Un abadenn gaer tremenet en div yezh ar wech mañ : Saozneg ha Brezhoneg. Aterset em eus Rodney Devine, paotr Iwerzhon an Norzh, evit komprenn ha selaou-douz Rebel songs, kanaouennoù disent, a destenn douz buhez an iwerzhonized an amzer mañ amzer. Trugarekaat a ran anezhañ evit bout komzet deus un danvez frommus dezhañ.
Komzet e kornog ar vro, tro dro 50 000 den a gomz gouezeleg skos c'hoaz. Ur yezh en arvar neuze. Pezh zo, ar c'han gouezeleg e bro Skos zo bev buhezek war leurennoù sonerezh trad ! Kanerezed dreist holl, a gelenn ivez ba skolioù sonerezh pe 'kerzh stajoù, 'vit ma chomo bev mat ar mod ispisial da ganañ du se.
Daou strollad e penn ar revival er bloavezhiou 70 neus padet pell ha gwell ba spered and dud giz an daou strollad brudetañ vit reiñ nerzh en dro d'an hengoun. ur Folk hengounel, hag un hengoun Rock N Roll ma karit!
[ Récupérez vos fichiers ] (https://wetransfer.com/downloads/73f6655f3c1d84ec14927bd30451542120240311132053/af671da61e66bcc8f240a7fb7639e07b20240311132111/ae4493?trk=TRN_TDL_01&utm_campaign=TRN_TDL_01&utm_medium=email&utm_source=sendgrid)