Laezh bio ho po ? Hiziv en abadenn Kreiz Mintin eh aomp d'ober un droiad en un dachenn bio e Kelenes, e parrez Klegereg. Get Gilles Auffret, mestr an dachenn, e vo displeget deomp perak en deus en em laket da broduiñ laezh bio, pesort loened en deus, petra vez raet dezhe da zebriñ, ha penaos vez aozet ar labour.
A-ziàr ar gloestraj e vo komzet hiziv, e kompagnunezh un den hag a zo sot get labour ar c'hoad. Cyr an Nozahig, pe an Noehig èl ma vez lâret, a zo bet menuzer a-hed e vuhez. Hag a-c'houde mard eo e retret en deus dalc'het da sevel gloestroù. Gober a ra marellerezh (« marquetterie » a vez lâret e galleg), savet en deus un aoter evit iliz Langedig, hag ur bochad traoù arall a zo bet graet getoñ c'hoazh. Tout en traoù-se en deus kontet da Loeiz Konan en abadenn-mañ.
Hiziv e vo komzet ag ar gazetenn « An Doere », ur gazetenn skrivet e brezhoneg Bro-Gwened hag a zo bet krouet er blezadoù pevar-ugent. Perak ha penaos ema bet savet ? Petra vez kavet a-barzh ? Get piv e veze skrivet ar pennadoù ? Respontet e vo get Alphonse Samson, unan a skipailh ar gazetenn-se, a oa bet aterset get Katrin Pasko.
Ag ar c'hloumed, pe ar pijoned ma faot deoc'h, e vo komzet hiziv. Perak eh aont pell-bras da glask boued d'ar gouiañv, perak en em ziblasont, perak ha penaos e vênt jiboeset, hag ur bern traoù arall a-ziàr ar evned-se a oa bet displeget get Gilbert Pouedras, doc'h mikro Loeiz Konan.
Pondi 'deus kollet un den a-bouez ewit bed ar ch'ultur Breizh, Yannig Audran zo partiet ar sizhun-mañ. Daet eo d'ar radio meur a wezh ewit koajal diàr-benn Kerlenn Pondi, med ivez ewit komz a lod kaer a draoù. Klevet 'vo en abadenn-mañ un atersadenn 'noa groet e 1992 a-zivout ar laridé-gavotte, a-ziàr gouellioù Nedeleg e 1990, ar bladenn 'noa savet Kerlenn Pondi e 1997 hag a-zivout an Independance's day er Stadoù Unaned . Sonerezh : -Kerlenn Pondi : Laridé-gavotte e 1990 er Festival Etrekeltek en Oriant -Diwan Pondi : Kanaomp Uhel ! - Kerlenn Pondi : Tour à Tour - Diwan Pondi : ar Lizherenneg