Liv an amzer

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Benn disadorn e vo un tolpad en Oriant, de souten kurded ar Rojava. Soñj ho peus sur mat ag ar c'herioù Kobani pe Afrin, dji 'zo lec'hiet e norzh siria, lec'h ma vev ur bochad kurded, er Rojava. Difennet e oe Afrin get ar YPG. Kouezhet eo dindan tagadenn an arme turk e fin ar miz 'mañ. Du-sen eo ivez, lec'h m'eo marvet Olier Le Clainche, paotr a Malastred, d'an 10 a viz c'hwevrer. Hag e penn kentañ miz meurzh e oe bet aozet un devezh de enoriñ anehon e Karaez. Ar pal e oe ivez lakaat àr wel ar pezh a c'hoarvezh ee Rojava. Yaelle Ar Mouel hi doe kemeret perzh en devezh, ha darepredet hi doe Gael Roblin, e-mesk an aozerion. (An atersadenn a zo de selaou adal 29') Kendalc'hamp un droiad get strolladoù sonereh, Les Colocs ar wech 'mañ, 'barh Tonioù Trips's Gael Le Du (38') Gwerzioù 'zo e bro Gwened ivez, unan a zo bet kanet get André ar Meut, de selaou er rubrikenn Kanit ar pezh a garit (6') Tonioù: -Talec/Noguet, Nozvezh digousk - Ibeyi, River - Ensemble kurde & Sorhab Pournarezi, Nishtiman (liamm de selaou amañ https://www.youtube.com/watch?v=-TOjgPMufEc= - Archipelados, Archipelados


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Ur sizhun a chom de dapout 30 000 sinadur : Ar Minority Safepack a zo ur benveg demokratel de rediañ ar C'homision European de gemer e kont ar pobloù minorelet. An intrudu keodedel-se, Minority Safepack, a rank tapout 1 million sinadur en Europa a-bezh evit bout lennet get ar C'homission European. Yaelle Ar Mouel a zo aet de c'houzout hirroc'h get un ezel ag Aita, an atersadenn a zo de selaou adal 28' en enrolladenn a-us. Setu ar liamm de lakaat ho sinadur: http://www.minority-safepack.eu/ (ma faotoc'h kavout ur yezh all eget ar galleg, klikit er c'horn a zehou/a-us e glaz "EN") Loig a zo anavezet evit bout un anv breizhad, met pas hepken. Gouiamp hirroc'h get Serj Bozeg, Ar dreñv ar gerioù (25') Kendalc'hamp ivez get lizherioù Loeiz Herrieu, lennet get Jo Morvan ha dielfennet get Daniel Carre, ar goulenn-mañ 'zo bet savet: penaos gober pa vezer klañv, àr ar linenn gentañ? Ar reskont a zo de gavout en ur selaou penn kentañ an abadenn! Savet eo ar gevredigezh evit an dehouidi, an dud a implij muioc'h o dorn dehou. Ne vehe nemet 10% ag oblañs ar bed a zo gleizad. Muioc'h a zisplegadennoù get Morgane Bramoullé (36') Tonioù: - Hamon Martin Quintet, De Bazouges à la Hollande - Blues Brothers, Shake your tail feather


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Harzhet oe bet Carles Puigdemont, bet-prezidant Katalunia disul, get poliserion bro Alamagn pe oe e paouezh truziñ an harz get an Danmark. Ar lun 'mañ e oe tremenet dirag ar lez-varn, distreiñ a ra Christophe Guilloux a-ziàr an afer-sen. De selaou da 13' en enrolladenn a-us. Penaos e c'heller gouzout petra 'zo c'hoarvezet e gwirionez, pa seller doc'h ar levrioù istor ? A-wehadoù eo munut an harz etre ar wirionez hag ar pezh a vez kontet. Komzoù poellek get ar C'hozh Noe, 'barh gronikenn Relegoù an istoer (26') Benn disul e vo ur fest deiz/noz braz, hani Nevez-Amzer Kastell Nevez. Anjela Broustal a gemer perzh get ar skipailh tud a volonte vat, displeget hi doe doc'h mikro Morgane Bramoullé piv 'vo klevet an deiz 'mañ (adal 35') Ar fanouilh a zo ur blantenn lan a vlaz, lipous kenañ, ar gresianiz, ar sinaiz pe ar romaned o deus implijet ar fanouilh evit n'em pareaat, muioc'h a zisplegadennoù get Patrig Drean (penn kentañ ar podkast) Tonioù : - Nicola Cruz, Colibria - Maija Kauhanen, Kehtolaulu - Okra, Spring - Spontus & Manu Sabaté, Valse du chant du coq


