An abadenn faltazi radio e brezhoneg, Skeulioù er C'houmoul, diwar Les Échelles de Nuages gant Dominique Paquet Ar c'hinnig-mañ a zo graet a-drugarez d'ur c'henlabour etre meur a framm tomm ouzh ar brezhoneg : Teatr Piba, Radio Kerne, Dizale ha Kalanna. Kendrec'het int holl eo ar c'hrouiñ a galite ur ret evit dazont hor yezh. Setu perak o deus lakaeto barregezhioù a-stroll evit ma c'hellfe ar raktres brav-mañ dont war-wel. An istor E Sina e tremen an traoù. Da noz, Zao Ming a zigor e galon d'e vignon Shen You : ne chomo ket da louediñ pelloc'h er ger. Petra zo kaoz ? Sina eo zo kaoz p'emañ o cheñch ken buan. An arc'hant eo ar mestr bremañ ha war e dud ouzhpenn pa'z int erru sklav, ne reont ket war e dro ken. Mont a ra e vignon d'e heul. Mont a raint, a dro-gaer da eur ha dizeur, betek e penn all ar bed, ganto o barroù-livañ hag o gerioù a sikouro anezho da ober un depegn eus ar bed evel ma tro ha 'vel ma ijiner anezhañ. Ar skipailh Ren arzel : Thomas Cloarec Treiñ hag azasaat : Aziliz Bourges C'hoari : Léo Guillerm, Tifenn Linéatte Krouiñ ar son hag ar sonerezh : Guillaume Le Guern Trouzioù : Nadège renard Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf ha Jean Mari Ollivier

E diskarr-amzer 2016 e oa bet aterset ganeomp merc'hed ha gwazed eus Brest, erruet eno goude bezañ bet rediet da dec'hel kuit eus o bro dezho. O zestenioù a zo an diell a vo klevet en teulfaltazi-mañ. Un abadenn faltazi neuze eo ivez Maen Brest, rak skrivet eo bet tro-dro d'un dudenn ijinet, hag a ra ul liamm etre ar vuhez pemdeziek e Breizh hag an testenioù kreñv bet fizhiet deomp. Un dudenn a c'hellfe bezañ gwelet evel un test eus ur rummad, hag a zo o klask he hent er bed post-sarkozyste-mañ, e kreiz ur c'hornwezh eus ar mediaoù hag arbennoù denel... Gwiadiñ ar yezhoù, kejañ ha degemer an dud a vefe marteze un doare da grouiñ ha desevel ar pep pouezusañ er vuhez : ar garantez hag ar vignoniezh ? Renerezh arzel : Stéphanie Coquillon Skrivañ : Armel Veilhan ha Stéphanie Coquillon Treiñ hag azasaat : Aziliz Bourgès C'hoari : Marion Gwenn Krouiñ ar son : Marie Guérin Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier Penn sonerezh : Karantez eus Damas, Suhaib Julian. Trugarekaat : Trugarez c'hoazh hag adarre, d'an dud o deus fiziet ac'hanomp gant o zestenioù. Trugarez vras da La Quincaille, Ti Kêr Lokmikaelig, Liberté-Syrie 29, la Ligue des Droits de l'Homme Brest, Le Maquis, Cie Derezo, El Maout - Guimol Dru Band, Tristan an Nedeleg, Youn Kamm, Ewen Briant, Jil Pennec, Marie-Laure Breton, Achille Berthou.
Teatr Piba, Dizale & Radio Kerne a zo laouen o kinnig deoc'h Paotr e valizenn, un abadenn faltazi e brezhoneg evit ar radio. En em gavout a ra daou vugel, Nafi ha Krysia, war an hent. Hag int tec'het kuit deus o bro abalamour d'ar brezel. Asambles e klaskont tizhout Europa evit mont da Londrez, an Eldorado, a soñj dezho. N'eo ket un istor gwir met heñvel eo ouzh hini ar repuidi yaouank tec'het kuit deus Bro Siri, Tchad, Tchetchenia, Afganistan, Soudan, Ukraina... er mare-mañ. Un istor hollvedel an hini eo
Teatr Piba, Dizale & Radio Kerne a ginnig Teir-oberenn ar peñse Lampedusa Beach, Lampedusa Snow & Lampedusa Way Abadenn faltazi e brezhoneg evit ar radio Troet e brezhoneg gant Aline Gleoneg diwar oberenn Lina Prosa, Trilogia del naufragio Lampedusa Way Lodenn ziwezhañ an teir-oberenn eo Lampedusa Way. Mont a ra Schaüba ha Mohamed da enezenn milliget Lampedusa war roudoù o nized Mahama ha Saïf.
Teir-oberenn ar peñse Lampedusa Beach, Lampedusa Snow & Lampedusa Way Abadenn faltazi e brezhoneg evit ar radio Troet e brezhoneg gant Aline Gleoneg diwar oberenn Lina Prosa, Trilogia del naufragio Lampedusa Beach & Lampedusa Snow Kontañ a ra an daou rann kentañ peñseoù Shaüba ha Mohamed. Daou istor, div blanedenn, daou huñvre bodet en un drajedienn : tizhout Europa war vor, dre Lampeduza... Rener arzel : Thomas Cloarec Gant : Tifenn Lineate, Tony Foricheur Sonerezh : Steve Shehan Trouziañ : Javier Marinero Enrollet e studioioù Dizale ha Dahlias, e miz Du 2016 Enrollañ ha kemmeskañ : Gwenole Peaudecerf, Jean-Mari Ollivier Gant sikour : Rannvro Breizh & FALB, Skoazell ar c'hleweled e brezhoneg

Ar maezioù Falatzi evit ar radio. Diwar The Country, gant Martin Crimp Ar skipailh Rennerezh arzel : Thomas Cloarec, Aktourien : Loeiza Beauvir , Marion Gwen, Tony Foricheur, Troidigezh-Dramaturgiezh : Mich Beyer, Sonnerezh : Jérôme Kerihuel, Son ha trouzioù : Javier Marin Leyton, Merourien son : Gwenole Peaudecerf (TEATR PIBA) Jean-Marie Ollivier (DIZALE) ; Gaël Hélary (RADIO KERNE), Produiñ : DIZALE-RADIO KERNE, Grafegezh : Camille Argouac'h, Gant sikour: Rannvro Breizh/FALB - An Artemuz e Brieg. Un abadenn faltazi e brezhoneg evit ar radio, a vo enrollet dirak ur publik ha skignet war eeun war gwagennoù radio Breizh, sed aze raktres nevez ha dreistordinal Teatr Piba, a gevred gant Radio Kerne ha Dizale, evit an distro-skol! Kinniget e vo an enrolladenn bublik e sal an Artemuz e Brieg ha skignet e vo war eeun war Radio Kerne, RBG, RKB hag Arvorig Fm, d'ar merc'her 16 a viz Gwengolo, adalek 8e rik. Padelezh 1e30. Ar Maezioù diwar The Country gant Martin Crimp Troidigezh/dramaturgiezh : Mich Beyer Produet gant DIZALE : RADIO KERNE : TEATR PIBA Piv eo ar plac'h vadaouet dastumet da noz gant Richard war bord an douflez ? Perak e ro bod dezhi er gêr ? Corinne, Richard, Rebecca...Piv a lâr gaou, piv a lâr gwir ? Gant Ar Maezioù e ra dimp Martin Crimp avañturiñ dre hentoù kevrinus hag arvarus ar c'hoantoù hag an anken. A-benn chom tost diouzh bed an « avestoù bev » eo bet dibabet gant Teatr Piba, Radio Kerne ha Dizale labourat war un oberenn c'hoariva a-vremañ : THE COUNTRY : AR MAEZIOÙ, gant ar skrivagner saoz Martin Crimp. Krouet e vo ar pezh-c'hoari skingomz diwar un destenn skrivet en un doare resis ha kizellet munut, ha diwar he droidigezh e Brezhoneg. Ar pep brasañ eus al labour a vo graet e-pad ar prantad pleustriñ, evel er c'hoariva, gant ar pal « lec'hiañ » anezhañ evit ar skingomz. Ar prantad « enrollañ-skignañ » a vo graet dirak arvestourien, evit chom gant ur spered « arvest bev ». Termenet e vo an dachenn c'hoariva dre ar son da gentañ neuze, ha pal an tri aktour, ar soner hag an trouzer, asambles gant al leurenner, a vo reiñ buhez da bed Martin Crimp.