Ma 'g oc'h intereset gant ar stered hag ar steredegoù 'zo ur bern traoù a c'hallo sikour ac'hanoc'h ma peus c'hoant : kartennoù deus an oabl pe c'hoazh maeziantoù (lojisieloù), war Internet peotramant war an telefonoù-chakod. Dominique Merrien zo c'hoazh asambles gant Benjamin Bouard.
Eizh steredeg ha pevar-ugent a c'haller gwelet en oabl etre tout, evel ma oa bet lâret deoc'h gant Dominique Merrien ha Benjamin Bouard er c'hronikennoù all : lod a c'haller gwelet mad-tre amañ, ha lod all ne vênt ket gwelet tamm ebet ac'hann. Ha ma n'oc'h ket boaz, anveout ar stered hag ar steredegoù a c'hall bezañ diaes a-walc'h memestra. Dre voneur 'vez kavet kartennoù deus ar steredegoù hag a c'hallo sikour ac'hanoc'h kalzig, ma peus c'hoant da sellet deuzouto ho-unan.
Soñj 'peus : eizh steredeg ha pevar-ugent a c'haller gwelet en oabl etre tout, met n'haller ket gwelet anezho tout amañ e Breizh evel-just ! Lod a vez gwelet mad-tre amañ, ha lod all a chomo kuzhet evidomp. Dav eo mont deus an tu all da c'houriz ar bed (« équateur » ma karit) evit kavout steredegoù all. Dominique Merrien en-dro, asambles gant Benjamin Bouard.
Eizh steredeg ha pevar-ugent a zo bet anveet en ur mod ofisiel gant an UAI (Union astronomique internationale) met n'haller ket gwelet anezho tout forzh pelec'h war an Douar. An dra-se zepand e pelec'h emaomp war an Douar ha pevare : hervez ar vro hag hervez ar sezon 'vo ket gwelet atô memestra. Dominique Merrien en-dro adarre, asambles gant Benjamin Bouard.
Eizh steredeg ha pevar-ugent a zo bet anveet en ur mod ofisiel gant an UAI (Union astronomique internationale) ha tout o anvioù zo e latin. Met e-barzh pep bro 'vez kavet anvioù all, e yezh ar vro. Met dav kompren memestra ne sinifi netra : e-barzh ur steredeg n'eus ket tamm liamm ebet etre ar stered. Dominique Merrien zo 'vont da zisplegañ tout an dra-se deomp, asambles gant Benjamin Bouard.
An oabl a zo un tamm bihan evel ur mirdi en ur mod, pe ul levr. Pa teu an noz 'zo a-bep seurt traoù da welet ennañ, al loar, ar planedennoù hag ar stered. Met kemend-all a viliarioù stered a zo en oabl o deus bet ezhomm an dud sur a-walc'h da ijinañ steredegoù (« constellations ») kuit da vezañ kollet-net. Ha pell zo eo bet savet ar steredegoù kentañ : 4000 bloaz 'zo an hini oa, gant ar pobloù mezopotamian. Dominique Merrien en-dro, asambles gant Benjamin Bouard.
N'omp ket deuet a-benn da gompren c'hoazh penaos ya ur galaksienn en-dro gant ar stered a zo e-barzh. Treiñ a ra ar galaksiennoù met n'ouzer ket perak. Lod lâr a c'hallfe bezañ efed an dañvez du (« matière noire »), met pezh eo den ne oar petra eo an dra-se ken nebeud ! Dominique Merrien zo asambles gant Benjamin Bouard.
Lod lâr n'eus ket fin ebet d'an Egor. Lod lâr zo muioc'h evit unan . Gant piv emañ ar wirionez ? Evit c'hoazh 'c'hallit bezañ sur n'eus den a zo gouest da gompren penaos ya an Egor en-dro, e-giz m'emañ Dominique Merrien 'vont da lâret deomp, asambles gant Benjamin Bouard.
Miliardoù a stered a zo e Hent Sant-Jakez, met ar re-mañ ne teuont ket war-wel forzh pelec'h ! Dont a reont war-wel gant an nivlennoù da gentañ (« nébuleuses » e galleg). Un nivlenn a zo ur seurt koumoulenn gaz ha poultrenn, hag e-barzh 'ra un tammig evel ma vefe un uzin da sevel stered. Chom a ra ar stered nevez « asambles » goude-se, ha deus an dra-se 'vez lâret « druilhadoù-stered » (« amas d'étoiles »). Dominique Merrien a lâr deomp hiroc'h, asambles gant Benjamin Bouard.
Ar stered n'int ket tout heñvel an eil re deus ar re all. Lod zo bihan, lod zo bras, ha lod all zo tommoc'h evit ar re all. Cheñch a ra o liv hervez o oad ivez, kar seul-vuiañ kozh eo ar stered, seul-vuiañ yen int sañset. Met bez 'zo lod all c'hoazh hag a zo chomet gaz pe poultrenn en-dro dezho. Ha gant an re-mañ neuze 'zo chañs marteze da gaout planedennoù nevez ! Dominique Merrien a zo 'vont da lâret deomp penaos ya en-dro, asambles gant Benjamin Bouard.