Ar vandenn

Radio Kreiz Breizh

Lien copié dans le presse papier.

Koursoù karrigelloù ba Kerien

Koursoù karrigelloù ba Kerien

13/04/2023

Jean Gwilhom ha Marsel Gwilhoù aterset gant Annie Ebrel e 1988. Un abadenn kinniget gant Derv Huellou.


Léonie & Jean Dugay ha Roger an Ny

Léonie & Jean Dugay ha Roger an Ny

13/04/2023

Pennadoù-kaoz graet gant tud Radio Kreiz Breizh e 1986 : Léonie ha Jean Dugay deus Duod ha Roger an Ny enrollet e foar Kêrgozh Un abadenn kinniget gant Derv Huellou


Gouren ha kontadenn ar milour

Gouren ha kontadenn ar milour

13/04/2023

Fenoz en abadenn vo kaoz deus ar gouren ha klevet vo ur gontadenn. - Germaine Lukaz a oa engouestlet e bed ar gouren, betek bout anvezet maeronez ar c'hourenerezed hag ar gourenerien. Displeg a ra da Noelle Simon un tamm deus ar cheñchamantoù he deus bet gwelet. Atersadenn graet e miz Ebrel 1990. - Evit derc'hel gant ar gouren, ur ganaouenn bet savet gant Edouard ar Saoz e 1973, sonenn Kalvez. Eñ zo o kas ar ganaouenn. Embannet oa bet da heul ar levr "Le gouren dans la tradition populaire". - Kontadenn ar milour oa bet enrollet e miz Kerzu 1993 e Ti Pikouz (Sant-Nigouden) e-pad un nozvezh kontadennoù. Deus Kergrist-Moeloù (lec'h n'eus ket 'met tud dres) emañ ar gonterez met ne ouiamp ket piv eo c'hoazh. Setu ma anvezit ar mouezh-mañ larit dimp!


Tanioù ar garantez ha lambig

Tanioù ar garantez ha lambig

13/04/2023

e-kerzh an abadenn-mañ: - Charles ar Verr deus Sant-Nikolaz a zispleg e vicher distiler lambig da Herve ar Beg (2/2). Ton sonerezh: Restless gant Cocorosie - Mari Gallouedeg deus Paoul a gont petra eo he buhez e ti ar gozh Mael-Karaez. Komz a ra da deus hec'h abadenn tele garetañ "Tanioù ar garantez" pe "les feux de l'amour" e galleg, met ivez deus ar bleiz ha noa klevet konto deusañ gant he familh. Evit echuiñ e kana ur ganaouenn. Aterset oa bet gant Herve ar Beg er goañv 97.


Boulloù ha komis

Boulloù ha komis

13/04/2023

Désiré Kamuz deus Pontre o kaozeal diwar-benn boulloù Breizh. Peseurt mod oa chañchet ar mod da c'hoari. E soñjoù. Aterset gant Noelle Simon e 97. Un ton gant ar strollad Dazont, ur strollad rock deus ar bloavezhioù 80. Ur blijadur eo klevet aergelc'h ar c'homisoù. An taol-mañ oa en em gavet Herve ar Beg gant Emil Mahe ha Gwilhom Tasset e Plonevez-Kintin. E-pad komis kanton Rostrenn. Enrolladenn graet e 85.


Lambig ha Bleizi

Lambig ha Bleizi

13/04/2023

- Charles ar Verr deus Sant-Nikolaz a zispleg e vicher distiler lambig da Herve ar Beg (1/2). - E Bro Kallag oa bet lazhet ar bleiz diwezhañ gant un den deus familh Marie Lamotte. Kontañ a ra (1988) da Noelle Simon ar pezh neus bet klevet laret. - Sandrine Kalvez oa bet enrollet e-kerzh ar c'han ar bobl 96 gant ur gontadenn noa bet desket gant he mamm-gozh. Sonerezh: Restless gant Cocorosie


Aogust Kere deus Sant Nikolaz (2/2)

Aogust Kere deus Sant Nikolaz (2/2)

12/04/2023

E 1987 oa bet aozet ur c'honkour kontadennoù gant ar CMB e Breizh a-bezh. Ar final oa bet dalc'het en Oriant. Evit ar c'hontedennoù e brezhoneg eo Aogust Kere deus Sant-Nikolaz noa gonet. Un tamm goude oa bet Fañch Jezekel d'ober un tamm kont gantañ, un digarez d'ober anaoudegezh gantañ, klevet anezhañ konto deus e vuhez, met ivez o tisplegañ ur varzhoneg bet savet gantañ hag e gontadenn bet priziet. En tamm diwezhañ deus e atersadenn glever anezhañ kontañ e gontadenn. Muzik: - "Rostrenn" sonet gant Sked - "Cumbia villera de la ciudad armera" sonet gant Mursego


Merc'hed Kroaz Taset (1/2)

Merc'hed Kroaz Taset (1/2)

12/04/2023

Evit 10 vloaz Radio Kreiz Breizh oa bet Noelle Simon d'ober un tamm kont gant merc'hed Kroaz Taset (Sant Nigouden). Kement ha goull gante o soñj war ar radio, an abadennoù hag ar muzik blija dezhe. Ar re-mañ noa gwelet penn-kentañ tout ar radio war ar barrez Muzik: - "Clash eta Pistols" kanet gant Morau - "Roots in the air" sonet gant Iseo ha Dodosound


Aogust Kere deus Sant Nikolaz (1/2)

Aogust Kere deus Sant Nikolaz (1/2)

12/04/2023

E 1987 oa bet aozet ur c'honkour kontadennoù gant ar CMB e Breizh a-bezh. Ar final oa bet dalc'het en Oriant. Evit ar c'hontedennoù e brezhoneg eo Aogust Kere deus Sant-Nikolaz noa gonet. Un tamm goude oa bet Fañch Jezekel d'ober un tamm kont gantañ, un digarez d'ober anaoudegezh gantañ, klevet anezhañ konto deus e vuhez, met ivez o tisplegañ ur varzhoneg bet savet gantañ hag e gontadenn bet priziet. En tamm kentañ deus e atersadenn glever anezhañ kontañ e vuhez prizoniad pad an eil brezel bed hag e varzhoneg. Muzik: - Konskried Sant Nikolaz gant Kemener/Gwilhouz - La casa del Mouradia gant Ouled El Bahdja


Kontadennoù galaoueg

Kontadennoù galaoueg

12/04/2023

Chañchamp bro un tamm! E 1987 oa bet aozet ur c'honkour kontadennoù gant ar CMB. Gourfenn departamant Aodoù an Arvor oa bet e Mur, gant kontadennoù en brezhoneg, galaoueg ha galleg. Setu amañ darn deus ar re en galaoueg.