Durant an hañv 2021, Eflamm Korneg ha Samuel Piriou (Le Géologue Ambulant) o deus kenniget d'an dud pourmenadennoù e Roc'han. Ha desket 'vez lod kaer a draoù durant ar bourmenadenn-se ! Eflamm neus diskouehet din pezh bokedoù a c'hell bout debret, a c'hell soagnañ ha penaos o anavet. Gwelet ni beus ivez ar mean 'vez kavet er vro a petra 'teskont deomp diàr an douar hag an tier.

Ni 'visita chapel Sant-Guenael e Locolven Bubri e kompagnunezh Fabrice ha Jean-Michel Malardé ha Guy Bigoin. Jean-Michel ha Guy o deus soñj ag ar chapel pa oaint bihan ha pa oa lan a dud ewit ar pardon ! Fabrice a zispleg petra zo bet kempennet ha lakaet a nevez a-barzh. Pa oa bet enrollet an abadenn 'oa ar strollad Amaranthe e Locolven ha neuze 'meus bet ar chañs da glevet kanerion ar strollad kanañ er chapel, c'hwi o c'hlevo ivez en achumant an abadenn !