Heklev an hañv

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Heklev an hañv 11/07/2024

Heklev an hañv 11/07/2024

11/07/2024

- Stad an traoù e Kanaki hag ar brizonidi. Aterset eo bet Valérie Kervella gant Anton Burel
- Deiziataer bro Roazhon
- Kelaouadenn da vare diskouezadeg ha gwerzhadeg dre ar gresk "ar seizh avel"

Kronikenn
El balcon abierto gant Ewen Dubée

Keleier : Erwan Blanchard
Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten


Heklev an Hañv

Heklev an Hañv

09/07/2024

-An dro ziwezhañ en diskouezadeg 'Henri Rivière', gant Frédérique Huet (servij sevenadurel an ti-kêr), e sal ar gouelioù e Douarnenez
-Clélia Steczuk, en anv Ti ar Vro Kemper hag ar familh Le Lay, a ginnig deomp 'ar c'hoarioù O'Lambig' a vo disadorn e Ploveilh.
-'Brav ha bev': an ezen, gant Ewen Corre
-'War roudoù an dinozored': petra eo ar fosiloù? Marianne Vaidie.
Sonerezh: 'An eko-savourien' gant Miss Ninnog, 'I'm not your dog' gant Baxter Dury, hag 'Ar meliner yaouank' gant Claire Boucher.


Heklev an hañv 08/07/2024

Heklev an hañv 08/07/2024

08/07/2024

Frederique Huet diwar-benn an diskouezadeg dibar gouestlet da Henri Rivière kinniget e Doaurnenez betek an 10 a viz Eost.

Pauline Kerscaven eus Dour ha Stêrioù Breizh (un atersadenn gant Arvorig FM)

Kronikoù
Brav ha bev : an antibiorezistañs 2
War roudoù an dinozored : ar spinozor 2


Keleier : Anton Burel
Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé


Heklev an hañv 05/07/2024

Heklev an hañv 05/07/2024

05/07/2024

Keleier ar vro hag ar bed gant Tomaz Laken.
Hiriv e grog pardon Gwengamp evit tri devezh. Pardon Itron Varia Gwir Sikour, pardon penn-iliz Bro Dreger, lec'h m'emañ staliet ar Werc'hez zu hag ivez unan deus ar pardonioù koshañ e Breizh. Gilbert Philippe, André Hervé, Yvette Philippe ha Patrick Salaun, brezhonegerien a vihanig deus bro Wengamp a gont an holl munudoù deomp.
Garvan Suignard a zo paotr yaouank a Gawan bet graet studioù war an teul-filmoù e Pariz. Distro eo er vro ha kejet hon eus outañ e-kerzh Emgav an teul-filmoù e Melioneg evit ma gontfe deomp e sell war ar micher sevenour.ez teul-filmoù.
Keleier ar vro hag ar bed gant Tomaz Laken.


Heklev an hañv 04/07/2024

Heklev an hañv 04/07/2024

04/07/2024

- 10 vet deiz-ha-bloaz Skol Diwan Felger.
Petra zo deuet da vezañ ar skolidi gentañ ?
- Deizataer an ASB gant Alixia Thuau
- Distro eus an Hellfest 2 gant Marianne Vaidie

Kronikenn
El balcon abierto gant Ewen Dubée

Keleier : Metig Jakez-Vargas
Un abadenn kinniget gant Morgane Cotten


Heklev an Hañv 03/07/2024

Heklev an Hañv 03/07/2024

03/07/2024

Bonjour deoc'h toud ! An abadenn hiriv zo kaset a studio RBG get Jeanne Chevrel.
Setu pezh a zo klevet hiriv :
- Keleier ar vro get Erwan Blanchard [0:00]
- Mari Ar Floc'h Grainig [20:06]
Marie Ar Floc'h-Grainig a oa kelennourez solfej ha piano. Ni a ya da ouiet muioc'h geti a-venn 'ta skritur ar sonerezh e ouiam b'an europe. Hiriv kojay deomp Mari diàr-benn ar skrid-sonerezh kozhañ zo bet kaved ha ni a ouiay tamm-ha-tamm geti penaos eo daet da vout pezh welamp àr ar partitionnoù bremañ !
- Monik Ar Boulc'h [30:35]
Monik er Boulc’h doa aterset Maria Malardé a Velrand, diàr-benn e c’haod-greus, er "bouillie de millet" ma faota deoc’h. Ha he lâre penaost "tokenein er bilig", met petra eo "tokenein er bilig" ? Monik Ar Boulc’ha zisplega deomp.
- Kresk an tu dezhoù-pellañ ba Breizh. [36:50]
Etre div dro dilennadegoù depute ehamp. Ni beus gwelet penaost eo bet votet ewid an RN get gozik 12 milion den ba bro Frañs. Soñjoù an tu-dehoù pellañ zo normalizet breman b’an Europ. Ur sujed savet get Yuna Kojan hag Enora Molac.
- Keleier ar vro get Erwan Blanchard 58:25
- Muzik an abadenn :
- Beth Gibbons : Floating on a moment
- Mazhar ve Fuat - Adımız Miskindir Bizim


