Warrock

Arvorig FM

Lien copié dans le presse papier.

Warrock 447! TRAMHAUS

Warrock 447! TRAMHAUS

17/11/2023

Tramhaus 'neus lakaet tan 'ba teltenn vras leurenn Gwernig e 2023. Ar strollad Punk a deu eus Rotterdam 'ban Izel-Vroioù. Mont a ra ar rockerien yaouank war roudoù Idles ha Viagra Boys! Da selaou!!! Ken diouzhtu!
Kinniget eo an abadenn gant Erwan Blanchard.


Warrock 444! DE LA CRAU... Sonerezh punk-rock e Provanseg!!!

Warrock 444! DE LA CRAU... Sonerezh punk-rock e Provanseg!!!

17/11/2023

Eus Massilia e teu De la Crau! Ur strollad levezonet kaer gant sonerezhioù Rock, Folk ha Punk. Sam Karpenia, ar c'haner ha gitarour, a gana barzhonegoù gant ur vouezh eus ar c'hentañ troc'h! Thomas Lippens ( ouzh an taboulinoù) ha Manu Reymond (ouzh ar gourrebed) a ya d'ober ar strollad gant Karpenia. Roet eo da glevout blaz hag ene Provansoù gant ur sonerezh vodern ha reut. Da vout selaouet kousto pe gousto!! Ken diouzhtu!
Kinniget eo Warrock gant Erwan Blanchard.


Warrock 443! MINUIT MACHINE!

Warrock 443! MINUIT MACHINE!

17/11/2023

Sonerezh Tekno! Un tekno yen sonet gant un daouad 'noa kroet ar strollad 'ba Pariz e 2013. Helene de Thoury zo eus ar binviji sonerezh hag Amandine Stioui a gan. Ar sonerezh zo kinniget deoc'h zo disoc'h ur meskaj albumoù hag EPoù: Violent rains (2015), Infrarouge (2019) ha 24 (2022)... Titloù an EPoù: Don’t run from the fire, Basic Needs ha Lion in a cage. Ken diouzhtu!


Keleier d'al lun 18 a viz Gwengolo- 8e30 beure

Keleier d'al lun 18 a viz Gwengolo- 8e30 beure

18/09/2023

Fridays For Future a ya da "Bennduigoù glas" 'ba Kemper!
E 2018 e oa bet roet lañs gant Greta Thunberg da zevezhioù harz-labour skol evit an hin. Diwar an intrudu-se e oa ganet al luskad Fridays For Future, a oa bet adtapet dre ar bed a-bezh. Strolladoù lec'hel eus Fridays For Future a oa diwanet un tamm e pep lec'h, unan anezhe e Kemper. Manifestadegoù tud yaouank evit an hin a oa bet d'ar mare-se. Tamm ha tamm zo bet kollet stratijenn gant ar strollad met emañ tud yaouank o klask reiñ lañs en dro d'al luskad e Bro Kemper dindan un anv nevez : ar Pennduigoù Glas pe « mésanges vertes ». Aozet o doa ur vodadeg digwener da noz war plasenn an Iliz Veur e Kemper. Eno e oa Gwenola Gerard Seznec, studierez. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

Jiminas "La Quimperoise", ur savadur gant un istor veur
Gweladennoù a bep seurt a zo bet dre ar vro 'pad an dibenn 'zhun evit devezhioù glad. E Kemper e oa posupl dizoleiñ istor savadur ar « quimpéroise », ur savadur « arz nevez » eus penn kentañ an 20vet kantved ha sal jiminaz istorel Kemper. Hiziv an deiz e c'hell pep hini lakaat e anv e klub jiminaz La Quimpéroise met e penn kentañ tout e oa bet soñjet evit ar baotred, da heul brezel 1870, 'vit ma c'hellfent gourdoniñ ha bezañ prest ma tarzhfe ur brezel all. Splujomp en istor gant Annaig Loizel, hanterourez war ar glad e Kemper. Ouzh mikro Metig Jakez-Vargas emañ.


Warrock 442 DEEPER

Warrock 442 DEEPER

15/09/2023

Un dibab sonerezh kaset gant Adrien Gouez! Sed aze anvioù ar strolladoù zo da selaou: Deeper, Hey Colossus, Buck Meek, Frankie and The Witch Fingers, Osees hag Activity... Plijadur deoc'h!
foto: instagram Deeper


Christian Death! "Evil becomes rule"

Christian Death! "Evil becomes rule"

29/08/2023

E 2022 'oa embannet album "Evil becomes true" gant Christian Death! ur strollad rock gotek ha death rock eus Los Angeles.


Warrock 439 You Said Strange ...

Warrock 439 You Said Strange ...

02/06/2023

Un abadenn Warrock all kinniget asambles gant Adrien Gouez hag Erwan Blanchard. An dibab sonerezh zo bet graet gant Adrien. Komans a ra an abadenn gant ar strollad "You said strange". Plijadur deoc'h!