Goude bezañ bet war-c'horre Merc'her ha Gwener gant ar c'hronikennoù all, bremañ omp deuet d'an Douar en-dro. Trede planedenn sistem an Heol an hini eo, ha planedenn vrasañ ar sistem diabarzh (ar planedennoù roc'h ma karit). Dominique Merrien a zo deus mikro Benjamin Bouard en-dro adarre ha c'hwi welo : kalz traoù zo da zeskiñ c'hoazh !
Un dra bennak iskis a zo o treiñ tro da Wener : Neith. Diskoachet 'oa bet er bloavezh 1645 gant Francesco Fontana, ha gant meur a hini a oa bet gwelet en-dro goude-se. Met an dra-se n'eo ket gwir ! En em dromplet 'oa an astronomianed ! Dominique Merrien zo 'vont da gontañ an istor-mañ deomp bremañ, deus mikro Benjamin Bouard.
Dalc'homp un tamm bihan c'hoazh gant Gwener, eil planedenn sistem an Heol. Diaes a-walc'h eo studiañ honnezh. Kalz soñtoù a zo bet kaset da Wener met un tamm-mat deuzouto a zo marv a-raok en em gavout war ar blanedenn. Ha n'eus ket gour ebet deus ar re-mañ hag a zo bet gouest da chom bev muioc'h evit un hantereur war-c'horre ! Dominique Merrien a zo deus mikro Benjamin Bouard.
Hiziv 'vo cheñchet planedenn ! Mont a reomp da Wener, asambles gant Dominique Merrien ha Benjamin Bouard, etre Merc'her ha neuze an Douar. Gwechall-gozh 'veze graet deus Gwener un Doue gant kalz pobloù. E galleg 'vez lâret « étoile du berger » deuzouti hag an dra-se n'eo ket mat ! N'eo ket ur steredenn !
Re domm eo an amzer war-c'horre an Heol, setu hon eus kavet gwelloc'h mont da Verc'her ! Afin, uhel-mat eo an tempradur war e gorre ivez memestra ... Ne vefemp ket evit beviñ warnañ, nann ! Dominique Merrien a zo 'vont da lâret deomp penaos emañ an traoù war-c'horre pladenn gentañ sistem an Heol !