Tennit ho anal

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ar pesk

Ar pesk

12/04/2023

Ur stumm all 'maomp 'vont da zeskiñ c'hoazh hiziv, evit mont pelloc'h gant ar yoga : stumm ar pesk, pe stumm ar roue-pesk. Diwallit mat, n'eo ket gwall aes avat ! Sébastien Guinier en-dro, deus mikro Benjamin Bouard.


Ar gouloù-koar

Ar gouloù-koar

12/04/2023

Anveout a rit ar stumm-mañ dija m'em bari, stumm ar gouloù-koar ! Piv 'neus ket bet gwelet ur yogi oc'h ober ar dra-mañ ? Lod a lâr eo mamm an holl stummoù-yoga all memes. Sébastien Guinier a zo 'vont da zeskiñ anezhañ deomp. Diwallit mat ! Stert eo !


Ar gador

Ar gador

12/04/2023

Stert eo ober ar stumm-mañ, met kement-se 'vo desket deoc'h ! Stumm ar gador a vo graet an taol-mañ, asambles gant Sébastien Guinier.


Yoga ha boued

Yoga ha boued

12/04/2023

Ar yogied ne zebront ket forzh petra ! Pell-zo bremañ o deus komprenet lar 'zo traoù ha n'int ket mat nag evit ar spered nag evit ar c'horf. Sébastien Guinier a zo 'vont da zisplegañ an dra-mañ deomp, deus mikro Benjamin Bouard.


Filosofiezh ar yoga

Filosofiezh ar yoga

12/04/2023

Ar yoga a zo deuet e-barzh ar mod amañ, e broioù ar gornaoueg, bremañ 'zo tost un tregont 'vloaz 'so. Muioc'h-muiañ a dud neuze a zo 'teskiñ ar yoga hiziv an deiz. Hervez lod ne vez ket desket kalz spered ar yoga ganto koulskoude. Hag an dra-se n'eo ket mat : ouzhpenn ur sport eo ar yoga. Ur filosofiezh hag ur mod-beviñ eo ivez ! Sébastien Guinier en-dro adarre, deus mikro Benjamin Bouard.


Kant bro, kant yoga

Kant bro, kant yoga

12/04/2023

E broioù ar gornaoueg 'vez graet « yoga » deus an « hatha-yoga ». Med hennezh n'eo ket 'met ur stil yoga e-touesk ar re all ! Ouzhpenn ur seurt yoga a zo ha sterd a-walc'h 'vefe kontañ ar re-mañ tout zoken ! Sébastien Guinier, deus ar stal Aven Yoga, a zo deus mikro Benjamin Bouard.


Mont war e flutigoù

Mont war e flutigoù

12/04/2023

Hiziv 'vo desket deoc'h en-dro mont war ho flutigoù, puchañ ma karit. An dra-mañ a zo un dra vat evit ar c'horf. Sébastien Guinier, eus ar stal Aven Yoga e Kemperle, a zo 'vont da ziskouez deomp.


Stumm ar wask

Stumm ar wask

12/04/2023

Ur stumm all a vo desket deoc'h hiziv gant Sébastien Guinier : stumm ar wask ! Hag an dra-mañ a ray vat d'ho kein !


Saludiñ an heol #3

Saludiñ an heol #3

12/04/2023

Mat ! Desket 'peus un nebeut stummoù evit saludiñ an Heol, poent eo esaeiñ ober ar saludiñ deus an eil penn d'egile bremañ 'vat ! Sébastien Guinier, deus ar stal Aven Yoga e Kemperle, a zo 'vont da zeskiñ deomp.


Saludiñ an Heol #2

Saludiñ an Heol #2

12/04/2023

N'eo ket achu saludiñ an heol ! Meur a stumm a ranker ober, c'hwi oar mat ! Stumm ar c'hobra a vo desket deoc'h bremañ, asambles gant Sébastien Guinier !