Un Den Er Bed

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Léonard Peltier, un hir a vac'hadenn bolitik

Léonard Peltier, un hir a vac'hadenn bolitik

13/04/2023

Goude marv Crazy Horse e 1877, goude ma oa bet peursujet Red Cloud ha drouklazhet Sitting Bull e 1890, goude lazhadeg Wounded Knee ne chome mui netra eus ar Resistañs norzh-amerindian kalonek a oa bet kaset gant ar bobl Sioux e fin an XIXvet kantved. Kraouiet 'oant bet e mirvaou treset o harzhoù gant an Norzh-amerikaned nevez, diberc'hennet eus o douaroù, deus o sevenadur, eus o c'harg a gerent a-wezhoù. Peurvezhekaet. Truekaet. Beuzet er boeson. Ne vire ket deusoute da chom tud, ha don enne e klaskent c'hoazh gouzout piv oant hag adc'hounit o lorc'h hag o librente. Er bloavezhioù 1950 'oa bet ret d'an Norzhamerindianed yaouank mont war-du ar c'herioù bras. Er c'herioù bras-se o doa en em gavet gant minorelezhioù all, minorelezhioù stourm, minorelezhioù desket war ar bolitikerezh hag an istor, an holl el luskad enep ar gouarnamant evel ma oa pleustret d'ar c'houlz-se: Black Panthers, ar Bortorikaned, an enebourien d'ar brezel kaset e Vietnam. Ar birvilh-se, an entan nevez-se en deus roet, e 1968, an American Indian Movement, savet a-ziwar patrom ar luskad da zifenn gwirioù sivik ar re zu. An AIM neus graet berzh, brudet eo bet buan.Hag abred ivez 'oa arruet Léonard Peltier ennañ.


Alexander Fleming hag ar penisilin

Alexander Fleming hag ar penisilin

13/04/2023

D'an 3 a viz Gwengolo 1928 e tistro Alexander Flemig d'e labourva, goude ur prantad vakañsoù. Labourat a ra evit ar Saint-Mary's Hospital, e Londrez. Lezet en doa bakterioù stafilokok kreskiñ ha liesaat. ha kavour a ra ar boestoù m'emaint trevadennet gant un doare kotoñs arc'hlas, lous. Ar foueenn penicillium notatum eo a zo bet kavet he hent ganti: deuet eo deus boestoù tost ouzh re Flemming, diouzh boestoù ur medisin all, hag a vez o labourat en e gichen. Fleming zo prest d'o skarzhañ holl met ur skiantour eo da gentañ: sellet a ra a dost ouzh an danvez kresket en e voestoù, ha dont a ra dezhañ un anadenn. Miret eo bet ar stafilokokoù da greskiñ, da liessaat ha da gemer muioc'h a blas er boestoù e-lec'h m'emañ ar fouenn. Un danvez bennaket enni a zo kat da vougañ ar bakterioù. Diouzhtu 'ra Fleming Penicilline eus ar foue-se.


Tetsu Nakamura an Afgan

Tetsu Nakamura an Afgan

13/04/2023

Tetsu Nakamura, 74 bloaz, zo bet muntret, e Afghanistan d'ar 4 a viz Kerzu, asambles gant e bemp gward. Japanaat 'oa bet en ur vuhez kentañ, met adal ar poent 'oa arru er vro m'en doa da zegas sikour d'an dud, ouzhpenn 40 vloaz z'o, oa troet da Afghan penn kil ha troad, betek en e voustachoù.


Maria Lai

Maria Lai

13/04/2023

Ar gazetennerez Diane Lisarelli, mil mersi dezhi, he deus graet din ober anaoudegezh gant Maria Lai nevez zo. Maria Lai a zo aet diouzimp e 2013. Graet he doa eus an arz ur mod da brederiañ al liammoù etre an dud, evite d'en em garout an eil re hag ar re all un tammig gwelloc'h, eeunoc'h, aesoc'h.