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Setu ar liamm de welet pegemen a dud o deus sinet ar Minority Safe Pack Initiative : http://www.minority-safepack.eu/ Ouzhpenn 930 000 den o deus sinet, ha ret eo mont betek 1 million, evit Europa a-bezh, emaomp o vont de dizhout ar pal-sen met ret eo d'an holl lakaat o rouedad de sinañ ivez ! N'eus nemet ezhomm ag ho kartenn idantelezh. 13 deiz a chom, evit lakaat ar raktres-sen de vout adkemeret get ar C'homision European, ha d'ober ur pennad lezenn evit Parlamant Europa. Kroget eo ar festival Pesketourion ar bed ! 30 skignadenn film diwar ar pesketañ er bed a-bezh e kaver e Bro An Oriant, betek an dibenn-suhun 'mañ. Ur choej stourmer ha speredek a gaver bep blez diboe 10 vlez bremañ. Filmoù a galite bet choejet get skipailh ar festival, en o zouez Alan Le Sann, prezidan ar festival, doc'h mikro Yaelle Ar Mouel, an atersadenn 'zo de selaou da 33' en enrolladenn. André Le Meut a choej an tonioù « dre zegouezh », klevit e ganaouenn er gronikenn kanit ar pezh a garit (15') An tri film-berr faltazi 'zo bet choejet get Yann-Klaod ar Ruyet 'barh Sinema, de c'houzout hirroc'h selaouit da 22' Tonioù : - Tinariwen, Sastanaqqam - M.I.A., Bad girls - Hollie Cook, Survive


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Ur veajig a blijehe deoc'h gober beteg kreiz Asia ? Dec'h e oe Norouz, ur gouel lidet e broioù èl Pakistan, Afghanistan, Iran pe Kurdistan, de lidañ ar blez nevez, hag an nevez-amzer er memes koulz. (gouiamp hirroc'h, adal 14' en enrolladenn) Ha penaos e tremen an traoù evit un atom gadolinium ? Ur sapre tro er bed a ra ivez, e-raok erruout en un iPhone benneg. Ar Hentoù an Antroposenn, get Loeiz Belleg (de selaou da 25') Penaos em groua ur gorventenn ? Kemeromp Div vunutenn evit komprenn, get Morgane Bramoullé (30') Bochad kwizoù a vez aozet er vro, da vare miz ar yezhoù. Unan a vo benn disul 24/03 e Bro an Oriant, un atersadenn get Serj Bozeg (selaouit adal 33') Ur c'han ha diskan a-zoare, un ton kost ar c'hoad kanet get bugale skol div yezh Kawan a zo ivez de selaou, ha pebezh youl ! (7'30) Tonioù : - Quentin Vestur & Titouan Gautier, Maraudeurs - Beat Bouet Trio, Barnabé - La Yegros, Trocitos de Madera Kit e darempred genin ma faotoc'h e vehe skignet ho tonioù! Ispisial didikass