Heklev an hañv 02/07/2024

Heklev an hañv 02/07/2024

02/07/2024

Gouelioù Meur Kerne, ar festival OFF gant Clelia Steczuk Ansker eus Ti ar Vro Kemper
Distro eus an Hellfest gant Marianne Vaidie

Kronikoù
Brav ha bev : an antibiorezistañs
War roudoù an dinozored : ar spinozor


Keleier : Metig Jakez-Vargas
Abadenn kinniget gant Morgane Bramoullé


Heklev an Hañv 01/07/2024

Heklev an Hañv 01/07/2024

01/07/2024

Dalc'het e vo Fest Bro Pagan e-pad an dibenn-sizhun. Alwena Jaouen, kenbrezidantez ar gevredigezh a aoz ar gouel, a ginnigo ar programm da Bauline Daniel.
Eizh vloaz goude an abadenn diwezhañ e teuio en-dro Gouelioù ar bigi ! Etre d'an 12 ha d'ar 17 a viz Gouere e vo dalc'het ur fest vras war borzh Brest. Sonadegoù, c'hoariva, gweladennoù heñchet eus bigi... Trifina Baudu, kenurzhierez ar gevredigezh Sked, a lavaro da Bauline Daniel peseurt abadennoù a vo kinniget gant Ti ar vro Brest.
Echu a raio abadenn Heklev an hañv gant kronikennoù diwar-benn al lapoused e Bro-Leon. Aogust ha Louis Seite a ginnigo ar filiped hag ar gwennilied. Savet eo ar c'hronikennoù-se gant Karolina Rufle.


Heklev an hañv 23/08/2023

Heklev an hañv 23/08/2023

28/08/2023

---Pardon Sant Anton a vez bep bloaz war-dro ar chapel e Plouziri. Ar bloaz-mañ e vo c'hoazh eta d'ar sul 3 a viz Gwengolo. Moarvat ez eo ar pardon nemetañ e Breizh e lec'h ma vez gwerzhet andouilh ha kig moc'h diouzh ar c'hresk ! Muioc'h a tisplegadennoù gant Lomig Maubihan ha Michel Bozec.
---
---
---
---E fin an hañv e vo kinniget abadennoù e brezhoneg gant Domani Menez Meur e Hañveg. Unan a vo diwar-benn al loened doñv hag an eil a vo diwar-benn ar bleizi. Reportaj war al lec'h gant Katell Guillou a zo karget gant ar raktresoù pedagogel ha sevenadurel e Park an Arvorig.
---
---
---Lidet e vo 40 bloaz Mirdi Ti gwechall Dirinonn gant kontadennoù ha sonadegoù. An abadenn-mañ 'vo kinniget asambles gant Ti ar vro Landerne Daoulaz. Muioc'h a tisplegadennoù gant Erig al Lann.
---
---
---
---
---Poan o deus skolaerezed ha skoalerien da gavout ur post labour e Breizh daoust ma ouezont brezhoneg. Justine Donnard a zispleg he c'hoant labourat er vro.


Heklev an Hañv 25/08/2023

Heklev an Hañv 25/08/2023

25/08/2023

Distrujet eo bet sal an Avenir war blasenn Guerin e Brest lec'h ma veze aozet sonadegoù, prezegennoù ha fardet boued evit an dud baour.
Marine Clugeau zo ezel deus strollad An Avenir. Enrollet eo bet gant Erwan Blanchard.
Taran Mareg a zo kuzulier ‘ba kêr Vrest gant ar strollad komunour gall. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
Daoust hag-eñ ez eus deus ar sonerezh keltiek ? Ha daoust hag-eñ eo hor sonerezh er rummad-se ?
Erik Marchand a zo arbenniket war ar sonerezh modal. Un atersadenn gant Caroline Trouillet deus Radio Bro Gwened
Tañva en a-raok deus lizher kelaouiñ miz Gwengolo Splann
Kinniget eo gant Tomaz Laken ha Joliette Cabaço-Roger

Un tamm sell war geleier ar sizhun gant Tomaz Laken

Sonerezh
Doolin'
Dropkick Murphys
Plouz&Foen
Lujipeka

Buhezet eo an abadenn gant Anton Burel


Cai a sieudr Dâraine