Karront Sant-Jakez

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Ar stered-lostek (3/5)

Ar stered-lostek (3/5)

13/04/2023

Dont a ra ar stered-lostek deus a-bell, deus penn pellañ sistem an Heol memes. Eno 'zo div goumoulenn vras, koumoulenn Hills ha koumoulenn Opik-Oort, hag e-barzh ar re-mañ emañ ar stered-lostek o treiñ en-dro d'an Heol. Met a-wechoù 'vez lod ha vez dedennet gant an heol pe gant ur blanedenn ha setu vênt direizhet (cheñchet o hent dezho). Dominique Merrien ha Benjamin Bouard zo 'vont da lâret deomp penaos ya en-dro.


Ar stered-lostek (2/5)

Ar stered-lostek (2/5)

13/04/2023

Milionoù ha milionoù a stered-lostek a vez kavet en oabl, met n'eus ket 'met un nebeut re a zo anveet mat gant an astronomourien. Met petra eo ur steredenn-lostek evit komañs ? Ur steredenn lostek a zo un tamm roc'h bihan-bihan, gant ul lost gaz. Ha dont a reont deus div goumoulenn vras : koumoulenn Hills ha koumoulenn Opik-Oort. Dominique Merrien zo a-dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.


Ar stered-lostek (1/5)

Ar stered-lostek (1/5)

13/04/2023

Un tamm-mat a draoù zo o treiñ en-dro d'an heol : planedennoù, gaz pe roc'h, ha daou c'houriz bras (gouriz an Asteoridennoù ha gouriz Kuiper). Ha traoù all zo c'hoazh, evel ar stered-lostek pe « les comètes » e galleg. Dominique Merrien zo 'vont da lâret deomp penaos int bet diskoachet ha 'blam da betra vez graet anvioù droll dezho.


Gouriz Kuiper (2/2)

Gouriz Kuiper (2/2)

13/04/2023

Hiziv emaomp c'hoazh e penn all sistem an heol, e Gouriz Kuiper. Kement a draoù zo e Gouriz Kuiper ken n'ouzer ket re a-wechoù penaos renkañ anezho. Tammoù roc'h pe planedennoù bihan-tout a vez kavet, evel Charron, ur seurt loarell da Bloudon (Pluton). Dominique Merrien zo ganomp c'hoazh, asambles gant Benjamin Bouard.


Gouriz Kuiper (1/2)

Gouriz Kuiper (1/2)

13/04/2023

Aet omp kuit deus Neizhan (Neptune) da vont bremañ etramek penn ar sistem-heol, e-lec'h vez kavet ur seurt gouriz tammoù roc'h ha vez graet « Gouriz Kuiper » deuzoutañ. Traoù bras a gaver e-barzh, evel Ploudon (Pluton). Da zigentañ 'oa bet renket evel ur blanedenn, met cheñchet eo an traoù bremañ ! Dominique Merrien zo ganomp c'hoazh, asambles gant Benjamin Bouard.


Neizhan (4/4)

Neizhan (4/4)

13/04/2023

N'anveer ket kalz traoù deus ar blanedenn Neizhan c'hoazh, n'eo ket bet studiet ur bern evit ar mare. Met komañset eo an NASA da brebariñ ur sont ha vo kaset da Neizhan 'vo ket pell. Dominique Merrien zo c'hoazh a-dreñv ar mikro asambles gant Benjamin Bouard.


Neizhan (3/4)

Neizhan (3/4)

13/04/2023

Ur bern traoù zo 'treiñ en-dro da Neizhan. Pemp gwalenn zo, evel ma vez gwelet en-dro da Sadorn pe da Ouran ivez. Hag a zo c'hoazh un toullad loarelloù, bras ha bihan, ha traoù all, bihanoc'h. Dominique Merrien zo c'hoazh a-dreñv ar mikro asambles gant Benjamin Bouard.


Neizhan (2/4)

Neizhan (2/4)

13/04/2023

Neizhan zo ur blanedenn gaz ha vez renket e-barzh familh ar « planedennoù bras skornet ». Dominique Merrien zo 'vont da lâret deomp penaos emañ ar blanedenn-mañ dre just, asambles gant Benjamin Bouard.


Neizhan (1/4)

Neizhan (1/4)

13/04/2023

Cheñchomp planedenn en-dro adarre ha deomp da Neptune bremañ, pe « Neizhan » e brezhoneg. Dont a ra ar blanedenn-mañ warlerc'h Uranus (Ouran) e sistem an Heol. Ar re gozh n'anveent ket anezhi gwechall, peogwir n'eus ket 'voiaen da welet anezhi gant daoulagad evel-just. Pezh zo droll a-walc'h memestra, Neizhan zo bet kavet a-raok bezañ gwelet ! Dominique Merrien zo ganomp c'hoazh, asambles gant Benjamin Bouard.


Ouran (4/4)

Ouran (4/4)

13/04/2023

Troiñ a ra un toullad traoù en-dro da Ouran : loarelloù (satelitoù) ha traoù all c'hoazh, traoù droll a-walc'h 'wechoù. Dominique Merrien zo c'hoazh 'dreñv ar mikro, asambles gant Benjamin Bouard.