Mil micher

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Mil micher: Joseph le Nen

Mil micher: Joseph le Nen

13/04/2023

Tro Joseph le Nen eo da gemer e blas en heuliad 'Mil Micher', gouestlet d'an dud o deus labouret war postoù disheñvel. Joseph zo plijet gant ar skiant, an treuzkas, an dud. Ha bremañ p'emañ oc'h en em stummañ da zeskiñ stummañ reoù all war ar brezhoneg, e kavo e beadra, sur!


Mil micher: Fanny Labbay

Mil micher: Fanny Labbay

13/04/2023

Fanny Labbay ne felle ket dezhi chom re bell er skol goude bezañ tapet he bachelouriezh.
Labouret he deus evel buhezourez er c’hampoù vakañsoù, distroet eo d'ar skol-veur diwezhatoc'h, tutet eo bet evel skolaerez ha skoazellerez, plac’h ar bleunioù eo bet ivez, hag araok ober ar choazh da reiñ hec’h holl amzer d’he bugale pe dost (5 a zo en ti) e-pad ur mare achuet n'eus ket keit-se, he deus graet micherioù bihan liesseurt berrbad o c’hevratoù: en uzin, hag e ti an dud…. Chench a blij dezhi, ha kurius 'vez gant tra. P'eo bet re ziaes an traoù (pe re vorrodus) eo aet kuit evit klask gwelloc'h, atav gant ar soñj d'ober eus he familh an dra pouezusañ.


Mil micher: Chloé Garel-Delval (1) Ar studioù

Mil micher: Chloé Garel-Delval (1) Ar studioù

13/04/2023

Chloé Garel-Delval a vo da glevet en abadenn ‘Mil Micher’ en dro-mañ.
Met er c'hontrol d’ar re all bet klevet araok e chomimp kalz ganti war ar mod he deus bevet he studioù araok komz eus al labour.
Preparet he deus an dachenn da gavout labour par ma c’helle ha strivoù zo bet goulennet ganti da gaout he bachelouriezh, ur BTS hag ur vestroniezh war ar brezhoneg da heul, peogwir n’he deus ket gouiziet abred awalac’h ma oa hi nammet gant an disleksiezh: miret eo bet da zeskiñ a-lusk gant he mignoned…Graet he deus an holl hentad memestra. Zoken ma oa troet da vil-hent-all an hent-se abalamour d'ar c'hemplez a c'hell bezañ al liamm etre ar stummadurioù ha bed al labour.


Mil micher: Chloé Garel-Delval (2) Bed al labour

Mil micher: Chloé Garel-Delval (2) Bed al labour

13/04/2023

Chloé Garel-Delval a vo da glevet en abadenn ‘Mil Micher’ er sizhun-mañ c’hoazh.
Goude deomp bezañ klevet peseurt mod he deus bevet he studioù, e ouezimp peseurt mod eo aet tre ‘ba bed al labour.
Klevet ‘vez er mare-mañ ne fell ket d’ar yaouankiz labourat kalz ha kalet hag emañ ar wirionez gante. Arabat lezel an implijerien ober pe lâret deoc’h forzh petra.
Kod al labour a zo anezhañ evit hor gwareziñ met re alies ‘vez ket trawalc’h ha ret eo krediñ lâret kaoc’h da dud zo. Ma zo moien deoc’h d’hen ober.
Kaoz ‘vo deus kaoc’h en istor bihan a vo kontet deomp er mintin-mañ gant Chloé. En em gavet eo gant louskoded e penn kentañ tout p’he deus en em inskrivet en interim...


An dud mil micher: Alexandra Bernard

An dud mil micher: Alexandra Bernard

13/04/2023

Deomp da gaout an dud o deus graet micherioù disheñvel, a zo bet tutet war kalz postoù. C'hoarvezet eo peogwir e oant kurius, peogwir o dez ezhomm da chench plas alies, peogwir n'o deus ket bet a choazh, peogwir e felle dezhe tizhout metoù sokial/ intelektuel all.
Tad Alexandra en doa lâret d'e vugale -hag ar wirionez 'oa gantañ- 'rafent tro ar bed gant un tamm skiant war an treiñ krampouezh brav, ha ma ne vankfe ket al labour dezhe gant ar vicher-se. Alexandra ne dro ket krampouezh ken, met aour a zo en he daouarn evit d'an dud en em santout brav. Ha petra zo bet etre an ti-krampouezh hag an daol dorlo? Micherioù all, tud, ha plijadur!

[https://www.labullequiroule.com/] (https://www.labullequiroule.com/)


Yann & Katell Mil Micher: Claire Cariou

Yann & Katell Mil Micher: Claire Cariou

13/04/2023

Deomp da gaout an dud o deus graet micherioù disheñvel, ar re a zo bet tutet war postoù liesseurt. C'hoarvezet eo peogwir e oant kurius, peogwir o dez ezhomm da chench plas alies, peogwir n'o deus ket bet a choazh, peogwir e felle dezhe tizhout metoù sokial/ intelektuel all.
Claire Cariou zo deuet da chom en dro en he bro c'hinidik, ar C'hab, goude un hir a dro e meur a vro ha meur a vicher. Emañ bremañ o kizidikaat d'ar zero lastez ha penaos en em gemer.
[https://cotewaste.fr/] (https://cotewaste.fr/)


Yann& Katell Mil Micher: Léandre Savineau

Yann& Katell Mil Micher: Léandre Savineau

13/04/2023

Deomp da gaout an dud o deus graet micherioù disheñvel, ar re a zo bet tutet war postoù liesseurt. C'hoarvezet eo peogwir e oant kurius, peogwir o dez ezhomm da chench plas alies, peogwir n'o deus ket bet a choazh, peogwir e felle dezhe tizhout metoù sokial/ intelektuel all.
Araok bezañ tad 'oa Leandre soner-kaner. Ha setu an traoù pouezusañ en e vuhez. Ha pa ne vez ket trawalc'h bezañ arzour evit magañ e re 'vez aes da Leandre kavout e blas e lec'h all evel munuzer, pe tavarnour... Chench ne ra ket aon dezhañ.
(Hag evit ar sonerezh: FLB (Free Brain ha Laou) / Les doigts du cru/ Simon Scardanelli trio...)


Yann & Katell Mil Micher: Bruno Boisrobert

Yann & Katell Mil Micher: Bruno Boisrobert

13/04/2023

Deomp da gaout an dud o deus graet micherioù disheñvel. C'hoarvezet eo peogwir e oant kurius, peogwir o dez ezhomm da chench plas alies, peogwir n'o deus ket bet a choazh, peogwir e felle dezhe tizhout metoù sokial/ intelektuel all.

Bruno Boisrobert zo bet eus ar re gentañ o labourat evit Radio Kerne. Kazetenner eo. Hag ouzhpenn se.