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Pereg e veze laret « duk » e lec'h roue e Breizh ? Tud Breizh n'int ket o tont ag ar memes pobl evit ar vikinged. Aloubet oe bet Breizh e-pad ur prantadig, e 900 goude ganedigezh ar c'hrist. Ha petra 'zo bet graet evit o enebiñ ? Un nebeut displegadennoù get ar c'hozh noe, de selaou da 26' en enrolladenn Sizhun ar galleg he deus kroget an dibenn-suhun 'mañ, de lakaat àr well ar yezh-mañ er bed a-bezh. Neoazh emañ Kristof é mechal hag eo un dra vat « lidañ » ur yezh e lec'hioù zo get ar riskl da lidañ un heritaj ag an aloubiñ... Dielfennet e vo politikerezh yezh Emmanuel Macron, en e gronikenn Damp' Soñj (10') N'eo ket nevez flamm met araokadennoù 'zo bet get Breizh App, embannet get Brezh Sevenadurioù. Ur wech bet pellkarget ha staliet anehon àr ho fellgomzer hezoug ez eus tu kaout titouroù istorel ha sevenaurel à-zivout ar lec'h. Selaouamp doc'h Mikael Bihannic, karget ag ar c'hehentiñ e BCD (32') Ur blantenn ag e vez lakaet e familh ar Lily, ha n'eo ket er familh-sen, padal eo brav kenañ hag e vez graet anezhi ar lili pask! Selaouit doc'h penn kentañ an abadenn de glevut displegadennoù Patrig Drean. Tonioù: - The girl from Ipanema (1962) - Titom, Keramelin Tour - Asa, Sometimes I wonder - Kaiffa, Laridé 8 temps


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Olier Berson, ag Ti Douar Alre a gomzay dimp a-zivout youl ar gevredigezh, bochad traoù 'vez aozet gete e-kerzh miz ar yezhoù. Un atersadenn de glevet adal 33' Ha peogwir miz ar yezhoù n'eo ket hepken miz ar brezhoneg, e vo klevet kanaouennoù, ha mod de gan bro c'hallo, get plac'h ar vro Marie-Annig. Kemeret hi doe perzh er strollad Chom 'Teu de zastumm vouezh ar re gozh er bleiadoù 80, ha bremañ un nebeut tonioù a vez kavet e pladenn Dastumm àr bro Ploërmel. (15') C'hui anav Strip-tease, an abadenn kroget e Belgia, bet esporzhiet e Bro C'hall er bleiadoù 90 ? Un teul film nevez 'zo aet maezh, Ni juge ni soumise, ha se 'zo choaz Yann-Klaod ar Ruyet ar suhun 'mañ evit e gronikenn Sinema (21') Tonioù : - Nusrat Fateh Ali Khan, Shamas ud Doha - Bobby and Sue, Fifteen years - Lianne La Havas, Green and Gold - Krismenn, Huñvreoù Merglet - Sona Joberteh, Mamamuso


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

An agregadur e brezhoneg 'zo bet lakaet e plas e iz Gwenholon hepken. Maxime Touzet a zo e Roehon diboe dilun evit remen ha kaout an diplom-sen, diplom huel. Displeget en deus hirroc'h doc'h mikro Laetitia Fitamant. (De selaou adal 36' en enrolladenn a-us) Eric Menneteau 'zo ur sapre farsour, hag un dro kamm n'eus graet ur wech c'hoaz, pe oemp Ar an Hent e Gergam. Emañ e klask àr lec'h tud e komz brezhoneg, hag a-benn ar fin em gavit tapet 'barh e bed fentus (3'30) Un droiad ag daouadoù Breizh, Kebek pe Bro Frañs 'zo kinniget 'bah Tonioù Trips, ne ouian ket e-men e ya de glask ar liammoù-sen, met interesus eo! (28') Ar raktresoù min e Breizh, pe ag an elfennoù rouez a vehe tu kavout amañ a c'hell distrujañ ivez an endro. Komzet e vo ag ar vengleuzioù ar suhun 'mañ get Loeiz Belleg, berped en un doare fizikel, Ar Hentoù an Antroposenn (23') Teñzor ar brehoneg komzet 'ginnig un tro-lavar, ar wech 'mañ eo istoerioù a patatez get Yann Ber Guyader ha Marie-Laure Groix (ag Radio Kreiz Breizh), ma faotoc'h selaou eo e penn kentañ an abadenn! Tonioù: - Jo Van Bowel, De Hazelaar - Keziah Jones, Don't forget - Djelimady Tounkara, Samakoun


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Stourmerion 'zo er vro a-enep d'ar c'honterioù Linky. Ar c'honterioù tredan nevez, gwer sklaer o liv. Rebechet e vez dreist-holl d'ar c'honterioù nevez-sen bout ur benveg de ziwall doc'h an dud ha bout e dost ag o buhez prevez, ha dañjerus e c'hell bout ivez evit ar yec'hed. Staliet e vez ar chonterioù e pep lec'h hep goulenn o ali d'an dud pe d'an tiez kêr diboe 2 vlez dija. Ha mont a ra Enedis àr-raok. E fin ar bleiad 2017 e voe bet staliet 7 milion deuzouto gant an ti da zasparzhañ an tredan. Ha tro Gemperiz eo bremañ da vout staliet dezho gleustoù Linky. Tud Kemper neuze a zo o sevel ur strollad da c'houzout ar mod da vont enep Linky. Emvodoù foran a vo c'hoaz. Marc Perrot a zo er strollad « Robin des Toits » Tregon. Aterset eo bet get Tunvezh Wloagen-Grandjean, ag Radio Kerne. (de selaou adal 30' en enrolladenn) E pep lec'h e vez kavet doérioù ag an SNCF. Linennoù a vo diskaret, padal ez eus bet savet nevez 'zo un hent-tizh founnabl tre etre Roehon ha Pariz. Peseurt servij publik eo an dra-sen hiriv an deiz ? Setu soñj Christophe Guilloux, er gronikenn Damp 'Soñj (13') Kozh eo ar liamm e vez etre de skouer ar brehoneg hag ar c'hembraeg, ker a benn ar fin ar vretoned o deus fichet un tamm memestra, met ar memes orin o deus. Ha pereg eo anavezet ar vikinged evit o feulster ? Peogwir n'eo ket bet skrivet an istoer gete. Met benn ar fin, a holl 'rae ar memestra. (24') Krogiñ a ra an abadenn Liv an Amzer get ur blantenn lan a galite, interesus evit mab-den, desach a ra ar gwenan, selaouomp piv eo ar velaouenn wenn, get Patrig Drean er gronikenn Planten ha Plantenn (2'30) Tonioù : - Ronan Le Bars Group, Dérobée de Guingamp - David Pasquet Group, Loudia Td - Trio EDF, La solution - Tracy Chapman, Fast Car


Liv an Amzer

Liv an Amzer

12/04/2023

Hiriv barh Liv an Amzer e vo klevet komz ag ar Redadeg. N'eo ket bet prenet an holl kilometradoù, hag ar skipailhoù a dud a volonte-vat un tamm e oeo korn ar vro a zo oc'h aozañ darvoudoù de lidañ ar Redadeg. Skipailh Radio Bro Gwened a zo aet Ar an Hent e Gregam e fin miz c'hwevrer, tro-dro d'an daol e oe Yann-Charlez Caudal, Jeff Gouarin ha Loeiz ar Braz, aterset get Eric Menneteau hag Enora Molac. (De selaou adal 29') Perak ez a ar laboused tremeniat ken pell ? N'eo ket a-gaoz d'an hin. Muioc'h a zisplegadennoù get Morgane Bramoullé ag Radio Kerne, 2 vunutenn evit komprenn. (42') « Lein » get ur gêrig 4 lizherenn ez eus berpet istoerioù de gontañ, get Serj Bozeg Ar-dreñv ar gerioù (23'30) Lizherioù Loeiz Herrieu : get Jo Morvan ha Daniel Carré, ar wech mañ ez eus bet komzet ag an holl draoù n'heller ket ijinañ a oe kaset ag ar familh d'ar soudarded àr an talbenn. Efedus kenañ ar post da vare ar Brezel Bras. (9') Tonioù : - Calle 13, Latinoamérica (kinniget get Enora Paniez) - Penn Salsardin, Beteg an trec'h, kanaouenn ofisiel ar Redadeg 2018 - Bagad Istanbul, Dramanin Içinde


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine