00028 ER RUMAD BOTEU LEH ALEURET Pepon Peurel e zo ur karadeg a beurel keigennet mat. Ul lochti' trouellenet el un tennbont en des ha ur moj drol. Eon bas é amzér é-mesk en tailheris e zo é penn er leioh. Un dé neoah, é-mesk ur bern mej ha plu e oe añzeñ, Pepon Perel e well, laket a-mod-señ ér plas, ur vraw a rumad boteù leh aleuret.
00027 - EN HANI GOUOH ABARH ER GWINEGR É an de gonteiñ un ichtoer da pend é gwir gouiet e ran éma degour frank 'a ziskouarn. A-zivout Maminouch éma é konz en ichtoer-señ justewall, hag ur bopelgañnez é hounin, ur sorserez ma faot 'a mes karadeg é. Té wélai e dra-señ tuchant. Chetu, en ichtoer-meñ, ne mes chet hei komposet. Chetu eweñ ur frazenn, chéleù mat ker, rekiz e vo da hé laret endro : « Ter vran gwenn-kann, Àr un toen azéet, É sellet doh er bet, È konz a voeh izel, Me' petra e larant ? »
00026 UN ICHTOEREIG A VREIH Me zo mé Toutouig, ur granard el doh, hag en noz el, é huinéal, grwaeit em es un drouiad é Breih én amzér gwerhall gouoh. Me mamm en dewoe hraeit ur bok dein. Charreiñ e hren m'en deulegad ha chetu ma klewan ur soñnenn bourabl. Ha petra wellañ ?.
00024 - ETRE BOURD HA FARS - ER BOH HARLUET Kourz er miti-meñ en dewoe sawet Speg-Ehen ha eon en dewoe ur suñjeig peget idañ é blu. Gobér bourdeù doh el loñned erall ag er savanenn. Mes er péah ne hoer ket Speg-Ehen : er bourdeù berrañ e zo er re gwellañ !