Muzik : - Kevin Burke - Some Swing Else - Huntza - Taouk Trio - Stick in the wheel - Sudan Archives - Zoñj - War-sav (Yaouank 2016) - Galorn*** Muzik : - Kevin Burke - Some Swing Else - Huntza - Taouk Trio - Stick in the wheel - Sudan Archives - Zoñj - War-sav (Yaouank 2016) - Galorn
E fin ar bleiad e oa devezh european ar micherioù arz. Dorioù digor a oa un tamm e pep lec'h er vro da ziskwein ar micherioù-se. En Alre e oa digor an ti anvet « L'argonaute », ur c'holektif arzourion hag o deus en em dolpet er mem lec'h evit labourat. Tresourion, livourion, kizellerion, tennourion poltredoù pe podourion.. Lieseurt eo o micherioù hag o arzoù. Pedet e oa bet tud ouzhpenn ivez da ziskweiñ o arz. En o zouez, Nolwenn Petitbon, hag e vicher getañ a zo ober dantelezh get gwerzhidi. Adkroget eo en-dro d'ober dantelezh goude un ehan 10 vlez hag o soñj emañ kinnig kentelioù 'benn ar blez-mañ-za. Ar gazetennerez Yaelle Ar Mouel oe aet e darempred geti, selaouit an enrolladenn adal 25' ! Tonioù: - Dusty Hoffman, Son of a preacher man (Pulp Fiction) - Olli and the Bollywood orchestra, Race street - Bjork, Oceania - Massive Attack feat. Damon Albarn, Saturday come slow - Laz seniñ sinfonek Breizh & Annie Ebrel hag Hamon Martin - Ffran May & Joel Guena, Angylion - Hamon Martin, J'ai fait un rêve - Asgeir, King and Cross - Faya Gur, Pagan dub - Eleonore Fourniau, Keklik Gibi Kanad Suzmedim
Un euriad e brehoneg de zihuniñ get ar radio! Hiriv ez eus bet pellgomzet da Remy Cochen, kontour e bro Gwened, eñ a gasay ar welladennerion adal ar Petite Métairie e Karnag beteg bed ar re varv, ne larimp ket hirroc'h met evit kaout an titouroù selaouit an abadenn adal 30' ! Tonioù: - Roudoudou, Peace and tranquility - Denez Prigent, An tad-moualc'h kaner - Boubacar Traoré, Hona - Didier Super, Marre des pauvres - Natah Big Band, Route 35 - Gwenno, Tir ha mor - I am a man of constant sorrow (B.O. O Brother) - Kakoli Sengupta, Oi bodhir jabonika - Pinc/Lenormand, Hanterdro Klamm - Bab el West, Touria
Evañ ur lom, ha selaou doc'h sonerezh hag ar vro, raktresoù nevez a zo àr ar stern, digoust, en ho parrouz. Setu petra 'vez graet get an Apero Klam, lakaet e plas un nebeut blezadoù 'zo get Klam Records, e bro An Alre. Bep sizhun a-hed an hañv e vez sonerion o tremen e Plewigner, Brec'h pe An Alre, muioc'h da c'houzout war ar sonadegoù o tont get Olier Berson hag Ti Douar Alre! Selaouit tro 35' en enrolladenn a-us. Tonioù: - Charkha, Daet oc'h - The In Crowd, Mango Walk - Beat Bouet Trio, Barnabé - Natacha Atlas, Le Teetab Alayi - An Tri Dipop, Tri artilheur - Smokey Joe & The Kid, The monkey song - Arz Nevez, Deomp da Pont-Aven - Nicola Cruz, Colibria - Krenijenn, Tour ft. Krismenn - Alan Stivell, An try marrak
Setu abadenn an hañv! Get Enora d'ar lun meurzh ha merc'her, ha Tomaz d'ar yaou ha d'ar gwener. Bep mitin a-hed ar sizhun etre 8e ha 9e e vez graet anaoudegezh get tud pedet ha komzet hag/deus ar festoù a-hed an hañv. Tonioù: - Massive Attack, Angel - Kokoko! L.O.V.E. - N'diaz, Uvieu - Titom, Ten Years - Willie Colon, El Gran Baron - Morcheeba, Blue Chair - Denez Prigent, Mil-hent dall ar vuhez - Olli & The Bollywood Orchestra, Rac Street - MOrcheeba, Blue Chair - WAF, Cayenne - Startijenn, Skeud
Setu abadenn an hañv! Get Enora d'ar lun meurzh ha merc'her, ha Tomaz d'ar yaou ha d'ar gwener. Bep mitin a-hed ar sizhun etre 8e ha 9e e vez graet anaoudegezh get tud pedet ha komzet hag/deus ar festoù a-hed an hañv. Hiriv ez eus bet laret hirroc'h a-zivoud ur gevredigezh nevez-lañset: Kelennomp. Ar pal a zo bodañ ar gelennerion a implijont ar brezhoneg. Hirroc'h da glevout da 24' ma glikit àr an enrolladenn a-us! Trugarez da Yaelle Ar Mouel. Tonioù: - Blain/Leyzour, avant deux de travers - Cory Sezneg, 7 Zanzibar - Ella Fitzgerald, Summertime - Jo Van Bowel, De Hazelaar - Hamon Martin Quintet, de Bazouges à la Hollande - David Pasquet Group, Scottish Cesar - Landat/Moisson, Ar paour hag ar pinvidig - Quitapenas, Ya veran - Krismenn, Dont a reont 'darre - Hollie Cook, Survive - De La Soul, All Good - Ar re Yaouank, Breizh Positive
