C'hwec'hvet tamm un heuliad abadennoù diwar-benn an adlodennañ a oa graet e Pont-Melvez e bloavezhioù 1960. E miz ar Foenn 2018 oan bet o welet ba Plouvagor, Jean Georgelin, bet ganet e Pont-Melvez d'an 13 a viz Mae 1929, hag e wreg Annick Druilhenneg, bet ganet e Gurunuhel d'an 20 a viz Foenn 1938. 'B'ar bloavezhioù 1960, e-kerzh ar "remembrement", oa bet graet gante ur feurm nevez, 'ba Channezou, e Pont-Melvez, lec'h oa douar brug ha lann.
Kontadennoù ijinet gant bugale skol Laniskad, klasad Laurence Loargann, labouret neuint asambles gant Jean Kergrist met ivez gant mirdi arzoù hag istor Sant-Brieg, deuet e oant da RKB d'enrolliñ o c'hontadennoù ha da gonto deus ar raktres... Tem ar c'hontadennoù : petra zo kaoz zo pikoù d'al lann ?