Guda & Leanezed-enlivourezed ar Grennamzer

Guda & Leanezed-enlivourezed ar Grennamzer

13/04/2023

Er grennamzer, er manatioù, e veze staliet an eilerien hag an enliverien er scriptorium. O c'harg 'oa ober eilennoù kaer eus ar skridoù relijiel, eus oberennoù dedennusañ an Henamzer. A vanati da vanati ez ae ar skiant hag ar sevenadur. Moien ez eus bet da wiriañ ma veze kavet merc'hed er manatioù-se, aozet evit kopiañ ar skiant, al lennegezh, ar relijion. Met nebeut-tre a verc'hed, a vez desket deomp. Ur gont zo bet graet gant an istorianed: nebeutoc'h evit un' dre gant eus al levrioù bet graet araok an XIIvet kantved 'oa bet laosket etre daouarn merc'hed. Met penaos 'ouifent resis piv neus bet eilet hag enlivet al levrioù-se? Ne oa na boaz na micher an eilerien, eilerezed, enlivourien, enlivourezed sinañ o labour


Big Eddie & Little Eddie

Big Eddie & Little Eddie

13/04/2023

E 1975 ez eus deuet ouzh ar skrammoù amerikan un teulfilm dreistordinal, ha bet renket buan e-touesk pennoberennoù ar sinema norzh-amerikan gant ar brizerien filmoù: Grey Gardens. Anv un ti eo Grey Gardens, un ti en Hamptons. N'eus ket kalz a vanlevioù ken c'heuc'h, ken pinvidik, ken bourc'his er Stadoù-Unanet hag hemañ, the Hamptons, war Long Island, an enezenn vras stag ouzh kêr New-York. An ti-mañ a zo bet roet e anv d' ur film hag a zispak deomp buhez div vaouez dibar o vevañ ennañ o div hepken, pell mat eus ar bed, pelloc'h c'hoazh eus kevredigezhig kalon New-Yorj, div vaouez kollet, div vaouez libr, div vrizhenn, div arzourez o deus en em vanket war ar vuhez a felle dezhe bevañ. Mamm ha merc'h 'oant, ha lesanvet 'oant 'Big Eddie' ha Little Eddie'. Pa oa erru ar skipailh-filmañ d'o c'haout e 1973 'oa an ti en ur stad mantrus.


Gabriele Münter

Gabriele Münter

13/04/2023

Gabriele Münter a oa bet ganet e Berlin en ur familh bourc'his e 1877. Yaouank-tre dija 'oa komañset da dresañ. Lakaet e oa bet da zeskiñ ar piano ivez. Un deskadurezh boutin evit ur verc'h d' ar vourc'hiselezh d'ar poent-se. Buan he deus kavet plijusoc'h an arzoù grafek, ha lezet eo bet d'ober he choazoù gant he zud. Ur skoilh he doa anavezet, en desped da spered digor he zud, ha d'an argant a c'hellent lakaat en he studioù: Akademiezh an arzoù-kaer a nac'he degemer merc'hed.


Tom ha Kitty Higdon

Tom ha Kitty Higdon

13/04/2023

Ar grev hirañ bet kaset biskoazh e Bro Saoz 'oa bet lañset e 1914 gant skolidi hag o zud evit difenn ur c'houplad mistri-skol, Tom ha Kitty Higdon. Padet eo 25 ploaz, betek marv Tom e 1939. Tom ha Kitty Higdon a oa bet tennet o c'harg digante goude ma oa bet displijet izili ar poellgor karget da aozañ an deskadurezh en o c'horn-bro. Mennet mat e oa an daou vestr-skol da virout an holl vugale gante war holl deizioù ar sizhun, en holl vloavezhioù ret da gaout un deskadurezh diazez, ha da ginnig dezhe ur c'helenn a galite en ur sal glas brav ha tomm. Met d'an ampoent e veze ezhomm da gas ar vugale-se er parkeier gant o zud reoliek, hag ar berc'henned a denne mort d'an nerzh-labour yaouank-se evit al labourioù da ober en tiez-feurm. Ha dispignoù paper, levrioù ha koad da lakaat er siminal da dommañ ar skol ne veze ket graet evit ar vugale baour. Anveet eo bet ar stourm-se 'The Burston Strike School'.