Strizh emzalc'h ar rektordi de geñver ar liseidi hag ar skolajidi Diwan o deus tremenet arnodennoù e brezhoneg (pa ne oent ket aotreet), fuloret ruz an dud, manifestadegoù ez eus bet ar sizhun 'mañ ha n'eo ket echu. Muioc'h da glevout get prezidantez Diwan Stephanie Stoll, a ro d'ar re a fell dezho emgav e Karaez hag e Kemper d'ar sadorn 7/07 Setu amañ ar sinadeg da souten ar liseidi: https://www.change.org/p/bak-e-brezhoneg-bac-en-breton Treuskas ar brezhoneg er familhioù. Setu danvez ur labour kaset get Katell Chantreau en arbenn ag un dezenn. C'hoant he deus kompren ma vez komzet brezhoneg get ar brezhonegerion d'o bugale, perak, ha penaos e reont. An dra-se a zo anat evit lod ha n'eo ket ken anat evit tud arall. Evit kas he studiadenn da benn ha monet pelloc'h he deus Katell afer a gavout sifroù. Neuze he deus lakaet ur goulennaoueg en linenn, ha pediñ a ra an dud da gemer perzh. Hiroc'h hi deus laret doc'h pellgomz Yaelle Ar Mouel, da 15' Setu ur liamm da respont d'ar goulennaoueg: http://www.treuzkas.net/goulennaoueg Tonioù: - Duo Menguy/Berenguer, The forgotten jig - N'Diaz, Kloar - Lyra, Piya - Pevarlamm, Get an hent - Spontus & Manu Sabaté, Valse du chant du coq - Beat Bouet Trio, Matelin le gangsta - JMK, Esperanza - Toko Telo, Manoro - Djelimady Tounkara, Senelalou
Kroget eo an hañv! Dre se e vo cheñche un tammig ar pezh a gavit en abadenn-sen. Asambl e vimp etre 8e ha 9e vintin (adksignadenn da 5e d'anderv). Enora a raio an abadenn d'ar lun, meurzh ha merc'her vintin, ha Tomaz Laken d'ar yaou ha d'ar gwener. Setu ma vo troet program an hañv kentoc'h àr festoù ha festivalioù ar vro! Setu un abadenn get lan a sonerezh, da selaou pa garit! Tonioù: - Votia, Lo ker Maloya - Baaba Maal, Jam Jam - Nancy Vieira_Mi Sem Bo Amor - Le Vent du Nord - ALT-J Taro - Anoushka Shankar & Norah jones, Thraces of you - Shadi Fathi & Bijan Chemirani, Hitchestân - Jain, Makeba - IAM, nés sous la même étoile - Titom Avel Polka - Dour le pottier quartet Dihun
Skolajidi Diwan Gwened o deus tremenet o arnodenn skiantoù DNB (Brevet mar karit) e brezoneg, ha ne oa ket aotreet. Sañset e ouiimp hiriv petra 'vo reskont ar rektordi, pand eo chomt mut ar lec'h amprouenn mat ar Bak bet tremenet e brezhoneg get ur 15 lisead hag Diwan Karaez. Lors Landat n'oe respontet d'ar goulennoù savet dezhañ dre pellgomz, souten a ra ar skolajidi disuj. Selaouit an atersadenn da 15' Aet ar maout get skipailhad ar vretoned yaouank en tournamant mell-droiad gouezelleg dalc'het e bro Iwerzhon ar sizhun paset! Distroet omp àr an darvoud-sen, get Tangi An Ostiz, o ambrouger, selaouit an atersadenn da 38' Tonioù: - Wax Tailor, Positively Inclined - Youn Kamm ha Bagad Penn ar Bed, Ar vosenn - Nolwenn Korbell ha Soig Siberil, Glav - Krismenn, Huñvreoù Merglet - Loened Fall, An davarnizion - Barba Loutig, tamm teñvañ hag ar raktres nevez - Celia Cruz, La vida es un carnaval - Blues Brothers, Shake your tail feather - Soig Siberil, L'autre rive
Gober a rimp anaoudegezh get Marivonn Vraz, c'hoariet ha kanet get Marthe Vassalo. Da 37' Penaos oe stad an traoù evit ar brezhoneg er bleiadoù 50 ? Ni poe bet tro div sizhun 'zo de glevet un nebeut traoù, hiriv e vo klevet ar peurrest, Ar brezhoneg 'zo o tont war e giz, ur rubrikenn kinniget get Tomaz Laken hag RKB. Selaouit da 29' Ni gomzay hag terzhienn ivez, er mare-sen lec'h mand eo aes lakaat an tamperadurioù de greskiñ, get a vedisinez hag ar c'hreiz breizh Gael pedron. Selaouit da 7' Kenderc'hel a imp ivez get Doc, de glevout hirroc'h ha de gomprenn muico'h a-zivoud ar labour-douar, get ur sell skiantel. Ar Hentoù an Antroposenn, ur c'hinnig get Loeiz Belleg, da 24' Peseurt anv dic'hortoz 'vez roet d'ar roñsed? Setu Gerioù ar Vuhez da glevout da 11' Tonioù: - San Salvador, La parole errante - Le Projet Schinéar, Darel - Dour le Pottier Quartet, Avel dorn polka