec

13/04/2023

Bet on bet 'ba Bodamo ba Pluergat ha degemeret on bet get Annie Jossec. Hi zo bet gannet ba tifeurm Bodamo hag he deus dalc'het an dachenn hag a zo b'ar familh a-c'houde gwerz zo. . Sonerezh : - Chim Le Dorze : Pe oen er park - Louise Ebrel : Ar micheriou coz - Roland Becker & Régis Huiban : Les idées heureuses


Ar Faoued : St Fiek

Ar Faoued : St Fiek

13/04/2023

An abadenn ketañ ag un heuliad diàr-benn ar Faoued ! Faota ket mont pell ewit gwelet traoù bammus, bet on bet get Monique b'ar Faoued ewit gwelladenniñ ar chapeloù hag ar vourc'h. A-barzh an heuliad-se 'vo klevet abadennoù kozh kavet 'ba dielloù RBG. Hiri 'yamb da chapel Sant Fiek, patrom ar jardrinourion, a vro Iwerzhon. . Sonerezh : - Lankum : The old man from over the sea -Casimir Ternec Peur kaeh labourér - Baron - Anneix : Mélodie, j'ai mal aux dents - Carré-Manchot : gavotte montagne


Ar Faoued : Santez Barban

Ar Faoued : Santez Barban

13/04/2023

Eil abadenn ag an heuliad diàr benn ar Faoued . Faota ket mont pell ewit gwelet traoù bammus, bet on bet get Monique b'ar Faoued ewit gwelladenniñ ar chapeloù hag ar vourc'h. A-barzh an heuliad-se 'vo klevet abadennoù kozh kavet 'ba dielloù RBG. Damb da welet chapel gaer Santez Barban. . Sonerezh : - Roland Becker : er foerlec'h - Skeeq : Banjso - Teir : Gavotenn - Kaloneu Derv Bro Pondi : O Santez Barbe - Ketiketañ : Marion er Feoued


Kanam' !

Kanam' !

13/04/2023

Ba Breizh 'veze kanet get gozik toud an tud, durant ar labour, durant ar filajoù, pa 'yae an dud d'ar skol... dam ya hir 'oa an hent d'an amzer-se ! Kanourion ha kanerezd zo bet aterset get Monique Ar Boulc'h er bleadoù 1990. get Jude Paboul, a vBaod; Jeanne le Berre, a Vubri; Raymond Darcel, a Gleguer, a ; Emile Diodic, a Bloe ; Lucie Sivy a Garnassen


Bombard get Dominique Poulien !

Bombard get Dominique Poulien !

13/04/2023

Dominique a son ar bombard a-c'houde gwerzo bremañ, eñ 'neus gounizet ur bochad koñkourioù. Ni zo bet do'ch e welet get Monique ewit kojal ag ar sonerezh, ag ar bombard hag ivez a-ziàr ar sonerezh difennet get ar relijion gwezharall. . Tonioù : - Dominique Pouleriguen, Claude Le Gallic : gavotte Pourleth - Concours 1996 sonneurs à Gourin - Jean Pouleriguen - Dominique Pouleriguen, Pascal Salvar : aval oranj - Kan Ar Bobl 1997, Le Saint - Trouzerion - Dam d'er bal


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine