Liv an amzer

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh a gaver en abadenn Liv an Amzer : Hiriv e vo klevet ur strollad nevez flamm, Noon an hani eo ! 5 paotr de gas tonioù dibar get urzhiataer evit ar sonereh elektro ha 4 binioù, ar pemp aneze a zo e c'hoari e bagad Melinerion Gwened. Ha darempredet em eus get Aymeric Bevan, pa oent e ginnig o raktres nevez er festival Zef et Mer e Guer. Displeget en deus din ag e-men e ta ar soñjoù-sen (de selaou da 1') Hag ur soner dic'hortoz a vo klevet e Dasson An Ton. Ur roker dous, ur paotr paradoksal, kinniget get Izan Belz (9'30) Istoer kevandir Europa a zo anavezet mat a-wal, kozh, ha pounner e c'hell bout. Padal e vez berpet tu kavout, ma glaskamp mat, ur sklerijennig, pa vez du ha fall pep tra tro-dro dimp. Ha Yann-Klaod ar Ruyet n'eus choejet ar suhun 'mañ ur film, hag a c'hell bout diaez. Ur mouezh dous, a zo un istoer a c'hoarvezh e Russia (19') 50 vloaz 'zo e yae 52 vartolod d'an anaon, asambles get ar lestr-spluj Minerve. Ar suhun paseet oa devezh koun unan ag peñseoù brasañ an arme gall. Den n'en eus ket gouezet jamez ar pezh a oa bet kaoz ar wallzarvoud. D'ar 27 a viz Genver 1968 neuze e oa ar Minerve oc'h ober ur bleustradeg war dal porzh Toulon. N'eo ket distroet biskoaz. Korantin Wlagen 'n eus bet tremenet tri vloavezh war ar Minerve evit armiñ anezhi, etre 1961 ha 1964. Dont a ra en dro war e envorennoù deus ar gwallzarvoud. (27') Tonioù Trips, d'ober anaoudegeh pe de adkavout ur c'hanour a Gebek, Jean-Leloup ! Ur gronikenn kinniget get Gael Le Du (40') Tonioù: - Clann Mhic tuairi, Dulaman -Malted Milk, Human Wave -


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu pezh 'zo bet laret ar mintin 'mañ : Bugale klasad Didier Mercier e skol divyezh Georges Brassens e Languidig a blija dezhe kanal, sur. Ar reportaj, savet evit Ar an Hent ha Kornad ar vugale 'zo de selaou da An efed wawa 'zo interesus a fed son, penaos 'vez graet evit kaout un disoc'h el-sen ? Loeiz Belleg a zispleg pep tra en e gronikenn Ar Hentoù an Antroposenn Linda Guidroux 'zo oc'h ober war dro un ti-skluz war ribl ar Blavez, en Henbont 'kostez An Oriant. Lañset hi deus ur raktres: sevel ur planchod de zegemer ar sonerien hag an dañserien, de riboulat 'kostez ar c'hanol. Emañ e sevel argant, de laret eo hi deus krouet ur gount war ar lec'hienn internet Kengo. Aze e vez tu d'ar re a fell dezho sikour anezhi. Displeget hi deus penaos e tro an traoù, ouzh mikro Marc-Antoine Ollivier hag Enora Molac. Penaos e ra ar merien evit analiñ ? Ar rummad amprevaned a zo àr gore hor blanedenn diboe an dinaosored. Setu ur gronikenn ginniget get Morgane Bramoullé ag Radio Kerne, 2 vunutenn evit komprenn. Tonioù : - Farmers Market, A young girl made a crown of forest flowers - Brigitte, Hier encore - Ibrahim Maalouf, Hashish - Mari Boine, Vuoi vuoi mu vuoi vuoi me


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh e c'heller selaou en abadenn-sen: An den pedet hiriv a zo Marko, Marc-Antoine Olliver, paotr ag ar C'hreiz Breizh a zo e labourat e RKB. Loeiz Herrieu oe paotr ag e amzer, hrevez Daniel Carre, ha ne vehe ket bet ur gwir feminist, sur. Lizherioù Loeiz Herrieu, skrivagner ag Kaodan bet kaset àr an talbenn ha chomet du-sen ag ar penn kentañ betek fin ar brezel braz a vez lennet get Jo Morvan ha dielfennet get Daniel Carre (da 6') Kleguereg 'zo ur lec'h brav, ha de c'houzout petra 'zo kuzhet dindan ar gêr! Kronikenn Serj Le Bozeg, Ar-dreñv ar Gerioù (23') En arvar, setu ur gronikenn nevez, savet get Marko, de vont pell a-wehadoù àr su an "non anavezet", an dreistordinal, an tasmantoù zoken... (de selaou de 32') Kendec'hel a ra ar labourerion douar da lakaat ar gwask evit bout klevet ha cheñch an doare ma vezont paet. An FDSEA, sindikad ar muiañ niver, hag ar JA, o deus graet taolioù a-enep d'ar gourmarc'hadoù a hed ar suhun paseet. Ar C'honfederasion Paizantel he deus desachet an evezh dezhi ivez d'he dro. Dji 'zo aet da welet prokulor lez-varn Kemper àr-eeun evit goulenn keloù digeton. Mikel ar C'hraz, oc'h en em staliañ èl produer laezh e Rieg a oe gete. Displegiñ a ra pereg e oent o klask àr lec'h ar prokulor, doc'h mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean ag Radio Kerne. (36')


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh e c'hellit selaou en abadenn : Un den pedet de animañ genin : Marko 'ni eo. Marc-Antoine Ollivier, ha graet e vo anaoudegezh geton sur mat ar suhunioù e tonet. Barba Loutig 'zo o labourat àr ur raktres nevez : gwerzhioù 'vo kanet gete ivez. Enora de Parscau a zo er strollad bremañ, àr lec'h bout aet kuit Anjela Lohro Parsco. Displeget hi deus Enora penaos e tremen an traoù eviti, ha tro 'vo deoc'h selaou doc'h un ton nevez, enrollet e-pad ar gouel Zef et Mer e Guer, d'ar sadorn 27 a viz Genver. N'eus ket a bladenn c'hoazh, met un ton nevez flamm 'zo de selaou àr RBG, get Barba Loutig, tennet ag o raktres nevez ! Un atersadenn get Loeiza Beauvir, Enora de Parscau hag Elsa Corre. (selaouit da 6') Anvioù lec'h : emaint o vont de vout cheñchet e Kanada. Hag ur vro liesseurt eo penn da benn, setu kronikenn Christophe Guilloux DAMP SONJ (22'30) An Heol, Ar Galleco, ar V/Buzuk pe ar Galais n'int ket hepken anvioù loened pe lec'h, met anvioù moneiz lec'hel ivez. Hag unan nevez a zo bet lakaet e plas e Gwened : Ar V/Bizh 'ni eo ! Lañset eo bet ar suhun tremenet e Forum sokial lec'hel Sine. Muioc'h a zisplegadennoù get Marie-Yvonne Colin ouzh mikro Yaelle Ar Mouel. (34') Tonioù : - Letta Mbulu, Mahlalela - Pow Wow, Le chat - Lyra, Safar


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh e kaver en abadenn 'mañ: Kornad ar vugale: klas Didier Mercier, divyeah e Georges Brassens a zo bet degemerus tre. Klevet e vez anezho er reportaj (5') Ur greizenn a zo e c'houlenn sikour. Dji a sikoura ar vugale ar grennarded hag ar maouezed a Siria dreist-holl, e Liban. Heuliañ a reont anezhe en ur ginnig kentelioù hag atalieroù, ohpenn de welet amañ: https://www.facebook.com/CenterTomorrowIsOurs/ Ha de sikour aneze: https://www.gofundme.com/jcfqhq de selaou pezh 'zo bet laret -> (17') An efed Doppler, ha c'hui oar petra eo? Muioc'h a zisplegadennoù gt kronikenn Loeiz Belleg Ar Hentoù an Antroposenn (21'30) Sampler boutin a c'hell a-wehadoù liammañ tud disheñvel mik. Hirroc'h de c'houzout 'barh gronikenn Tonioù Trips get Gael Le Du (26'30) Ohpenn de c'houzout (da 34') à-zivout Taol-Kurun get Lenig Duigou doc'h mikro Yaelle Ar Mouel. 2 vunutenn evit komprenn ha klevout peseurt loen dibar eo ar grogenn Sant-Jakez, get Morgane Bramoullé (43'30) Tonioù: - Jean-Charles Guichen, Kreiz Breizh - N'Diaz, Serelepe - Joao Gilberto, Tin tin por tin tin


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh e vo tu selaou en abadenn 'mañ: Claudine Le Bonhomme ha liliane Lincot doc'h mikro Andrea ar Gall, er gronikenn Kanit ar pezh a Garit (6') Maria Callas 'zo ur ganourez a feson, plac'h simpl dreist-ordinal, hrevez Yann-Klaod ar Ruyet, er gronikenn Sinema (14') La Felicidad Cmpleta 'zo de selaou, choejet get Izan Belz 'barzh Dasson an Ton (25') Troioù-kaer Anaig Lucas, e veajiñ e Korea, aterset get Yaelle ar Mouel (adal 33') Tonioù: - Orchestre Symphonique de Bretagne, Hamon Martin hag Annie Ebrel, Plinn - Dusty Springflied, Son of a Preacher Man - Orchestre national de Breizhoucadie, La Danse des LovBizoO


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh a zo c'hoarvezet hiriv: Efedus kenañ eo ar post er vro! N'eo ket èl-sen e pep lec'h. C'hui oar e oe dija efedus tre ur c'hantved 'zo pa oe ar soudarded àr an talbenn durant ar Brezel bras. Ar benn man glin e skrivañ deoc'h, ur gronikenn Jo morvan ha Daniel Carre. (9'20) "Gwrac'h"... setu e vez graet ur liamm buhan a-walac'h get ar sorserezed... Met ijinit 'ta: ar gêr-sen a c'helle gwerzh 'zo bout implijet de anavout ar merc'hed! De c'houzout hirrc'h, selaouit Ar dreñv ar Gerioù, kronikenn Serj le Bozeg.(28') Pal ar c'hengevread Kendalc'h a zo lakaat àr wel kentoc'h dansoù hengounel Breizh. Ledanaat a reont muioc'h muiañ memestra o zanvez, hag e vez kaset de benn lan a draoù gante ha dreist-holl darvoudoù nevez tro-dro de sevenadur breizh. Emaint oc'h aozañ un darvoud nevez, a vo En Oriant disul. « Treuzell 2 » vez graet ag an darvout-sen. Ar pal a vo lakaat an dud de brederiañ war dazont sevenadur Breizh. Alies e vez klasket gober ur liamm etre an aferioù hengounel hag ar bed a-vremañ. De lakaat ar gaoz àr an traoù se e vo lan a dud pedet : Alan Stivell, Igor Gardes, Kaourintin Hulot, Robert Raulo pe Roland Becker... Un atersadenn get Youena Baron (37') Tonioù: - Morcheeba, Blue Chair (ft. Judy Tzuke) - Lisa Leblanc, Ma vie c'est d'la marde (Marko) - Stein Torleif Bjella (Marko) -Soig Siberil, Le chemin de Tregarantec


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh ez eus bet skignet de vintin en abadenn Liv an Amzer, get Marko hag Enora : An dibenn-suhun paseet e oe ur lodenn ag ar festival Zef et Mer. Pal ar gouel a zo lakaat de vout anavet krouidigezhioù nevez ar leurenn breizhad. Dour Le Pottier quartet, Barba Loutig pe an trio Ebrel le Buhe Vassalo a zo bet pedet de ziskouezh un tamm ag ar pezh emaint o prientiñ. Tro hon eus bet de zaremprediñ get un nebeut re anezhe, estroh evit sonereh e oe c'hoariva fentus ivez, get Anthony Serrazin ha Mael L'Hopiteau ag ar strollad Orange Givrée. Un atersadenn get Mael L'Hopiteau. (6'20) Emañ an deskadurezh Stad o soñjal cheñch ar bacho. Penaos e vo an arnodenn-sen e 2021 ? Ar reskont ofisiel a vo roet d'ar 14/02 get Jean-Michel Blanquer, ministr an deskadurezh. De c'hortoz, peadra 'vo de brederiañ, get Christophe Guilloux en e gronikenn Damp Sonj. (24') Parcour Avenir : Ar raktres-sen 'zo bet krouet get an deskadurezh Stad. Ar pal a zo kinnig en un doare fetis micherioù d'ar skolajidi ha d'ar liseidi. Diboe un nebeut bleiadoù e gemera perzh kumun Konk-Kerne. Brendan Petit a zo mediatour sevenadurel e mirdi Pont Aven, displeget en deus hirroc'h à-ziar an afer-sen de Morgane Bramoullé. (Adal 31') Tonioù : - Kreiz Breizh Akademi, 5vet Round - Blou Acadia, Les belles bottes à Johnny - Natacha Atas, La Teetab Alayi - Alif, I'tiraf (Confession)


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh ez eus de selaou en abadenn : Chavela Vargas a zo ur ganourez a zoere, ganet e Costa Rica e deroù ar c'hantved dewezhañ, marvet e Mexiko e 2012. Un teul-film à-ziar he vuhez dreist ordinal ez eus bet graet, setu ar gronikenn Sinema get Yann-Klaod ar Ruyet. (Tro dro de 7'30) Atalieroù c'hoarioù breizhad a vez aozet get ar skolioù a-wehadoù, komzet hi deus Andrea ar Gal get ar c'helenner Yann-Fañch, evit Kornad ar vugale. (20') Petra eo an diforzh etre son trouz ha son musik ? Displeget 'vez pep tra get Loeiz Belleg, Ar Hentoù an Antroposenn ! ( da 27') Daniel Carre hag ar gavadennoù dibar e brezhoneg flour bro wened, setu trede lodenn an atersadenn kaset de benn get Yaelle Ar Mouel (de selaou adal 32') Tonioù : - Xabier Dias & Adefeiras de Salitre, Agarrado de Cervera de Pisuerga - Jamiroquai, Cosmic girl - Les Poules a Colin, Breakfast at Methe's


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar pezh e vo kavet en abadenn hiriv : Job, hag ar c'honsekañchoù psikiatrek en arme, setu an daou tem brasañ a vo dielfennet get Daniel Carre ar suhun 'mañ, àr lec'h bout lennet 2 lizher get Jo Morvan. Ar benn man glin e skrivañ deoc'h, ur gronikenn kinniget de lakaat de vout klevet lizherioù Loeiz Herrieu. (6'30) Mojennoù a bep-seurt a vez kontet diboe kantvedoù er vro. Ha de anveout an dud vunut, pe ar ramzed ez eus ivez doareoù disheñvel. Muioc'h a zisplegadennoù e kronikenn Serj Bozeg : Ar-dreñv ar gerioù. (26') Ur gavadenn zibar a zo bet graet en Ardewen e miz mezhewen paset pa oa bet dijablet porzh ar person. 25 kaierad a baperioù skrivet e brezhoneg get daou veleg : an aotrou Mathurin Oliviero ganet e 1860 hag an aotrou Pierre-Marie Rival ganet e 1861. Fiziet eo bet an traoù get ti-kêr an Ardewen e Ti Douar Alre, dezhe da welet peseurt talvoudegezh oa d'ar skridoù-se. Hag ur pezh a drezol a zo bet kavet, talvoudus braz doc'h ma sell ar yezh, ar relijion hag ar fesonioù da veviñ en amzer-se da lâret eo penn diwezhañ an nandekvet kantvlead ha penn ketan an ugentvet kantvlead. Un heuliad ag an eskemm get Daniel Carre ag Ti Douar Alre ez eus bet prientet, penn kentañ an atersadenn a zo de selaou e podkast Liv an Amzer dec'h, hag ar peurrest a vo embannet benn arc'hoazh ! Hiriv, klevamp penaos en doe Daniel Carre kontet de Yaelle ar Mouel peseurt tud e oe an aotroù Oliviero hag an aotroù Rival, ha penaos e veze graet an oferenn hag ar skol « speredel » gete. (Adal 36') Tonioù: - Wig a Wag, Anouk - Brou Hamon Quimbert, Les garçons de Nivillac - Sofi le hunsec, Kalon ur vamm


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine