Dastum

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Yann-Ewen L'haridon, krouer an abadenn Menez Kernall

Yann-Ewen L'haridon, krouer an abadenn Menez Kernall

13/04/2023

Evit lid 50 vloaz Dastum eo bet goulennet gant daou den sevel un abadenn gant dielloù Dastumedia.
Emanuelle Bouthillier, kanerez ha sonerez violoñs, a gaso un abadenn anvet A l’évâillée gant he strollad Horvâ, ha Yann-Ewen L’haridon, paotr ar menezioù, en e aes evit seniñ bombard hag a bep seurt saksofonoù a ginnigo un abadenn all gant e strollad sonerezh fest-noz Modkozmik. Menez Kernall a vo anv e abadenn. Er gronikenn-mañ e gont deomp perak en deus choazet an anv-mañ ha peseurt tonioù en deus dibabet evit e sonadeg.
E fin ar gronikenn ho ‘p eus klevet un ton tennet deus pladenn Modkozmik «Feunteun ar wazhaleg» ha mouezh Katrin Korvelleg o kanañ ar gwerz-mañ (anvet ivez «Al lez-vamm»). Sonadeg gentañ strollad Yann-Ewen L’haridon ha strollad Emanuelle Bouthillier a vo d’ar yaou 6 a viz Here er sal Amzer Nevez, e Plañwour.


Frañsoa Katou, "dilostañ ar wiz"

Frañsoa Katou, "dilostañ ar wiz"

13/04/2023

Frañsoa Katou o kanañ "Dilostañ ar wiz", enrollet er Vinic'hi e miz Du 1980, embannet ba Kazetenn Bro-Dreger. Ha da goulz ur veilhadeg e Landreger e 1990. Hiroc'h e-barzh al levr Carnets de route, Gwerzioù ha sonioù Bro-Dreger, embannet e 2005 gant Ifig Troadeg.


Tiñtiñ Marie, ur ganerez eus ar C'hab

Tiñtiñ Marie, ur ganerez eus ar C'hab

13/04/2023

Marie Dagorn, pe Tintin Mari e-giz ma veze leshañvet en he bro, a oa ganet e Kervegen e parrez Goulien e 1892. Ur bern kanaouennoù he doa desket a-raok ar brezel bras, ha pa oa bet lazhet he gwaz en trañcheoù er bloaz 1915 e oa-hi dihanet da ganañ kazimant. Met he amezeien a ouie poursuiñ anezhi da ganañ e-barzh al labour. Daniel Jéquel en doa graet anaoudegezh ganti e 1979 hag e oa deuet a-benn da lakaat anezhi da ganañ dirak an dud. E 1981 he doa risivet ur priz e Kan ar Bobl an Oriant memes.


Jermen Boutier, ur gonterez

Jermen Boutier, ur gonterez

13/04/2023

Jermen Boutier, bet ganet ba Sant-Servez (Kernew), war leurenn gouel an Danoued (Boulvriag). Un tañva eus he c'hontadenn "Fulup ar Skañv", anvet evel-se "dre 'n askont 'nije soñj deus netra"...


Bugale Dastum

Bugale Dastum

13/04/2023

Hudu n'eo ket war un den e vo lakaet ar gouloù met war meur a hini moarvat. 'H emp da glevet bugale 'bet enrollet a-hed ar bloavezhioù. Bagadoù skolidi er C'han ar Bobl, bugale o redek al leurennoù festoù-noz, peotramant o kemer perzh ba beilhadegoù ar Vro... Mouezhioù leun a startijenn, brezhoneg bew gante. Tammoù dielloù fentus ha frommus a wechoù...
- Rimoustadenn Anaig
- Kouskit buhan gant Skolidi Skol Diwan Gwengamp hag Anne Auffret
- Diboñjour deoc'h Janedig gant Rose Troadeg
- Skolajidi Kerien gant Christiane Barbot
- Plinn ton doubl gant Sterenn Diridollou ha Louri Derrien
Kinniget gant Nolwenn Falezan






Katrin Korvelleg

Katrin Korvelleg

13/04/2023

Deomp da zizoloiñ ur ganerez kevrinus a-walc'h ha n'he deus ket laosket kalz a roudoù war he lerc'h siwazh. He mouezh he deus laosket deomp d'afer-se, ur vouezh don ha bresk war un dro hag ur stumm da ganañ diouiti hec'h unan. Bec'h d'ar chan gant Katrin Korvelleg.
Kinniget gant Nolwenn Falezan.